Quantcast
Channel: Brezhoneg / Articles en Breton – Bretagne Info
Viewing all 199 articles
Browse latest View live

Ur galv a-stroll evit ar cheñchamant e Breizh !

$
0
0

Hiziv, d’ar 4 a viz Ebrel 2013, eo bet kinniget ha kensinet e Roazhon ur galv a-stroll evit Breizh a-gevred gant ar  strolladoù politikel hag ar c’hevredigezhioù  Ai’ta, Breizh Unvan, An tu kleiz dizalc’hour,(Breizhistance-IS), EELV Breizh, Kevre Breizh, MBP (Mouvement Bretagne et Progrès), Strollad Breizh, UDB (Unvaniezh Demokratel Breizh), 44= Breizh.

Ur galv evit Breizh hag a ginnig 4 azgoulenn pennañ evit hor bro.

Maketenn

An tu kleiz dizalc’hour a vrudo ar galv-mañ , e pevar arc’hadur pennañ evit pobl Vreizh  hag e labourimp a-stroll gant hor c’hensinerien evit lakaat hor arc’hadurioù da dalvezout da vat.

Roazhon d’ar 4 a viz Ebrel 2013,

Burev broadel an Tu Kleiz Dizalc’hour (Breizhistance-IS).


En em gannañ a raimp c’hoazh e Sant-Albin-an-Hiliber ?

$
0
0

En em gannañ a raimp c’hoazh e Sant-Albin-an-Hiliber ?

Gouzout a ouzer eo brudet an var gumun abalamour d’an emgann etre armeou Breizh ha bro-C’hall bet dalc’het war dachenn ar gumun e 1488  a lakaas un termen da zizalc’hiezh hor bro.

Er gumun-se avat e teuio Marine Lepen da zerc’hel ur meeting a-benn reiñ lañs da goulzad kabaliñ he strollad evit an dilennadegoù kêr, ha kement-se d’ar Sadorn 26 a viz Here da 12e.

Met Sant Albin n’eo ket Brignoles ha setu m’eo displijet annezidi zo eus ar gumun gant ar fizkoan aozet gant an tu-dehoù pellañ. En em glevet int evit taliñ eus bezañs Marine Lepen hag he mennozhioù gouennelour, kouviet o deus strolladoù ha sindikadoù ar vro da zibuniñ gante evit mirout ouzh an FN «  da lakaat e nerzh da greskiñ e Breizh ».

« N’eus ket ur boubelenn eus Breizh, n’o deus nemet da zerc’hel o loustonioù e Bro-C’hall » eme lod… evit adkas da soñj, gant fent, o doa nac’het ar vretoned e vije douaret loustonioù war dachenn an emgann istorel.

Dizalc’hourien an tu-kleiz o deus roet da c’houzout e teufent da gemer perzh er vanifestadeg a-enep ar faskourien a vo dalc’het d’an devezh se da 1e30 GM (emgav dirak an ti-kêr da 12e30 evit ur pik-nik) evel un toullad strolladoù all.

Keleier Breizh dieub ha sokialour

 

Merc’hed dieub en ur vro dieub !

$
0
0

An tu kleiz dizalc’hour a sav groñs a-enep troioù revelour ha machoour ar c’hannad UMP, Philippe Le Ray, d’an 8 a viz Here er Vodadenn Vroadel Gall.Ouzhpenn bezañ mezv-mat, kannad eil pastell-vro ar Mor-Bihan n’eus ket kavet gwelloc’h evit drevezañ houpadenn ar yar pa oa o kemer ar gaoz Véronique Massenneau, kannadez EELV.

Daoust ma n’eo ket hervezomp  Parlamant Pariz ul lec’h a dabut demokratel, seurt troioù n’hallont ket bezañ gouzañvet nag er gevredigezh nag er vuhez politikel. Er stourm evit ur gevredigezh  kevatalour e rank bezañ doujet gwirioù diazez an holl dud nevern o reizh pe revelezh, o yezh, o orin peotramant liv o c’horc’henn.

Reolataat komzoù a laka tud zo a gostez a servij an tu-dehoù pellañ. Goude ma vez diazezetoc’h-diazezetañ ar Front National hag e vevelien, ar strolladoù hevelebour, gant kenwallerezh ar mediaoù bras e tiskouez a ra splann e ranker stourm war ar pemdez a-enep ar forc’hadur, evit ma vo doujet  gwirioù ar merc’hed.

Gallout a raio c’hoarvezout an digaezhadur a-stroll nemet ma vez digaezet en un doare hiniennel ar re a zo par eus ar gevredigezh.  Krenvaat a ra hor youl da stourm evit digaezhadur sokial ha broadel pobl Vreizh. Evit ma vimp a-benn ar fin an holl, merc’hed ha paotred dieub en ur vro zieub !

Moarvat o doa bet c’hoant stourmerezed zo embann kement-mañ p’o doa adkinklet loch an Aotrou nevez zo.

Tolpadeg a-enep raktres aerborzh PS-Vinci e Naoned

$
0
0

Ur bloavezh goude emgannioù bras, skarzhadennoù ha distrujadennoù war dachennoù Kernitron-al-Lann da vare « Opération César » e talc’h penn  ar stourmerien.

Gervel a ra an tu kleiz dizalc’hour da gemer perzh en tolpadeg lañset gant komiteoù lec’hel Naoned a-enep an aerborzh. Emgav a roomp deoc’h e Naoned d’ar sadorn 19 a viz Here da 2e gm plasenn Vreizh.

                                                         

 

15 000 den evit ma vo dieub ha sokialour ar broioù Katalan

$
0
0

D’ar sadorn 19 a viz Here ez eo mui pe vui 15 000 den o doa dibunet e straedoù Barcelona dindan ar ger-stur « Independencia per canviar-ho tot » (An dizalc’hiezh evit cheñch pep tra).

