Quantcast
Channel: Brezhoneg / Articles en Breton – Bretagne Info
Viewing all 199 articles
Browse latest View live

« Arvarus e vije ma teuje Katalounia da vezañ dizalc’h… » eme Manuel Valls

$
0
0

Plijout a ra da vManuel Valls embann bep a vare en deus gwrizioù kostez Barcelona e Katalounia ha gant stad Spagn dre vras.

Bez emañ en deizoù kentañ maodiern ar Frañs o pourmen en tu all d’ar Pireneou evit kejiñ ouzh e genseurt Mariano Rajoy hag ouzh Roue nevez ar stad.

Gouez d’ar gelaouenn dizalc’hour Katalan en linenn Llibertat en defe embannet d’ar c’helaouennoù stad e Madrid e vije arvarus evit Katalounia mont da stad dizalc’h. Dañjerus eta evit Katalaniz met ivez evit stad Spagn hag Europa.

logotip_llibertat.cat_

Ouzphennet en doa « Fellout a ra deomp derc’hel gant ur stad spagn kreñv, sed aze ar pep pouezusañ », pe c’hoazh « Ma krog ar broadoù-stad da zisrannañ e vo lakaet diaes Europa».

Gortoz a ra pobl Katalounia e vefe roet dezhi an tu da reiñ he soñj dre ur referandum da vare an diskar amzer, ken buan eo kresket ar mennozhioù dizalc’hour er bloavezhioù kent.

Anat eo en defe dizalc’hiezh Katalounia ul levezon politikel kreñv e peurrest ar broioù Katalan (Inizi Balear, tachenn ar gwalarn, ha bro Valencia…), er stad Spagn a-bezh abalamour da c’hoantoù frankiz ar broadoù all hep stad a vev dindan he beli koulz hag er Stad c’hall a vez ac’hubet ganti hanternoz Katalounia (Bro bPerbinya) hag un toullad broioù all evel hon hini, da skouer…


Devezh broadel Galiza 2014

$
0
0

D’ar 25 a viz Gouere eo bet lidet evel bep bloaz abaoe 1919 « Día da Patria Galega », devezh broadel Galiza gant holl vroadelourien ha dizalc’hourien ar vroad a vev dindan beli stad Spagn.

20 000 den gant ar BNG.

Ar bloaz mañ ez eo tost da 20 000 den o deus kemeret perzh el lid aozet gant ar BNG (Bloque Nacionalista Galego) e Sant-Jakez. Ar BNG zo un talbenn, ennañ meur a strollad broadelour ha sokialour, a stourm abaoe 1982 evit ma c’hellfe broad Galiza bezañ gouest da zibab he dazont ha da sevel ur gevredigezh diazezet war ar c’hengred, an demokratelezh, hag ar souvereniezh vroadel.

« Demokratelezh, Souveneriezh ha gwirioù sokial evit Galiza», sed aze al luganioù pennañ zo bet azgoulennet gant ur mor a dud. Meur a strollad eus Katalounia, Euskal Herri pe Skos o doa graet beaj Sant-Jakez ivez da ziskouez o c’henskoazell gant ar c’halizianiz kar-o-bro.

Er prezegennoù koulz ha war ar c’hitonioù n’eo ket ankouaet pobl Palestina a c’houzañv kalz er mare-mañ.

Anv a ranker ober eus sindikalourien ar CIG (ur sindikad stourm galloudus eus metou an dizalc’hourien gant 80 000 ezel) deuet gant gitonioù diwar-benn ar vicherourien skarzhet eus labouradeg Citroen Vigo.

Pouezet ez eus bet kalz war ar mennozhiou kontrol da boell ar frankizouriezh a gaver e prezegenn bolitikel ar BNG, en un doare lojik met muioc’h eget biskoazh dre m’o deus ranket, er mizioù kent, milliadoù a dud yaouank mont d’an harlu abalamour d’an enkadenn ekonomikel…

War al leurenn ez eo bet lakaet war wel stourm ar merc’hed a-enep d’ar patriarkiezh liammet gant ar stourm a zieubidigezh vroadel ur wezh ouzhpenn, gant un heklev kreñvoc’h, moarvat, e kalon ar stourmerezed deuet da zibuniñ dindan stered ruz ar bannielou gwenn ha glas abalamour d’al lezennoù nevez votet e Madrid a vir ouzh merc’hed Stad Spagn da ziforc’hiñ.

Ha gant an dizalc’hourien all ?

Meur a strollad politikel dizalc’hour pe broadelour zo ouzhpenn d’ar BNG. Gant nebeutoc’h a levezon.

Int ivez avat o doa kerzhet e straedoù kerbenn Galiza d’ar 25 a viz Gouere.

En o zouez e c’heller ober anv eus A NOVA, ur strollad renet gant Xose Manuel Beiras (bet e-pad pell e penn ar BNG) a vez techet da glask mont a gevred gant komunourien Bro-Spagn.

Dizalc’hourien liesseurt an tu-kleiz radikal bodet en talbenn NOS-UP o doa lakaet un nebeud kantadoù a vanifesterien e straedoù Sant-Jakez dindan al lugan « Evit ur republik sokialour ha gwregelour e Galiza », evit klozañ o dibunaneg ez eus bet plantet tan e banniel rouantelezh Spagn. Taer e vezont gant ar BNG, a vefe (herveze) re sokial-demokrat, ha troet da varc’hata gant ar c’hevala hag ar sokialourien. Evit poent ma kred luskad NOS-UP mont war ar renk pa vez votadegoù kêr n’o dez tamm pouez ebet en ensavadurioù. Un tech a glaskont kempouezañ en ur vezañ oberiant tre er stourmoù sokial, er straedoù, e-touesk ar re yaouank.

Deus e du e embann CEIVAR (aozadur stourm evit ar brizonidi bolitikel) bezañ laouen eus an niver a dud a oa deuet da gemer perzh er chadennad tud, o devoa dibunet dorn-dorn e straedoù Sant-Jakez evit azgoulenn frankiz evit prizonidi Resistenza Galega. Pemp stourmer dizalc’hour zo bac’het e prizonioù ar stad (darn evit pell) evit bezañ (hervez kont) kemeret perzh e stourm kuzh Resistenza Galega.

Diaes eo bezañ unvan ?

Dispartiet eta ur wezh ouzhpenn an dizalc’hourien e Galiza, pa seblant dister (evidomp ni Breizhiz) an diforc’hioù kenetreze.

Daou dra memes tra zo bet graet evit tremen dreist d’an disemglevioù :

- ur c’hendiskleriadur sinet gant hogos an holl strolladou dizalc’hour ha skignet un nebeud devezhioù a-raok an devezh broadel (da vezañ lennet amañ war al lec’hienn euskarat BOLTXE e Galizeg ha Kastilhaneg )

- d’ar 24 a viz Gouere e oa bet ouzhpenn 2000 den o respont da c’halv aozadurioù yaouankiz an holl strolladoù broadelour ha dizalc’hour e straedoù Sant-Jakez evit embann holl a zevri e fell dezho stourm evit ma vo dizalc’h Galiza. Sed aze un tañva eus an dibunadeg a drugarez da c’hGZ Video.

Dilennadegoù 2015.

E 2015 e vo mouezhiet er stad evit ar c’huzulioù kêr gwelet e vo ha gouest e vo broadelourien Galiza d’ober o mad eus sell negativel ar bobl war ar rouantelezh ha war ar politikerezhioù ekonomikel a lakaa diaes bemdez an dud vunud. Moarvat e oa an elfennoù se e spered darn eus prezegennourien « Día da Patria Galega ».

Keleier Breizh dieub ha sokialour.

Evit gouzout hiroc’h, sed aze ur roll diglok eus un nebeud kelaouennoù dizalc’hour en linenn :

  • Galiza Livre : (tost eus ar strollad anvet AMI Assembleia da Mocidade Independentista : bodadeg ar yaouankiz dizalc’hour) : http://www.galizalivre.org/
Ar Gwenn-ha-du en ur vanif aozet gant tud Yaouank ISCA e Ourense d'an 23/07  !

Ar Gwenn-ha-du en ur vanif aozet gant tud Yaouank ISCA e Ourense d’an 23/07 !

Ane Miren Alberdi zo dieub

$
0
0

Hervez ar gelaouenn euskarat divyezhek NAIZ (GARA) eo bet laosket da vont Ane Miren Alberdi eus toull-bac’h ar merc’hed e Roazhon d’ar 5 a viz Eost.

Kondaonet e oa bet gant lezvarn Pariz da 15 vloaz toull-bac’h evit he stourm er strollad armet dizalc’hour Euskarat ETA. Tapet e oa bet e-kichen DAX e 2003.

Degouezhet eo e Madrid dre garr-nij ha n’eo ket bet harzet gant ar Guardia Civil, setu m’eo gortozet en he c’humun eus Bergara evit adkregiñ gant ar frankiz.

Berzhet eo dezhi distreiñ d’ar c’hwec’hkorn e-pad dek vloaz.

Toull-bac’h Roazhon zo unan eus an div greizenn nemeto gant hini Bapaume e hanter-noz ar Frañs e lec’h ma c’hell ar maouezed kondaonet da veur a vloavezh tremen o c’hastiz.

Hiziv-an-deiz e chom teir frizoniadez politikel eus ETA etre mogerioù uhel prizon Roazhon :

  • Areitio Azpiri, Alaitz (7 992)
  • Gimon, Lorentxa (7 228)
  • Lopez Resina, Maria Dolores (7 075)

18 bis, Rue de ChâtillonB.P. 3.107
35031 Roazhon Cedex

Dizalc’houriezh Bro Skos gwelet eus Breizh.

$
0
0

A-benn an 18 a viz Gwengolo e tibabo ar skosiz ha dont a ray Bro Skos da vezañ dizalc’h pe e chomo stag ouzh ar Rouantelezh Unanet.

Un destenn skrivet gant Scott Teechur ha lennet gant ur vaouez a ra berzh en Bro Skos abaoe pemp devezh. Divoutin-mat eo rak e ro ar santimant e sav a-du gant dibab « nann » d’an dizalc’houriezh pa vez lennet da gentañ. Met ur wech lennet ar memes testenn en ur gregiñ gant ar frazenn ziwezhañ e teu splann e sav a-du gant dizalc’houriezh Bro Skos.

Setu an destenn a-orin en saozneg : My Generation.

Ha dont a ray ar pobl Vreizh da zibab he dazont evel ar skosiz ?

Iwan Bolivar en deus-eñ azasaeet an destenn en brezhoneg. Da lenn deus an daou du evel ar stumm saoznek.

yes scotland

Ma rummad me

‘h on ag ur rummad-tud aonus 
ha ne gredan ket 
e ‘hellamp chañj ar bed
me ‘gomprena e chifay an dud neoazh
Breizh dijabl ‘ray berzh !
setu ur sorbienn doull…
Bro-Frañs ‘zo gwell unanet,
neuse a-benn 30 vlé ‘lârin da ma bugale
me ‘vota me speredet mat
me ‘ouia petra ‘faota din adal brema :

Bro-frañs
‘zo a-bouez bras aveidin ur bouchad muioc’h aveit
Breizh

él ‘lâra an dud abilañ din
‘mo keuz bout votet Ya a-benn tregont vlé avaman
ne gredan ket
‘meus dober a veviñ en ur vro savet din.

en Amzer da zonet
‘ray Bro-Frañs àr-dro Doberioù Breizh keutañ
ha me ‘skarzha a-benn peb aviz éc’h embann 
‘deus Pariz dober ac’hanomp e’it hor Madoù hepken
e gwirionez
eo spontet, diboan ha dic’hoant ma re
sot eo krediñ 
ni ‘beus afer a chanjamantoù !

Yes Scotland Breizh-01

D’ar 27 a viz Gwengolo, manifestomp evit an unvezh hag an demokratelezh !

$
0
0

An tu kleiz dizalc’hour (Breizhistance-IS) a c’halv da vanifestiñ e Naoned d’ar Sadorn 27 a viz Gwengolo evit adunvaniñ Breizh.

Keuz bras hon eus ne vije ket kavet ken azgoulennoù pennañ evel Bodadenn Vreizh peotramant ar referendom e-touesk gerioù-stur ofisiel ar vanifestadeg.

@crédit 44=Breizh

@crédit 44=Breizh

Kreizennañ a ra Breizh Unvan he frezegenn tro-dro da identelezh ar vro ha gant ar riskl e yafe Breizh da get. Gant seurt gerioù-stur he deus spi Breizh Unvan, aozer pennañ, bodañ dreist-holl aozadurioù politikel ha sevenadurel Breizh kuit da laosket darn vrasañ kevredigezh ar vro war vord an hent. Pa implij gerioù-stur evel “istor, santimant perzhouriezh,identelezh,sevenadur…”e ya Breizh Unvan war-zu enebourien an adunvaniñ a ra “diamzeriet pe hevelebour” deus ar raktres.