Galvet e oa bet gant dizalc’hourien an tu-kleiz radikal evit embann e ranko servij Katalounia dizalc’h da ziazezañ ur raktres a zieubidigezh sokial evit mad ar bobl, an demokratelezh, ar servijoù publik, gwirioù ar merc’hed, hep ankouaat gwirioù broadel ha demokratel Katalaniz.

Gouez d’al lec’hienn http://www.llibertat.cat/ e embann an aozerien bezañ laouen eus an niver a dud deuet da vanifestiñ. Darn anezho a oa deuet eus Bro Valencia (a zo perzh eus ar broioù Katalan met en diavez da dirder Katalounia), menneg zo bet graet eus lodenn ar broioù-se ac’hubet gant ar Frañs ivez. E-touesk ar vanifesterien e ranker ober anv eus kannaded ar c’hCUP (Canditura d’Unitat Popular), ar strolladoù Endavant pe MDT, re yaouank Arran, ar sindikad COS, met ivez implijidi a stourm evit difenn postoù labour en o embregerezh…

N’eo ket echu ar c’houlzad « Independencia per canviar-ho tot » eme an aozerien, en em ledanaat a ray e pep korn ar broioù Katalan er mizioù da zont. Gant ar pal rediañ Arthur Mas (prezidant ar Generalitat) da zerc’hel d’e c’her : aozañ ur referendum evit goulenn gant ar bobl ha sevel a ra a-du evit ma vo Katalounia ur stad dizalc’h. « El sí guanyarà si és per fer un país més just i ètic »  da laret eo  « Ha tizhet e vo ar pal mard eo evit sevel ur vroad reizhoc’h ha divezel » eme c’hoazh e katalaneg flour David Fernàndez, unan eus kannaded ar c’hCUP e parlamant Barcelona.

Ober ur republik sokialour Katalan unvan eus Perpinya da Alicante eo pal an dizalc’hourien bet o vanifestiñ disadorn.

Keleier Breizh dieub ha sokialour.

Roazhon: emvod meur Kensavenn Sindikadou ar Broadoù hep Stad

$
0
0

 An dibenn sizhun-mañ e Roazhon e vo dalc’het emvod meur Kensavenn Sindikadou ar Broadoù hep Stad ha kement-mañ gant izili eus 9 sindikad ar gensavenn-se , da lavarout eo : LAB (Bro Euskal), Intersindical-Canaria, STC (Korsika), CUT (Galiza), Intersindical-CSC (Broioù Katalan), USTKE (Kanaky), UGTG (Gwadeloup), CSS (Sardigna) et SAVT (Traonienn Aoste). Aozet eo an darvoud-se gant Sindikad Labourerien Breizh.

Ul lodenn eus an dibenn-sizhun labour a vo digor d’an holl adalek ar gwener 8 a viz Du dre un emvod foran tro-dro d’an tem :

«  Unvaniñ stourm ar renkadoù ha gwir ar pobloù d’en em dermeniñ »

Ur problemategezh a glot penn-da-benn gant keleier sokial hag ekonomikel an deizioù e Breizh.

Digwener : 6e30 LAK Locaux Kennedy Roazhon (métro Villejean)  digor d’an holl.

Sindikad_labourerien_breizh_logo

Prosez ur stourmer evit ar brezhoneg : tolpadeg e Roazhon

$
0
0

Skipailh kenskrivañ Keleier Breizh a dreuskas ar galv embannet gant Ai’ta e keñver prosez unan eus e stourmerien.

1

Pal stourmerien yaouank Ai’ta eo difenn ha brudañ  ar brezhoneg er vuhez foran dre oberezhioù difeuls. Krouet e miz Meurzh 2005 eo deuet stourmerien Ai’ta da dremen dirak lezioù-barn ar vro aliesoc’h-aliesañ. Setu ma z’int difennet ha harpet gant breutaerien ar gevredigezh Skoazell Vreizh a sikour stourmerien Breizh gwasket gant justis ar Stad c’hall a c’hellit kas ho souten arc’hant dezho  dre aze.

Rebechet eo d’ar stourmer eus Ai’ta bezañ lakaet pegsunioù war banelloù kumunioù bro Gerne Fouenant hag ar Forest-Fouenant. Kondaonet e oa bet dirak lez-varn Kemper e Kerzu 2012 da… 7500 euros kastiz.

An Tu Kleiz Dizalc’hour a ziskul groñs politikerezh gwaskus ar justis c’hall, dindan urzhioù dilennedi sokialour ar gumunioù menneget ha presidant PS Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, e-keñver stourmerien ar brezhoneg.

An Tu Kleiz Dizalc’hour a souten penn da benn ar stourmerien a labour evit ma vo anavezet hag ofisiel hor yezh. Gervel a ra an Tu Kleiz Dizalc’hour an holl re tost outañ da gemer perzh en tolpadeg harpañ dirak Parlamant Breujoù Breizh e Roazhon, d’al lun 18 a viz Du da 8e30 beure.

Prosez Ai'ta

                                            

Harpomp pobl ar Filipinez.

$
0
0

Sed aze un destenn bet lakaet e brezhoneg gant ul lenner a zispleg peseurt mod e c’heller sikour pobl ha labourerien enezegi Filipinez goude an tifon Yolanda.