Troc’het eo Breizh Unvan diouzh ul labour a-stroll o vezañ aozer pennañ manifestadeg ar 27 a viz Gwengolo. Ul labour gant azgoulennoù o deus memestra savet an unvezh ha kinnig ur strategiezh a-stroll e Breizh abaoe daou vloaz.

Setu penaos eo en em gavet an tu kleiz dizalc’hour (Breizhistance-IS) e 2012 gant Breizh Unvan, 44=Breizh, Kevre Breizh, Strollad Breizh, an MBP, an UDB, EELV-Breizh tro-dro da « c’hGalv Pondi » diazezet war 4 azgoulenn. War-bouez peurwiriekaat Karta Europa ar yezhoù minorel, ur pol kleweled rannvroel brezhonek, an adunvaniñ e kaver ivez azgoulenn ur Vodadenn evit Breizh en ur strollelezh unel nevez. An azgoulenn-mañ a vez diazezet a-walc’h war an dachenn bolitikel rak eo bet lakaet war-wel gant prezidant Rannvo Breizh, Pierrick Massiot (PS), ha personelezhioù levezonus er PS evel Jean-Jacques Urvoas en deus embannet al levr « Evit Bodadenn Vreizh ».

Da heul « Galv Pondi », e voe savet ar gensavenn « Roomp frankiz d’an energiezhioù e Breizh » he deus aozet ur forom e Naoned e miz Even 2013. Kinniget e voe aze ur strategiezh a-stroll tro-dro da skouerioù ar referendomoù keodedel aozet er Broioù Katalan koulz hag en Euskal Herria an hanternoz.

Setu perak omp en gavet o tibuniñ e miz Kerzu 2012 e Montroulez hag e miz Ebrel 2014 e Naoned a-dreñv d’ar gerioù-stur a-stroll : « Demokratelezh hag Unvaniñ ». Aet eo zoken ar strategiezh war resisaat e miz Even 2014 tro-dro d’an azgoulenn ar referendom, kinniget un nebeut sizhunvezhioù en a-raok gant prezidant Kuzul-Departamant Liger-Atlantel, Philippe Grosavalet… ha ma ne vije bet-eñ gwall gendrec’het. Hiziv-an-deiz, emdroadur ar referendomoù e Bro Skos koulz hag en Broioù Katalan zo skouerioù a-feson evit kendrec’hiñ ar gevredigezh e Breizh, evit kreñvaat hor pouez a-benn tizhout unvaniñ Breizh. Ur paz kentañ war-zu emsavelañ pobl Vreizh.

Ne zeuio biken an unvaniñ diwar un dekred bennak. Reizh eo an adunvaniñ hag e vez savet, nompas en ur emdennañ, met en ur sevel ur raktres politikel ha demokratel a vodo ar bretonezed hag ar vretoned. Azgoulenn ar referendom, galv da votadegoù emaozet a rank bezañ egin ur c’hinnig a roio spi d’ar bretonezed ha d’ar vretoned. Spi en ur cheñchamant pa vez hiziv-an-deiz disfi-bras ha heuget ar geodedourien gant reizhiad politikel.

Daoust d’un toullad tud soñjal ne chencho ket penn d’ar vazh a manifestadeg disadorn e vodo marteze muioc’h a verzhidi eget kustum a-drugarez da labour Breizh Unvan, a-drugarez d’ar c’hoant poblek evit ma vo adunvanet Breizh.

Memestra, ezhomm hon eus sevel ur strategiezh a-stroll evit an dazont.

Ur strategiezh a vo savet war diaz hon deizataer politikel, ni bretoned, nompas o tiazezañ anezhañ war an deiziataer parlamantel gall.

Ur stategiezh a vodo tud en ur mod ledan hep izelaat live an tabut gant difenn identelezh Breizh nemetken.

An tu kleiz dizalc’hour (Breizhistance-IS) a c’halv eta d’en em vodañ evit ar gwir da zibab e Breizh, evit an demokratelezh, evit ur chenchamañt politikel er vro. An tu kleiz dizalc’hour (Breizhistance-IS) a c’halv an holl a sav-du gant hon azgoulennoù demokratel d’ober gante : ar re hr boa lakaet war-wel d’an 28 a viz Even tremenet, evit ur referendum emaozet diwar-benn an adunvaniñ, evit ur Vodadenn evit Breizh.

                                                                               Adunavaniñ Breizh,
                                                                             Dibab a faot din ober !
                                                                             Votiñ a faot din ober !

An tu kleiz dizalc’hour (Breizhistance-IS)

Manifestadeg Montroulez 2012

Manifestadeg Montroulez 2012

MARVET ZO UN DEN…

$
0
0

N’eo ket chomet diseblant yaounkizoù Breizh dirak marv Remi Fraisse bet lazhet gant ar polis gall e Sivens (Okitania ).

Splann eo kement se pa weler ar manifestadegoù bet dalc’het evit goulenn ma chomo ar polis a-sav gant e doareoù feulst e pep korn hor bro.

Ur vanif all ‘vo dalc’het d’ar sadorn 22 a viz Du e Naoned dirak al lezvarn evit enebiñ ouzh feulster ar polis hag ar gwaskerezh.

Emichañs ‘vo tud !

Da glozañ e embannomp amañ un droidigezh vrezhonek eus testenn vrudet Paul Eluard “Un homme est mort” graet gant ur studier yaouank eus skol-veur Roazhon 2.

Trugarez dezhañ.

 

MARVET ZO UN DEN

Marvet zo un den n’en doa ‘vit ‘n em zifenn
‘Met e zivrec’h digor d’ar vuhez

Marvet zo un den n’en doa e-giz heñchoù
‘Met ar re ma vager kaz ouzh ar fuzuilhoù

Marvet zo un den a gendalc’h da stourm
Enep an Ankou hag an ankoun

Rak kement tra a felle dezhañ
A felle dimp ivez

A fell dimp hirie

Ma vo eus al levenez
Ar sklêrijenn
E goueled an daoulagad
E goueled ar galon

Hag ar justis war an douar

Bez’ zo gerioù a zegas buhez
Ha gerioù direbech dioute
Ar ger tommder ar ger fiziañs
Karantez justis hag ar ger frankiz
Ar ger bugel hag ar ger koantiri

Ha lod anvioù bleunioù ha lod anvioù frouezh
Ar ger kouraj hag ar ger diskoachañ
Hag ar ger breur hag ar ger kamarad
Ha lod anvioù broioù anvioù kêrioù
Ha lod anvioù merc’hed ha mignonezed

Lakomp anv Remi ouzhpenn

Remi zo marvet ‘vit pezh ‘ra dimp bevañ
Deomp dre « te » gantañ toullet eo e vruched
Met gras dezhañ ‘n em anveomp gwell
Deomp dre « te » an eil gant egile
Bev eo e esperañs

***

paulACABéluard

E koun Rémi Fraisse, 21 bloaz, lazhet gant ar fliked e Sivens (Tarn) d’ar 26 a viz Here 2014.

 

1984 : Ganedigezh Stourm ar Brezhoneg !

$
0
0

Sed aze ur skrid diwar-benn istor ar stourm evit ma vo  ofisiel ar brezhoneg, kinniget gant ur studier ( Tomaz Laquaine-Jacq). Displeg a ra amañ dindan an emdraodurioù a oa bet e deroù ar bloavezhioù 80 e bed ar c’hevredigezhioù brezhonek hag o darempred gant ar galloud nevez bet staliet e Pariz e 1981, hini ar PS.

Klasket e vo kinnig reoù all da dennañ kentel eus ar stourmoù bet betek bremañ evit ma vo tizhet ar pal se, unan pouezus meurbet war hent ar stourm a zieubidigezh vroadel ha sokial e Breizh.

Keleier Breizh Dieub ha Sokialour

Pigosat furnez hag awen en amzer-dremenet a zo un dra vat. Dedennet ma ‘z on gant istor ar stourm(où) evit ar brezhoneg em eus lakaet e-barzh ma soñj sevel un tamm studiadenn diwar-benn istor al luskad Stourm ar Brezhoneg (SAB), bet ganet e 1984 e-kreiz ur poullad koltar. E-skeud al labour-se e vo kinniget deoc’h, gwezh ha gwezh, pennadoù diwar-bouez istor SAB. Gant ma vefont un digarez evit ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien da gaozeal eus o amzer-dremenet, eus o amzer-vremañ hag eus o amzer-da-zont…

Penaos ha perak e oa bet ganet Stourm ar Brezhoneg (SAB) ?

10 a viz Kerzu 1983. En em dolpañ a ra izili Skol an Emsav e Pondi da geñver un « Dael » dreistordinal, un emvod-meur. Dizemglev a sav etre an dud hag e tiviz un darn anezhe kuitaat ar gevredigezh ha mont da sevel ur strollad stourm nevez : Stourm ar Brezhoneg. A-benn tri miz goude-se e vo koltaret un toullad panelloù-hent gante e-pad « nozvezh du » kentañ SAB (17/03/1984). Met abalamour da betra e c’hoarvez un disrann e diabarzh Skol an Emsav ? En ul lizher, embannet e-barzh ar gelaouenn Bremañ, e tispleg an disrannerien perak ez eont kuit :

« War-lerc’h an Dael ispisial a zo bet bodet e Pondi d’an 10 a viz Kerzu hon eus graet hor soñj kuitaat Skol an Emsav. Petra zo kaoz ? En hon touez ez eus lod o deus bet kemeret perzh, hag a-zevri, e-barzh buhez hag ober Skol an Emsav, abaoe un toullad bloavezhioù. Ma n’eo ket abaoe dek vloaz evit darn (…) Perak ne chomomp ket ken e-barzh S.A.E. neuze ? N’eo ket tamm ebet dre ma kav deomp omp bet faziet, ha n’hon eus keuz ebet d’ar pezh hon eus graet evel izili eus SAE, met dre ma ne soñj ket deomp ken emañ ar vag o skeiñ war an tu mat. Da geñver Dael An Oriant d’an 19 ha d’an 20 a viz Du, hon doa graet kinnigoù resis war dachenn an diazezoù, ar politikerezh diavaez hag ar stourmoù (…) Nac’het eo bet gant an Dael votiñ war ar mennadoù kinniget dre ma ne oamp ket niverus awalc’h, ha divizet bodañ un Dael all e Pondi d’an 10 a viz Kerzu. Eno hon eus graet hon c’hinnigoù adarre, ha dreist-holl : resisaat diazezoù S.A.E en ur embann sklaer e kemer perzh SAE e stourm dieubidigezh vroadel Pobl Vreizh, kuitaat an Talbenn (F.P.C.B.) dre ma n’hellomp ket chom en un aozadur m’eo ar PS ezel anezhañ, abalamour da bolitikerezh ar strollad-se (…) O vezañ m’eo bet gwelloc’h d’ar brasañ niver (70%) chom hep resisaat ster hon stourm ha chom hep kuitaat an Talbenn (war an digarez ma vefe bet « asantet gant ar P.S d’ar pep pouezusañ ». Sur a-walc’h n’o deus ket lennet rak-danvez-lezenn ar P.S.) e rankomp, n’eo ket chom da « vihan niver » (30%) e-diabarzh SAE ha reiñ kred d’ur politikerezh a gasfe ac’hanomp war an hent-sac’h, met kuitaat SAE ha sevel ur gevredigezh-stourm nevez. » (1)

Bremañ, n°15, Du-Kerzu 1982 evit skeudenn ar vanif gant SAE hag ar PS

Bremañ, n°15, Du-Kerzu 1982

Eus an Talbenn Sevenadurel da drec’h an tu kleiz

En nevez-hañv 1977 e oa bet savet Talbenn Sevenadurel Araokour Breizh – Front Culturel Progressiste Breton (FCPB) – gant Ar Falz, an UDB, ar PS hag ar PSU (Parti Socialiste Unifié). Diwezhatoc’hik e oa deut ivez sindikadoù evel ar SGEN-CFDT ha strolladoù sevenadurel evel Skol an Emsav. Goulenn a raent holl « ur statud ofisiel evit yezh ha kultur Breizh ».(2) Manifestiñ a veze graet gant strolladoù an Talbenn dreist-holl ha ren ur stourm habask ha fur. Dibunañ a ra 400 a dud e straedoù Roazhon d’ar 7 a viz Meurzh 1981 da skouer, « ur brosesion-gañv o vont da interiñ ar c’hultur hag ar yezh » eme unan e-barzh kolonennoù Bremañ ! (3)

Mae 1981. Aet ar maout gant an tu kleiz. Ha kalz esperañs gant stourmerien ar yezh : « morse, sur-awalc’h ne oa bet kement a spi er c’halonoù. N’eo ket eus spi an huñvreoù kaer e fell din komz, met eus ar fiziañs er pezh a c’hell, a rank c’hoarvezout warc’hoazh kentañ (…) En un taol eo bet distanket an hent gant trec’h an tu kleiz » (4) eme Lukian Kergoat, startijenn ennañ, un nebeut deizioù war-lerc’h eil tro an dilennadeg. Gwir eo n’eo ket bet didalvez an traoù bet gounezet war-lerc’h donedigezh an tu kleiz d’ar galloud : dilez raktres ar greizenn nukleel e Plougoñ, un aotreegezh war ar brezhoneg, dieubidigezh ar vretoned bac’het e Pariz. Met n’haller ket lâret eo bet gwellaet a galz keusteurenn ar brezhoneg war-lerzh an dilennadeg. Daou vloaz goude n’eus ket gant ar yezh an disterañ statud daoust d’ar promesaoù kaer embannet gant an tu-kleiz.