An tifon Yolanda en deus lazhet miliadoù e dud en ur dremen war enezegi Filipinez, ha miliadoù a zo klask war o lerc’h. Tizhet en deus takadoù paourañ ur vro ma vev ar braz eus an dud diwar gounit an douar ha pesketa. 80% eus an tier a zo bet diskaret e takadoù zo. Kalz a besketerien a zo bet distrujet o bigi. Diwar 1000 bag a oa en enezenn Koron e chom 20. Ar parkeier a zo bet drastet a-raok d’an eostoù bezañ graet, er mizioù o tont ez eus arvar bras e yafe war washaat ar c’hudennoù gwallvagañ boas.

An aozadurioù araokadour filipinezat a zo kroget gant al labour ken abred ha devezh kentañ ar gwallreuz evit sikour an dud tizhet gant an tifon Yolanda. Riz ha madoù diazez a zo kaset, met ezhomm o deus an aozadurioù-se eus ar c’hengred etrebroadel. Sklaer eo ar galv a reomp deomp : Filipiniz a rank talañ ouzh eus gwallreuz digent. Fromet bras omp, startomp  al luskad skoazell !

Hogen n’hallomp ket asantiñ e vefe implijet hor from gant ar re a laka ar vro dindan o beli hag a zo jeu kenetrezo evit kavout o zu an eil war egile. Ezhomm he deus ar bobl da vezañ sikouret bremañ-diouzhtu. N’eus nemet tud korvoet evelto a c’hell degas ar sikour-mañ. An hevelep interestoù a zo ganeomp, hag an hevelep enebourien ivez. Tud c’hloaziet a c’hortoz e vije graet war o zro, tier zo da vezañ adsavet, aozadurioù stourm a rankomp reiñ sikour dezho. Luskañ a reomp amañ ur galv evit ma vefe kaset arc’hant d’an aozadurioù araokadour a c’hell skoazellañ ar boblañs tizhet, gwelloc’h eget forzh piv all. An arc’hant rastellet a vo roet da vBAYAN (Bagong Alyansang Makabayan), a zo un emglev etre un toullad a aozadurioù araokadour eus Filipinez, a stroll meur a rummadoù-tud (peizanted, annezidi ar c’hervidonioù, ar maouezed, h.a.).

Bevet ar c’hengred renkadel !

Kengred gant pobl Filipinez !

 

Reiñ ur skoazell arc’hant :

http://www.youcaring.com/medical-fundraiser/solidarit-avec-le-peuple-philippin/105737

 
Solidarités Philippines

balsa2013


Ur prosez politikel evit stourmer Ai’ta

$
0
0

D’al lun 18 a viz Du eo en em gavet Padrig Laurent, stourmer eus Ai’ta dirak lez-varn engalv Roazhon evit bezañ peget pegsunioù ouzh panelloù henchañ kumunioù Fouesn ha Forest-Fouesn. Ur c’hant den bennak zo  deuet d’an tolpadeg aozet gant Ai’ta dirak Breujoù Breizh e Roazhon. En o zouez, an tu-kleiz dizalc’hour, UDB, Strollad Breizh, burev Skoazell Vreizh, Lena Louarn, bez-brezidantez Rannvro Breizh e-karg eus yezhoù Breizh, Jean Ollivro, kelenner douaroniezh e Skol-Veur Roazhon 2, aozerien ar Redadeg hag an tri zest Kristian Troadec, maer Karaez ha kuzulier-departamant Penn-ar-Bed, Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, Yoran Delacour, embanner.

           2

Klemm a oa bet savet gant an kumunioù Fouesn ha Forest-Fouesn ha kuzul departamant Penn ar Bed.

Er prosez kentañ e miz Kerzu 2012 e oa bet kondaonet da 7500 euros kastiz : un dell-gastiz 1 000€, 5 000€ digoll mui 1 500€ mizoù proseziñ goulennet gant kumunioù Fouesn, Forest-Fouenn ha departamant Penn-ar-Bed.

A-raok ma krogfe ar prosez, unan  eus mouezhioù-aotret Ai’ta en deus graet  « prosez ar brezhoneg » deuzoutañ hag Erwan, Lemoine breutaer  ar stourmer,  en deus graet-eñ un diouer a zemokratelezh deus ar fed ne vefe ket ar brezhoneg par d’ar galleg er vuhez foran.

Padrig Laurent en deus anzavet bezañ peget pegsunioù. Un oberenn bolitikel eo hervezañ rak eo unan eus palioù  Ai’ta eo kaout un divyezegezh hollek war ar r panelloù-henchañ. Ma vefe e Penn-ar-Bed pe departamantoù all e Breizh.

An tri zest o deus lakaet war wel eo seurt oberennoù ur respont d’ar bolitikourien e penn ar jeu er vro pe e Bro C’hall. Ur respont d’an diouer a blas evit ar brezhoneg er vuhez foran. Pe hini… pe kentoc’h pe re ? Arguzennoù mil anavezet dija hag o deus adtapet mod pe vod Kristian Troadec, Tangi Louarn pe Yoran Delacour. N’eo ket hor yezh en ofisiel,  daoust da bromesoù danvez prezidant Bro C’hall François Hollande da beursinañ Karta Europa ar yezhoù bihanniver, ar budjet gouestlet d’ar brezhoneg ( daoust dezhañ bezañ kresket) gant ar strollegezhioù lec’hel a chom re izel ha ne vez ket lakaet e pleustr betek penn dibaboù divyezhegezh ar panneloù-henchañ.

Ar breutaer, Erwan Lemoigne, en deus-eñ lakaet war wel n’en doa ket gellet ar stourmer en em zifenn er prosez kentañ  ha ha n’eo ket doujet gwirioù yezhel ar stourmer . « Ma fratik en deus ar gwir d’ober gant ur yezh disheñvel diouzh ar galleg er vuhez foran ha privez » , emezañ. Goulenn a ra eta e vefe dizalc’het Padrig Laurent.