« Diouzh ret mont a-enep al lezenn »

E 1983 e oa staget en-dro an FLB gant e oberoù (5)  Er memes bloavezh e oa bet savet ar strollad Emgann, merket en tu kleiz pellañ, a oa aet d’ober lodenn radikal ar stourm politikel evit Breizh. Hag e miz Kerzu neuze e oa savet kroz e diabarzh Skol an Emsav peogwir ne felle ket d’ul lodenn eus ar stourmerien kenderc’hel d’ober chistroù e-barzh an Talbenn kichen-ha-kichen gant ar PS.

Logo Skol an Emsav

Logo Skol an Emsav

Met dreist pep tra, hag evel a lavar Charlie Grall, ne oa ket akord an holl e-barzh Skol an Emsav war ar mod da gas ar stourm (hini ar panelloù-hent peurgetket). Lod a felle dezhe reutaat ar stourm. « Rann ar stourmoù » a oa bet savet e-barzh ar gevredigezh diwar youl un dornad izili e miz Mezheven 1982 (6)  (diwar intrudu daou stourmer eus an FLB a oa bet didoullbac’het ur bloaz a-raok dreist-holl !). Ar re-se a felle dezhe mont pelloc’h ganti ha kas da vat stourm ar panelloù-hent :

« SAB est né d’un constat et d’une divergence stratégique au sein de l’association Skol an Emsav. Quelques militants motivés avaient déjà réussi à imposer à l’intérieur de cette association de défense du breton Rann ar stourmoù, la section des luttes. Skol an Emsav revendiquait une signalisation bilingue, notamment aux entrées de ville. Ses militants collaient des lettres autocollantes sur le français pour bretonniser les panneaux. Quimper devenait Kemper sans trop de difficulté, mais il n’en était pas de même pour Pont-de-Buis par exemple, qui devait être transformé en Pont-ar-Veuzenn. La méthode était fastidieuse et peu efficace et ne semblait guère déranger l’administration. Elle avait néanmoins le mérite d’éveiller les consciences et de faire parler de la langue bretonne sans trop déranger le public ni les élus.
En 1984, une poignée de militants de Skol an Emsav tire un bilan d’échec de cette méthode « soft » et, en désaccord avec la direction, où l’on trouvait à l’époque Tangi Louarn aujourd’hui président de Kevre Breizh, mais aussi Léna Louarn, vice-présidente du conseil régional de Bretagne depuis 2010, en charge de la langue bretonne, ils préconisent de passer à un niveau supérieur dans la lutte. Devant le refus de Skol an Emsav d’avaliser cette nouvelle stratégie, SAB est rapidement créé avec, comme premier objectif, décrocher rapidement une signalisation routière. Des dizaines de militants se mettent à « coltarer » les panneaux sans retenue. » (7)

Diwar lenn niverennoù kentañ Bremañ ez eo sklaer avat e oa bet lakaet an toaz e go araok ma vije savet Rann ar stourmoù. Sed a lenner e 1981 diwar bluenn unan a vo adkavet e-barzh SAB :

« Ret deomp dibab krafoù resis ha lakaat hon holl nerzh da dizhout hon fal. E-pad pell ez eus bet kaoz eus ar panelloù-lec’h, da skwer. Traouigoù zo bet kaset da benn met al labour ‘zo da adkregiñ penn-da-benn. N’eo nemet dre zibab palioù resis, war verr-dermen e vimp efedus (pezh ne dalv ket n’eo ket ret kaout ur politikerezh war hir-dermen evel-just). N’eo nemet dre zibab seurt stourmoù e vimp gouest da zegas tud a-du ganimp, da greñvaat Skol an Emsav ha da drec’hiñ a-benn ar fin (…) Ha diouzh ret mont a-enep al lezenn, ma ne vez ket asantet da bezh a c’houlennomp. Hep mont da guzhat, hep feulster mar bez posubl, en ur zisplegañ perak e stourmomp d’hon c’henvroidi. Ha mar bez « prizonidi sevenadurel » goude ar « brizonidi bolitikel », arabat deomp kaout aon.»

Ar « saberien » az aio d’ober lodenn radikal ar stourm sevenadurel adalek 1984 eta.

Tomaz Laquaine-Jakez, studier war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2.

1  Herve ar Beg, Mark Kerrain, Iwan Kadored, Herve ar Bihan, Yann-Bêr Delisle hag Andre Daniel, « Kimiad », Bremañ n. 28, p.3, Genver 1984.

2  C. Geslin, P. Gourlay, J.-J. Monnier, M. Denis, ha R. L. Coadic, Histoire d’un siècle : Bretagne 1901-2001 : L’émancipation d’un monde. Montroulez, Skol Vreizh, 2010, p. 293.

3  Ar Farouell Masklet, « Selaouit ‘ta farouelled… », Bremañ n. 5, p.8, Even 1981.

4  An Arvester, « Skol an Emsav : Dael 1981, war-du an trec’h !», Bremañ n. 6-7, p.5, Eost-Gwengolo 1981.

5  Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne. Speied, Coop Breizh, 2007, p. 289.

6  Skol an Emsav, « Evit mont war-raok », Bremañ n. 12-13, p.5, Even-Gouere-Eost 1982.

7  Charlie Grall, Le probleme breton en 20 questions. Gourin, Montagnes noires, 2012, p.99-102

Ar 4 a viz Kerzu : devezh broadel Andalucia

$
0
0

D’ar 4 a viz Kerzu e vez kinniget d’an Andaluziz dibuniñ evit frankiz o bro. Mard eo anat deomp ez eus eus un emskiant vroadel e Galiza, er Broioù Katalan hag en Euskal Herria n’eo ken splann da vrogarourien Breizh e fell da Andaluziz zo kaout muioc’h a frankiz evit o bro.

Lod a blij dezhe degas da soñj e oa bet un emsavadeg armet e Kadiz d’ar 4 a viz Kerzu 1868 evit ma vije bet krouet ur republik kengevreadel er stad. Orin an deiziad broadel e vefe neuze.

Ar 4 a viz Kerzu a zo bet lakaet da zevezh broadel Andalucia abaoe 1977. D’ar bloavezh se e oa bet tro da daou vilion a dud o tibuniñ e kerioù pennañ ar vro evit goulenn groñs ur statud a emrenerezh digant Madrid. An hevelep devezh ur micherour yaouank a oa bet lazhet gant ar polis e-doug ur vanif e Malaga : Manuel José García Caparrós.

garcia+caparros

Ur banniel gwenn etre bandennoù gwer (gant ur steredenn ruz war re an dizalc’hourien) a weler stank ivez d’an devezh se, hag un ton broadel a c’heller selaou, bet skrivet gant Blas Infante bet kannad Andalucia e 1936 ha fuzuilhet gant soudarded Franco. Lakaet eo alies gant brogarourien Andalucia da « dTad ar vro ».

Kement-se zo eus perzhioù pennañ ur vroadelezh dianav deomp. Da heul manifestadeg ar 4 a viz Kerzu 1977 e oa bet roet ur statud a emrenerezh ledan a-walc’h da Andalucia. Deskrivet eo evel e bonreizh Spagn 1978 evel unan eus « broadelezhioù istorel » ar stad.

1476082_885845421439534_3369296158568539576_n

Meur a strollad a glasko leuniañ boulouardoù ar vro d’ar 4 a viz Kerzu ar bloaz mañ.

En o zouez e c’hellet ober anv eus Nacion Andaluza ( dizalc’hourien an tu-kleiz) , Jaleo ( aozadur dispac’hel ha dizalc’hour ar re yaouank ) , ha Andalucia Communista a gleiz tout.

Dre mard eo unan eus kornioù paourañ ar stad ez eo stag mat ar mennozh broadel e Andalucia gant hini ar justis sokial. Ur sindikad zo a tleer mennegiñ (SAT/SOC) : hini labourerien Andalucia .

Galloudus mat eo , bodañ a ra miliadoù a labourien gant doareaoù ober radikal levezonet gant an hengoun liberter ha komunour kreñv zo er vro . Ar SAT/SOC en deus galvet ivez e holl izili da vont da vanifestiñ « evit difenn ar gwir da zibab » dindan ar ger-stur « Bara, Labour ha Souvereniezh ».


Skol an Emsav er bloavezhioù 70

$
0
0

Ar wech paseet e oa bet lakaet ar gaoz ganin war ganedigezh Stourm ar Brezhoneg (1984). An dro-mañ e vo kinniget deoc’h ur pennad diwar-benn Skol an Emsav hag a oa er bloavezhioù 1970 ur gevredigezh stourm sevenadurel birvidik-birvidik.

Back to the seventies neuze !

Unknown - Unknown - 3781331019_775c112d99_o« Skol an Emsav he deus kroget da labourat tri bloaz zo bremañ. Loc’het eo diwar intrudu ur bagadig stourmerien e dibenn ar bloavezh 1969. Da ziazez eo bet laket da gentañ : n’hon eus netra da c’houlenn ouzh ar galloud sujer e Breizh, hogen da labourat drezomp hon-unan, kas ar stourm war-raok war an dachenn, sevel ur framm diforc’h diouzh ar galloud gall hag a vo hini an Emsav, da lavarout eo pobl Vreizh o stourm evit he frankiz. Ar pezh a zo da ober eta eo kontañ war hon nerzh hepken ! » (1)

Pondi. 26 a viz Du 1972. Tangi Louarn a gemer ar gaoz da geñver un emvod publik aozet gant Skol an Emsav, Emgleo Breiz ha Kuzul ar Brezhoneg. Evit ar wech kentañ en em ziskouez Skol an Emsav gant strolladoù sevenadurel breizhek all e-kerzh un darvoud foran. Meur a wech all a deuio da c’houde ma vo gwelet ar gevredigezh o kemer perzh er stourmoù sevenadurel ha politikel a lak Breizh ar c’houlz-se da virviñ.

1972. Ur bloavezh a stourmoù sokial garv, bloavezh prosez an FLB dirak Lez-varn Surentez ar Stad, bloavezh « azginivelezh ur bobl » evel a lavar Jean-Pierre Le Dantec. Kichen-ha-kichen en em gav ar gwenn-ha-du hag ar banniel ruz. Emañ broadelouriezh Vreizh o vont da vat war an tu kleiz. Derc’hel a raio d’hen ober a-hed ar bloavezhioù 1970.

Skol an Emsav, un elfenn eus an argerzh-se ? Hep mar ebet. En tu kleiz emañ mennozhioù ar gevredigezh ha merkañ a ra hec’h amzer gant he oberoù liesseurt evit kas ar brezhoneg war-raok : aozañ kentelioù-noz e-leizh, stajoù e kêr pe war ar maez, embann e brezhoneg, aozañ gouelioù, kemer perzh mod pe vod er stourmoù sokial diniver a c’hoarvez penn-da-benn d’ar vro, hag e-giz-se ober eus ar yezh benveg ar stourm pemdez evit cheñch an traoù.

« Nac’het eo bet pobl Vreizh dre ziskar ar brezhoneg ; ar brezhoneg a vo evidomp arm an dispac’h brezhon ! » (1)

4604437861_a23beddc7b_oSkol an Emsav, hirie kreizenn kelenn brezhoneg d’an dud deuet, a oa da vat er bloavezhioù 1970 ur gevredigezh stourm sevenadurel oberiant-oberiant. Diwar labour Skol an Emsav ez eus diwanet forzh traoù hag a zo bremañ sichennet mat e bed ar brezhoneg. Daoust ha n’eo ket div vaouez eus Skol an Emsav da skouer a zo kaset da Euskadi e miz C’hwevrer 1977 evit gwelet penaos ec’h a en-dro ar skolioù euskarek ? (2) Daoust ha n’eo ket asambles gant tud Skol an Emsav e vo savet, ur frapadig goude, ar skolioù Diwan ?

Ar gelaouenn Bremañ, « benveg-stourm-kelaouiñ evit ar vretoned », a oa bet lañset e 1980 gant an dud a rae war-dro « Rann an embann » e-barzh Skol an Emsav ivez.