Breutaer Kuzul Departamant Penn-ar-Bed a c’houlenn, evel ar prokulor, e vefe lakaet barnadenn ar prosez kentañ da dalvezout.

Roet e vo an disoc’h d’an 9 a viz Kerzu.

« Brezhoneg yezh ofisiel  » o deus huchet a vouez penn difennerien hor yezh o tont maez eus sal prosez al lez-varn. Goude prosezioù politikel Stourm ar Brezhoneg er bloavezhioù 80 ha 90, reoù Ai’ta er mare-mañ, pet prosez all e vo ret gortoz evit ma c’hoarvezo ? Ne zeuio ket an diskoulm deus Pariz morse . Deus ur parlamant lec’hel gant ur galloud lezennel ne lavaromp ket.

                    3

 

Bretagne-Info.

Skoaz-ouzh-skoaz gant ar vicherourien e Karaez !

$
0
0

Gervel a ra an Tu Kleiz Dizalc’hour da vanifestiñ a-gevred gant ar micherourezed hag ar vicherourien o stourm e labouradegoù Tilly Sabco, Gad ha Marine-Harvest. Disadorn 30 da 1egk dirak ti-gâr Karaez.

Keleier Breizh a embann aze ar galv savet gant ar c’homite evit derc’hel al labour e Breizh.

 

Tract_Uhel_Carhaix_Bonnets_Rouges_30_11_13 brezhoneg

Bonnedoù Ruz : Interview/Atersadenn Gael Roblin (An Taol-Lagad 02/12/13)

$
0
0

Kaoz zo bet deus manifestadeg ar Bonnedoù Ruz e Karaez en Taol Lagad, keleier Frañs 3 e brezhoneg. E-touesk an dud aterset, adkavomp aze Gael Roblin, ezel eus an Tu Kleiz Dizalc’hour.

Le sujet d’An Taol Lagad du lundi 2 décembre portait sur la manifestation des Bonnets Rouges à Carhaix. Plusieurs personnes ont été interviewées en breton, dont Gael Roblin, membre de la Gauche Indépendantiste.

 

Kinnig Keleier Breizh : atersadenn radio.

$
0
0

D’an 3 a viz Kerzu 2013 e oa bet roet ar gaoz da gKeleier Breizh e brezhoneg gant Radio Kerne. Kinnig a ra Fabris Cadou hol lec’hienn kelaouiñ nevez hag e tistro war darvoudoù ar Bonnedoù Ruz. Atersadenn kaset da benn e-pad 10 munutenn gant Laetitia Fitamant.

    2

Le 3 décembre 2013, Radio Kerne a donné la parole à Bretagne Info. Fabris Cadou présente notre nouveau site d’information et revient sur les évènements des Bonnets Rouges. L’entretien est réalisé pendant une dizaine de minutes par Laetitia Fitamant.

Devezh etrevroadel evit gwirioù ar merc’hed. Manifestadeg e Roazhon.

$
0
0

Embann a reomp dindan an destenn savet gant gwegelourezed Roazhon a c’halv da vanifestiñ hiziv, d’an 8 a viz Meurzh, devezh etrevroadel evit gwirioù ar merc’hed; da 2e30 gm plasenn Stz Anna e Roazhon.

Gervel a ra an tu kleiz dizalc’hour da zibuniñ a gevred gante.

 

1964845_594196894000432_1690753884_n

D’an 8 a viz Meurzh un devezh stourm gwregelour radikal, enepkapitalour, enepfaskour hag etrevroadelour!

D’an 8 a viz Meurzh e vo « lidet » ganeomp ur wech ouzhpenn devezh etrevroadel gwirioù ar merc’hed.

N’emaomp ket hiziv en ur prantad ma stourmer evit gounit gwirioù nevez met kentoc’h en ur prantad ma ranker stourm enep an dud a fell dezho krignat ar gwirioù zo bet gounezet dre stourm garv ar re koshoc’h evidomp.

Ur c’hammed brav en araok eo bet ar gwirioù-se, daoust m’emaomp pell c’hoazh a gaout un ingalded merc’hed/paotred, met hiziv koulskoude emaint lakaet en arvar.

E penn araok ar re a c’houzañv frouezh enkadenn ar gapitalouriezh emañ ar merc’hed hiziv-an-deiz.

Da gentañ peogwir ez eont d’ober an darn vrasañ eus an dud a vev en diasur, taget gant an dilabour, ar steuñvoù sokial, taget gant stad al labour o vont war washaat, taget c’hoazh gant ar c’hrennañ a vez graet d’ar budjedoù war dachenn ar yec’hed, ar sokial hag an deskadurezh.

Da eil peogwir eo broudet mennozhioù an tu dehou pellañ abalamour da enkadenn ar gapitalouriezh. An tabut diwar-benn an eured evit an holl en deus roet da glevet soñjoù c’hwerv ha divalav war seksualegezh ar merc’hed (genel bugale, kaout darempredoù gant paotred, hag kuit dre eno).

Enep ar revelouriezh pemdeziek, enep da gement tra dizingal gouzañvet gant ar merc’hed met ivez gant an dud trañs hag al lesbianezed, enep d’an adsav kristen ha faskour a vag kas ouzh ar vuzulmaned hag a ra da gorf ar merc’hed bezañ un digarez evit brudañ un harz broadel hag ur feiz kristen, sañset bezañ an diskoulm nemetañ e-tal d’un islam radikal az aje war gresk.

Da skouer, ur giladenn vantrus evit an holl verc’hed hag al lesbianezed eo ar fed skarzhañ ar gwir d’ar PMA. N’eo ket gant ur renkad politikel fallokrat e vo difennet gwirioù ar merc’hed.

Degasomp da soñj ivez soñjoù put an daou gannad eus Breizh, Isabelle Le Callennec ha Marc Le Fur, kilstourmerien a-vicher anezho, o deus bet c’hoant n’eus ket keit-se ‘zo, evel o c’henseurted eus Stad Spagn, da grignat ar gwir diforc’hañ en ur ginnig ne vije ket digollet ken.

En abeg d’an holl draoù-se hon eus dibabet e vo devezh an 8 a viz Meurzh un devezh stourm gwregelour radikal, enepkapitalour, enepfaskour hag etrevroadelour.

Kazel-ha-kazel ez eomp gant an holl vaouezed, lakaet a-gostez, taolet e puñs an ankounac’h, harluet, kuzhet diouzh selloù an dud. Kazel-ha-kazel gant ar merc’hed toull-bac’het, ar stourmerezed moustret, muioc’h eget den, gant gwaskerezh dall ar sistem. Kazel-ha-kazel c’hoazh gant a re a vez skrapet o gwirioù digante, a vez laeret o familh hag o frankiz digante. Youc’hal ha trouzal a vo graet hirie, asambles gant an holl re na glever morse !

     1908228_673391536032249_1254853864_n

Manif Naoned : skoazell etrevroadel

$
0
0

Kalzig a dud a zo gortozet e straedoù Naoned a-benn disadorn evit goulenn groñs ma vo unvanet hon bro ha savet ur parlamant e servij ar vretoned.

Un toullad aozadurioù etrebroadel o deus roet da c’houzout e oant skoaz-ouzh-skoaz gant ar vretoned a zibuno niverus.

Iwerzhoniz Republican Sinn Fein o doa embannet un nebeud deizioù zo o « Solidarity with our comrades in the struggle for Breton réunification & Indépendance from France » evel m’o doa graet d’o heul Kembreiz « Yr Aflonyddwch Mawr » .

En ur pennad embannet war o lec’hienn, DARREU aozadur an dispac’hourien yaouank a vro Astur a embann int ivez o c’hengred gant pobl Breizh. Liammet eo DARREU gant ar strollad Andecha Astur a zo e darempred gant dizalc’hourien an tu-kleiz amañ e Breizh abaoe meur a vloaz.

Okitaniz ha dispac’hourien ar strollad Okitan LIBERTAT o deus roet da c’houzout e teufont betek Naoned da zibuniñ ha da lakaat o bannieloù ruz da strakal a gevred gant re manifesterien Naoned, kerzhet a refont gant dizalc’hourien an tu-kleiz.

 

llogu-darrc3a9u1

 

Iwerzhon : Ul lañs nevez gant stourmerien ar gouezeleg ?

$
0
0

E-korf un nebeud sizhunvezhioù ez eus bet aozet un toullad mat a zarvoudoù evit difenn ar gouezeleg en Iwerzhon. Ur mor a dud en doa kemeret perzh e Rith (Redadeg ar vro !) ha da heul e oa bet div vanifestadeg ledan a-walc’h e Dulenn hag e Belfast.

Ur vreizhadez yaouank harluet eno evit he studioù he deus kaset deomp un testenni a embanomp amañ dindan.

Trugarez vras dezhi evit ar skrid !

Kentelius ez eo gouzout e talc’h Iwerzhoniz kar-o-yezh gant o stourm enep youl fall parlamant Stormont an Hanternoz a chom dindan beli Rouantelezh-Unanet koulz hag e republik ar c’hreisteiz daoust m’emañ sañset kenofisiel  ar gouezeleg el lodenn se eur ar vro.

Keleier Breizh Dieub ha Sokialour.

10276476_10151969556830213_1536062220_n

 

“An lá Dearg” e Belfast

6 sizhunvezh goude ar vanifestadeg bet dalc’het e Dulenn anvet « Lá Mór na Gaeilge », (devezh bras ar gouezeleg)  e lec’h e oa en em vodet kalz eus gouezelegerien  Iwerzhon (eus an norzh kement hag ar Su) manifestet zo bet adarre evit o yezh vroadel e  Belfast d’ar sadorn 12 a viz Ebrel dindan ar ger-stur “An lá Dearg”, (an devezh ruz) a oa  krog e Cultúrlann da 2e GM hag echuet er Custom House Square e kreiz-kêr Belfast.

Pal ar vanifestadeg a oa goulenn kevatalder, gwirioù ha justis evit ar gouezeleg hag evit an dud a gomz ar yezh.

Sed aze azgoulennoù ar c’houlzad :

• Ul lezenn diazez evit gwirioù ar gouezeleg en Hanternoz.

• Ma vije ret da c’houarnamant lec’hel an Hanternoz (hini parlant Stormont) lakaat e pleustr un hentenn a zeskadurezh en Iwerzhoneg.

• Ma vije arc’hantaouet ha harpet en un doare dereat kumuniezh ar ouezelegerien.

Arru  eo skuizh an dud gant ar gouarnamant na ziskouez interest ebet evit ar gouezeleg. Seán Ó Cuirreáin, komiser ar yezhoù ofisiel e Bro-Iwerzhon en doa roet e zilez rak ar santimant en doa bezañ dic’halloud dirak ar gouarnamant.

Hervezh an aozerien e oa bet betek 10 000 den o vanifestiñ e straedoù Belfast, « Dearg lá Fearg ! » (Fuloret ruz) a veze huchet gant an dud gour kement hag ar re vunud.

War an hent ez eus bet tro da welet un dornadig lealourien gant banniel ar Rouantelezh-Unanet oc’h ober saludoù nazi d’an dud o vanifestiñ pa oa pell muioc’h a re all o stlakañ o daouarn evit diskouez o skoazell a-hed an hent.