Ganedigezh Skol an Emsav

Diwar un disrann diouzh ar « strollad politikel » Emsav Stadel Breizh (ESB), deut war wel e 1967, e oa bet ganet Skol an Emsav. ESB a oa dioutañ ur framm politikel en doa da bal sevel ur « Stad Vrezhon » a vije ar brezhoneg ar yezh ofisiel enni. Liammet e oa ESB gant Strollad an Deskadurezh Eil Derez (SADED), ur framm savet e 1963 a oa e vennad sevel « ur c’helennerezh brezhonek a live gant ar c’hlasoù dibenn-studi hag ar bloavezhioù kentañ skol-veur ». Al labour studi ha preder kaset da benn gant an daou framm-se a veze embannet e-barzh ar gelaouenn bolitikel Emsav :

« Ar gelaouenn-mañ zo enta hini al labourerion o deus staget a-zevri da sevel ar Stad Vrezhon. Ur gelaouenn bolitikel eo, ha war un dro benveg da stummañ ar re a sammo ar c’hargoù ponner a fizio enno pobl Vreizh war hent hec’h adsav. » (3)

E 1969 e c’hoarvez un darzhadenn e diabarzh ESB. An darn vrasañ eus ar stourmerien ac’h a kuit deus ar strollad evit mont da grouiñ Emsav ar Bobl Vrezhon (EBV), ur framm politikel, ha Skol an Emsav, tonket da vezañ framm kelenn an emsav nevez-se. E penn EBV ha Skol an Emsav e kaved tud deus ar remziad kozh evel Youenn Olier, met ivez tud yaouank evel Lena ha Tangi Louarn. Bep an tammig ec’h aio EBV da zizeriañ ha ne chomo ken nemet Skol an Emsav, lusket gant ar re yaouank. D’ar c’houlz-se e kroge an emsaverien yaouank da bellaat diouzh mennozhioù strizh an Emsav hengounel ha da zigeriñ ar stourm evit ar brezhoneg. Gwall vras e oa deut ar frailh da vezañ etre raktres politikel al luskad ESB-SADED ha tro-spered ar remziad brezhonek nevez-se a oa en em gavet e skolioù-meur Breizh goude miz Mae 1968. Kement a skeudennaouiñ an troc’h-se, setu un trakt a oa bet skignet gant ESB e skol-veur Roazhon e miz Mae 1969 :

Trakt Mae 1969 E.S.B.

E miz Mae e voe skignet e diabarzh Skol-veur Roazhon un trakt gallek embannet gant E.S.B.

Setu an destenn vrezhonek anezhañ :

Brezhoneg ha Deskadurezh Vroadel.

Derou an emgann evit Breizh zo distruj ar Stad c’hall e Breizh hag he binvioù-mestroniañ. Ar Skol-veur c’hall eo abaoe ur c’hantved pennañ benveg arallekadur ar bobl vrezhon. Dre zistruj ar Skol-veur c’hall e Breizh e tremen hent an dieubidigezh evit ar bobl vrezhon.

Lakaat yezh ar bobl vrezhon er Skol-veur c’hall zo kement ha
– sankañ ar bobl vrezhon en trap trevadennel,
– distreiñ Breizhiz diwar hent an dispac’h,
– tennañ digant ar brezhoneg e ster dispac’hel.

Hent dieubidigezh ar bobl vrezhon a dremen dre grouidigezh armoù he dieubidigezh ha da gentañ dre an Deskadurezh Vroadel vrezhon. Lec’h ar brezhoneg zo, en Deskadurezh Vroadel vrezhon, hini ur benveg dispac’hel galloudus ha diziouerus. Kement a denn da lemel pe da guzhat e zremm dispac’hel gant ar brezhoneg zo ur skoilh ouzh an Emsav-dieubiñ (4).

P1030668

Kleiz ha Breizh

Skol an Emsav a oa dezhi, adalek ar penn kentañ, un emzalc’h politikel didro, broadelour ha tost-tost eus mennozhioù an tu kleiz pellañ :

« Ni a fell deomp ec’h adsavfe hor pobl. Adsevel pobl Breizh a dalv evidomp diskar ar gapitalouriezh ha sevel en hor bro ha gant pobloù all ar bed ar sokialouriezh a roy an tu da bep hini da vout mestr war e vuhez ha da bep pobl d’en em ren hec’h-unan ». (5)

Ur strollad stourm hollvrezhonek a oa Skol an Emsav hag en deus nac’het a-hed ar wech ober un troc’h etre ar stourm sevenadurel hag ar stourm politikel. Evit stourmerien ha stourmerezed Skol an Emsav e oa ret stourm evit kas ar brezhoneg war-raok, n’eo ket e forzh peseurt kevredigezh da zont, met en ur gevredigezh ma vije ar vretoned dieub war an dachenn vroadel koulz ha war an dachenn sokial.

P1030684

« Arabad deomp eta skoazellañ da zerc’hel bew an diforc’h « sevenadurel ≠ politikel ». Gant peb ober kevredigezhel ez eus ur ster politikel : d’an hini a ra anezhañ eo da c’houzoud ha da ziskouez ar ster-se, n’eo ket da dud ispisializet war an doare da varn an traoù. Diazez an demokratelezh e seblant bezañ. » (6)

« Gouest eo ar strolladoù sevenadurel (darn anezho da vihanañ) da gaout un emzalc’h politikel. Red eo diskouez zoken, ez eo ar stourm sevenadurel un engouestladur politikel. Ne ranker ket lezel ar c’hudennoù politikel, a zo kudennoù an holl, gant tud na rafent « nemed » politikerezh. Gwelloc’h eo broudañ ar re a zo e strolladoù politikel da zont da ren un darn eus o stourm e-barzh an aozadurioù sevenadurel. » (7)

« Disklêriadurioù politikel » a veze graet gant Skol an Emsav pa gave dezhi he devoa da reiñ he soñj war ar pezh a c’hoarveze er vro. « Diskar Lez-varn Surentez ar Stad » a faote dezhi hag ivez « didoullbac’hadeg an holl brizonidi vreizhat karc’haret e Paris e anv an FLB » (8). D’ar c’houlz-se ne oa ket dibaot gwelet stourmerien sevenadurel pe bolitikel, sindikalisted, dastumet gant ar polis pe evezhiet a-dost. A-blam da se he devoa Skol an Emsav kemeret perzh er c’huzulioù enep ar gwaskerezh diouzhtu pa oant bet savet, evit souten Kaou Puillandre e 1974 (goude afer Roc’h Tredudon) hag e-barzh ar c’hCOBAR (comités bretons anti-répression) adal miz Here 1975 (9).