Ul leurenn a oa bet staliet er Custom House Square evit degemer an dud. Kemeret e oa  bet ar gaoz gant skolidi o c’houlenn doareoù trueuzdougen evit mont d’ar skol* ouezelek, gant an aozerien met ivez gant sonerien ha danserien. Aozet zo bet ur sonadeg vras diouzh noz gant strolladoù rock, punk ha reggae a gan e Gouezeleg.

Hervez an aozerien, ar pal a zo aozañ un dra nevez e Gouezeleg bep 6 sizhun  da zerc’hel gant ar c’houlzad . Ne vije dre ret ur vanifestadeg, met sonadegoù pe darvoudoù all , evit diskouez diskouez o youl da vezañ trec’h ha diskouez emañ ar gouezeleg perzh eus o vuhez pemdeziek. Kredapl eo  eta ne ra nemet kregiñ ar stourm nevez evit m’az afe war-raok yezh an Iwerzhoniz en daou du eus an harz .

*(nac’het eo bet dezho an transportoù pe ar yalc’hadoù peogwir emaint o vevañ tost diouzh ar skol  a vefe tu dezhe mont  war-droad betek enni. Diaes eo en ober  , kar ez eo ret treuziñ ur c’harter protestant .Ar  pezh a chom dibosubl d’ober en en ur mod didrabas  c’hoazh hiziv an deiz e Belfast . Bemdez e savont da 6e30 evit kemer ur bus a ra un distro vras evit mont  betek ar skol)

belfast gouezeleg

 gaielge


Ur rust a zegemer evit an UKIP e Edinburgh

$
0
0

Er Rouantelezh-Unanet evel un tammig e pep lec’h en Europa e klask kilstourmerien a bep seurt, gouennelourien ha faskourien lakaat bec’h war an divroidi a vije kablus deus an enkadenn ha deus holl diaesterioù labourerien ar c’hevandir.

Setu ma klask ar strollad UKIP (United Kingdom Independence Party/Strollad evit Rouantelezh-Unanet Dizalc’h) ober e vad eus an aergelc’h se evel ma ra an FN er c’hwec’hkorn da skouer.

An hevelep prezegenn pe dost a vez dalc’het gant an daou strollad : dispriz an estranjourien, ar repuidi ekonomikel (dreist-holl ar vuzumalned), tagañ ensavadurioù Europa, ha kanañ meuleudioù oad aour an trevadennoù hag an impalaerezhioù kozh. Hep ankouaat, anat deoc’h, derc’hel kaozioù disprizius diwar-benn ar maouezed hag an heñvelreizhidi.

Boaz e vez ar vretoned da glevet Marine Lepen pe he zad tagañ hor yezh pe difennourien an disterañ galloud politikel e Breizh kar e lakafent en arvar unvaniezh sakr ar Frañs peurbadus.

An UKIP deus e du a embann faro pegen pouezus eo difenn ar « Britishness » hag identelezh ar rouantelezh e-lec’h ma vez taget. Da lavarout eo : e Skos gant an dizalc’hourien hag e hanternoz Iwerzhon.

Gouez d’ar sontadegoù e c’hellfent rastellaat un niver uhel-tre a vouezhioù e dilennadegoù Europa.

Diaesoc’h e vo ar jeu er Skos moarvat.

Pa ouezer ne chom nemet ur c’hannad gant mirourien Londrez e Skos, enebourien daonet frankiz ar vro anezho, ez eo sklaer e vo ret d’an UKIP poaniañ war an dachenn evit bezañ degemeret kenkoulz e bro Alex Salmond. Disfi bras zo gant Skosiz ouzh an dud a vez ken prim o taoulinañ dirak galloud Londrez hag oc’h azeuliñ dirak dismantroù ur rouantelezh o deus c’hoant bras da guitaat.

Nigel Farage, penn listennad roll an UKIP evit mouezhiadegoù dibenn miz Mae a oa gortozet e Edinburgh d’ar Gwener 9 a viz Mae.

Tost da 500 den a oa deuet dirak ar sal e lec’h en doa gellet Nigel Farrage kaozeal dirak un nebeud tre a dud (un daouzek bennak !) ha kement mañ a drugarez d’ar polis a vire ouzh ar vanifesterien drouzus da vont pelloc’h. 500 den deuet diwar atiz an talbenn anvet Radical Independence Campain ha Strollad Sokialour Skos (SSP dizalc’hourien an tu-kleiz pellañ). Ur framm politikel an hini eo ar RIC evit strollañ ar sindikalourien, ar gwregelourezed, difenourien gwirioù mab-den, komunourien ha sokialourien a zifenn mennozh Skos dizalc’h en ur embann o c’hoant a justis sokial.

Un digarez brav eo bet evite avat a-benn adembann ez eo stag an daou stourm hag evit dizkouez n’eo ket degemeret mat broadelourien ha faskourien an UKIP e douaroù ar « Rouantelezh » a zo sañset bezañ unanet, ha kabaliñ war an dro evit ma vo votet « YA » da vare ar referandum a vo dalc’het d’an diskar amzer e  Skos.

Kembreiz disuj evit dazont o yezh.

$
0
0

Un tamm bec’h oa bet en deizioù kent kostez Kembre.

Dilun paseet e oa bet ur stourmer ha div stourmerez evit ar c’hembraeg o skrivañ luganoù ouzh savadur burevioù gouarnamant Kembre, en Aberystwyth.

Dre an disujidigezh e fell da dud Cymdeithas yr Iaith (Kevredigezh ar Yezh) reiñ da c’houzout pegen treut ha dister eo bet oberoù Carwyn Jones, kentañ ministr Kembre, betek-henn. Tremen poent eo da ouarnamant Kembre diskouez ur gwir youl da dennañ ar c’hembraeg diouzh al lagenn emañ sac’het enni. An niveridigezh diwezhañ he deus lakaet splann war wel penaos ez ae ar c’humuniezhoù kembraek* war ziskar buan. 3000 yezher az a diwar wel bep bloaz… Pa oa 92 kumuniezh kembraek e 1991 ne chom nemet 39 e 2011. Un nebeut mizioù ‘zo c’hoazh e oa bet Cymdeithas yr Iaith o chadennañ e dud ouzh ar memes savadur, ha memes mod a oa bet graet e Llandudno miz a-raok.

Evel ma lâre Ned Thomas e-barzh The Welsh Extremist, levr brudet tramor : « Everywhere direct action is the child of bureaucracy ».

Salv ma kendalc’ho kembreiz gant o stourm evit o yezh !

Ha ma rafemp-ni evelto ?
Breizhiz prest da c’hounez an adunvaniñ en desped da ouarnamant Pariz ? Ar bonedoù ruz ? Ar ZAD ? … ma n’eo ket hirie e ranker stourm evit gounez traoù evit ar brezhoneg ne vo ket arc’hoazh…

Buhez hir d’an dud disuj !
Brezhoneg ofisiel e Breizh !

Tomaz L.J.

* e-lec’h m’emañ c’hoazh ar c’hembraeg yezh pennañ an darempredoù etre an dud.protest-web

Vidéos de la manifestation contre les répressions à Nantes

$
0
0

Images de la manifestation et interview de Gael Roblin (3ème sur la liste NPA/Breizhistance aux Européennes) à propos de la candidature d’Enguerrand (prisonnier politique, 11ème sur la liste), du programme, des alliances avec le NPA, etc.
Lecture de la lettre de prison d’Enguerrand par sa compagne Maeva, puis prise de parole de Sandra Cormier du NPA (2ème sur la liste) et d’Annaïg, l’une des organisatrices de la manifestation et membre du Comité de soutien à Enguerrand (soutien.enguerrand@riseup.net).

Atersadenn Gael Roblin e brezhoneg e Naoned e-pad manifestadeg kengred gant ar re toull-bac’het ha gloazet d’an 22/02.

Ya d’ar referundom evit ur Parlamant en Breizh adunvanet ! An holl da Naoned d’ar sadorn 28 !

$
0
0

A-benn reiñ ur respont d’an adreizh tiriadel kinniget gant ar gournamant gall e c’halv an tu kleiz dizalc’hour (Breizhistance-IS) an holl dud tost ouzhomp kement hag ar re a sav a-du gant adunvanedigezh Breizh da vanifestiñ d’an 28 a viz Even en Naoned da 2e goude merenn dirak prefeti Liger-Atlantel, da heul galv 44=BZH.

@spreadshirt.net

@spreadshirt.net

A-raok ma krogo an dibunadeg, restaolomp hor c’hartenn dilenner, evel ma vez goulennet gant strollad 44=BZH.

D’an 2 a viz Even, e voe kinniget an adreizh tiriadel gant François Hollande goude ma voe bet meur a dammginnigoù arouezus d’un doare d’ober kamm-digamm peotramant war ar prim. Un doare d’ober a lazh an demokratelezh poblek hag a laka war wel ur geusteurenn etre baraoned sokialour lec’hel.

Goude bezañ lakaet spi e penn a dud, ar vretoned hag ar bretonezed a stourm abaoe bloavezhioù evit ma vo adnunvanet ar vro zo dipitet-spontus gant an adreizh tiriadel-mañ. Didrouzoù pe cheñchamantoù sav-poent a-daoltrumm gant dilennedi zo a ziskouez spalnn n’eo ket empleget a-walc’h, na dost, ar rummad politikel breizhad e-tal ar galloud kreiz.

Kirriegezh ar PS, e varoned lec’hel kement hag e aparatchiked yaouank e penn ar jeu, zo bras-spontus evel just. Auxiette, enebour Brezih a-viskoaz, kement ha maered Brest, Naoned, Sant Nazer ha Roazhon (François Cuillandre, Johanna Rolland, David Samzun ha Nathalie Appéré), Emmanuel Couet (preziadant Meurgêr Roazhon) o deus embannet a-unvouezh int evit ma vo kendeuzet Breizh ha Broioù al Liger. Kensinet o deus un destenn d’ar 26 a viz Mae. Philippe Grosvalet, prezidant kuzul Departamant Liger-Atlantel a beur war ar memes tachenn. Menneg ispisial da François Cuillandre ha Nathalie Appéré memestra evit bezañ troet penn d’o bazh. D’ar 25 a viz Even 2009 en doa kuzul-kêr Brest hetet an adunvanedigezh. Kuzul-kêr Roazhon, pa oa kuzulierez gentañ Nathalie Appéré, en doa hetet d’ar 4 a viz Ebrel 2009 o kemer e kont “istor ha sevenadur Breizh a ya pelloc’h evit he harzhoù melestradurel a-vremañ. »

Ar vinistrez e-karg eus an digreizennañ, Marylise Lebranchu, he doe kinniget ur wellidigezh, gant kanaded all, e Kerzu 2011, a-benn adunvaniñ ar vro. Hi an hini eo he deus a-raok ar re all troet penn d’he bazh e-keñver Breizh. E anv ar gouarnamant ar wech-mañ, e Kerzu 2013, eo savet a-enep gwellidigezh De Rugy-Le Fur. Aze he deus treitouret he dilennerien hag he dibaboù embannet disehan e-kerzh votadeg diabarzh ar PS (ar re a zibabo Hollande evit mont war renk an dilennadegoù prezidant) kemenent a reoù ar prezidant hag ar gannaded.

Ministr an Difenn, Jean-Yves le Drian, n’eo ket direbech ken nebeut. Eñ a glaostre war a fed e c’hallje Liger-Atlantel bezañ staget ouzh Breizh dre ur gwir da zibab roet d’an departamantoù da cheñch Rannvro zo faziet. Valls kement ha Vallini, sekretour Stad e-karg eus an adreizh tiriadel, o deus stanket an hent-mañ buan-tre.

An holl dilennidi-mañ sañset derc’houezañ ar bobl o deus divizet kenetreze hep bezañ roaet ar gaoz d’ar gevredigezh: ya int skeudenn deus an oligarc’hiezh teknokratel ! Ur geusteurenn etre mignoned a faot dezho mirout o zachenn hep kemer e kont kemenadenn splann kaset dezho gant o dilennerien e miz Meurzh ha Mae tremenet.

Manifestadeg Naoned. Ebrel 2014

Manifestadeg Naoned. Ebrel 2014

Emglevigoù etre mignoned o defe aon e tistabilfe Breizh Republik Bro C’hall unanet ha dirannadus ? “ An adunvanedigezh a zigorfe an hent evit an azgoulennoù identelezh “ eme an istorour Herve Le Bras, tost ouzh Auxiette. Da vihanañ e embann sklaer ha splann pezh a soñj jakobined e-leizh.

A-unvouezh eo dilennidi vras ar PS hag an UMP eta. En em santout a ra sur a-walc’h e-unan er PS breton eta prezidant rannvro Breizh, Pierrick Massiot, a c’houlenn e vefekrouet ur vodadenn evit Breizh.

An adreizh-mañ he dije ranket boutañ war-zu an demokratelezh lec’hel, lakaat da dalvezout un aozadur tiriadel poellek ha doujus a-benn ar fin eus c’hoant lod vrasañ ar vretoned kaout ur vro adunvanet. An adreizh-mañ zo bet aberzhet. Gwashoc’h c’hoazh, kanmeulourien ar frankizouriezh armerzhel a laka anezhi da bellaat ouzh he fal evit ober deuzouti ur beñveg a vago o frofaganda ideologel : hini digresk an dispignoù foran.

Ar sekretour Stad e-karg eus an adreizh tiriadel, Vallini, a justifi anezhi gant ar brizespernoù a vije a-drugarez dezhi : « 250 miliard a euroioù eo budjed ar strollegezhoù lec’hel. Ar re arbennikañ a soñj dezho e c’hellfer espernañ etre 5 ha 10% deus ar budjed, da lavaret eo etre 12 ha 25 miliard a grenn dermen. Pezh a zo kalz. Hep menegiñ ar c’hounid war an amzer hag an efedusted a zo diaes da jediñ met n’int ket dister evel just.”, emezañ.

Koulskoude, memes ma saver a-du gant seurt sav-poent, disheñval-mat eo gwirionez ar sifroù. E 2012, hollad dispignoù ar rannvroioù a oa 28 miliard a euroioù, da lavaret eo 12% eus hollad ar strollegezhoù lec’hel. War an 28 miliard, 17 a zo par eus an dispignoù mont-en-dro. En dispignoù mont-en-dro, 11 miliard a zo dispignoù liammet gant ar c’helenn, ar stummañ vicherel, an treuzdougen. Touellañ an du eo eta lavarout e vefe espernet etre 12 ha 25 miliard.

D’an 13 a viz Even hon eus gouezet en deus dibabet kuzul-departamant an Oise aozañ ur referendom evit goulenn ali e annezidi diwar-benn raktres stagadur Picardie ouzh Champagne-Ardennes. Penaos ‘ta pezh a vez moian da aozañ en oise na vije ket en Liger-Atlantel ?

Neuze, ya, mallus eo aozañ ur referundom en Breizh evit ar gwir d’en em dermeniñ, aozet gant an diaz, lec’h ma vije votet war grouidigezh ur Parlamant en Breizh pemp departamant.

D’an 28 a viz Even, diskouezomp omp mennet evit lakaat trawalc’h a wask war ar gouarnamant evit ma vo Breizh adunvanet !
D’an 28 a viz Even, diskouezomp omp mennet, er straed, evit aozañ ur referundom evit ur Parlamant en breizh pemp departamant.

Ne vezer ket trec’h hep stourm, stourmomp betek an trec’h !

Manifestadeg Naoned. Ebrel 2014

Manifestadeg Naoned. Ebrel 2014

Breizh gant Palestina

$
0
0

Dre ar bed holl ne zihan ket morioù a dud da ziskenn er straedoù evit ma paouezo stad Israel da vonbezenniñ poblañs Gaza.

E Breizh evel e kalz a vroioù all ez eus bet aozet manifestadegoù liesseurt en deizioù tremenet evit embann kengred ar vretoned gant pobl Palestina en he stourm a zieubidigezh vroadel.

Kement mañ zo bet gwir e Kemper, Brest, Naoned, Roazhon, Sant Maloù…

Manifestadegoù all a vo dalc’het ar sizhun mañ , galvet oc’h da vont niverus gant ho pannieloù !

E Roazhon d’ar merc’her 16 a viz Gouere da 6e noz dirak an ti-kêr.

E Gwened  d’ar merc’her 16  da 7e noz ha d’ar sadorn 19 a viz Gouere  da 3e goude merenn war ar porzh mor.

 E Montroulez d’ar merc’her 16 a viz Gouere dirak an ti-kêr da 6e noz.

10482926_819458628072119_5685083971641604612_n

Viewing all 199 articles
Browse latest View live