Bremañ, Meurzh-Ebrel 1980 (n°0)Petra oa meno Skol an Emsav diwar-benn ar feulster politikel ? « Ar stad c’hall hag ar vourc’hizelezh a zo kiriek diouzh ar feulster. Arabat kondaoniñ an dud a ra an taolioù, daoust ma n’omp ket a du gant an doare-se da stourm » (10). Ur gemenadenn a-enep ar moustrerezh a zo sinet gant Skol an Emsav e fin ar bloavezh 1976, a-gevret gant ar PSU, UL CFDT Kemper, LCR, Bretagne révolutionnaire, CRIN Bro Vigoudenn, Kuzul difenn Ti Vougeret, MRJC ha FASAB da heul ur wagenn c’houlennata ha furchal graet gant ar polis (11). Un nebeut mizioù araok, e miz Gwengolo, e oa tarzhet Yann-Kêl Kernalegenn gant e vombezenn. Hennezh a oa e penn an aferioù diabarzh e Skol an Emsav abaoe miz Kerzu 1975. Edo o labourat a-youl vat evit ar gevredigezh abaoe pemp bloaz e kreizenn Kemper.

Embannet e oa bet ur gemennadenn gant Kuzul Ren Skol an Emsav d’ar 16 a viz Here 1976 : « Skol an Emsav a sav a-enep da bolitikerezh ar galloud a redi ar Vretoned da zivroañ evit kavet labour hag a lak an traoù en ur stad ken spontus ma ziwan ar feulster. Skol an Emsav a sav a-enep da ziskleriadurioù digiriek tud ‘zo o klask troiñ an emsaverien trema ar feulster ha lakaat an dud da grediñ e c’hello ar bombezennoù kas stourmoù Pobl Vreizh war-raok. Skol an Emsav a ziskler start ne vo nemet dre emskiantekaat ha dre en em sevel asambles e c’hello labourerien Vreizh trec’hiñ war gorvoerezh ar gapitalouriezh hag an drevadennouriezh. » (12)

Kelenn brezhoneg

E-barzh un toullad stourmoù sokial e kemere perzh ar gevredigezh. « E-barzh ar manifestadegoù en-dro d’al lanv du (Brest), eneb d’ar c’hreizennoù nukleel (Naoned), evid Bro Naoned e Breizh (Sant-Nazer) » ; « SAE zo aet zoken d’ober war-dro ur stourm eneb an adlodennañ e Plonevez ar Faou » (13). Kreizenn Skol an Emsav Naoned a gemer perzh e aozadur Gouel an Unvaniezh (25/04/1976), « manifestadeg-bobl evid unanidigezh melestradur Breizh ». Met stourm kentañ ar gevredigezh a oa kelenn brezhoneg.

Sevel kreizennoù « e pep lec’h e Breizh, e kement kêr, bourk, pe garter » a felle da Skol an Emsav ober ha bezañ « dre ar brezhoneg, ar penn araok stourmoù pobl Vreizh enep ar c’horvoerezh hag ar gwaskerezh, evit he frankiz, gant ar strolladoù hag ar sindikadoù a zo ouzh he difenn. » (14)

« Mennad Skol an Emsav eo ober eus ar brezhoneg ur yezh kevredigezhel evit ur bobl mestrez eus he buhez » (15). Kelenn a-youl vat, skignañ brezhoneg ha broudañ an dud da adperc’hennañ ar yezh, setu an traoù pennañ a veze kaset da benn gant Skol an Emsav er bloavezhioù 1970. Bep sizhun e veze graet kentelioù brezhoneg gant kreizennoù SAE un tamm pep lec’h e Breizh : « Chaque semaine, 150 cours sont ainsi assurés par les différents centres et dans de multiples équipements, très souvent municipaux » eme Yves Gegou e fin ar bloavezhioù 1970 (16).

Daoust-hag ez eus bet kement-se a dud o peurzeskiñ ar yezh hag o tont da vezañ brezhonegerien glok a-drugarez sa-se ? Stourmerien Skol an Emsav o doa savet ar goulenn outo o-unan dija  : « ar skol eo he deus distrujet ar brezhoneg, red eo saveteiñ hemañ dre ar skol met ur skol vroadel, ha setu SAE : ur framm kelenn. Petra eo efedusted ar framm kelenn-se e lec’h n’eus koulz lavared nemet kelennerien a youl vad hep stummadur ? Aes eo muzuliañ an efedusted : pegement zo deuet a-benn da zeskiñ brezhoneg diwar an holl a zo deuet da gentelioù SAE ? N’eus ket kalz. » (17) Ur sell rust rak memes ma ne oa ket direbech an doare da gelenn moarvat, eo bet a-bouez-ruz ar c’hentelioù-noz evit kizidikaat an dud hag adtommañ anezhe ouzh ar brezhoneg.

Kalz a stajoù a veze aozet gant Skol an Emsav ivez : stajoù hollvrezhonek, stajoù divyezhek, stajoù-hañv, stajoù da goulz vakañsoù pask, « krash-kaozioù » (kentelioù d’an daoulamm), stajoù evit ar vugale, stajoù labour war ar maez (e Plouared da skouer). E-pad ur prantad ez eus bet savet stajoù gant harp ar gevredigezh Brezhoneg Yezh Vew a oa diouti e bro Leon. Ar stajoù a oa ur mod da genderc’hel gant ar c’hentelioù brezhoneg a veze graet a-hed ar bloaz, un doare ivez da « emskiantekaat » an dud, da dostaat anezhe ouzh ar politikerezh (devezhioù-studi a veze graet), hag ivez da zaremprediñ troc’herien-buzhug ar vro pa veze graet stajoù labour war ar maez : « e darempred bemdez gant ar beizanted : n’eus ket gwelloc’h skol evid ar brezhoneg yac’h ; n’eus ket gwelloc’h doare da anavezout diaesterioù labourerien douar hor bro » (18).

KDSK_SAE_Lodad01B0163

Ar skolioù brezhonek

E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e komañs tud Skol an Emsav d’ober anv eus ur raktres sevel skolioù brezhonek. Da goulz devezhioù-studi e Landerne (27-30 a viz Kerzu 1975) ec’h embann ar stourmerien « disentez start SAE da sevel ikastolaoù da vad (…) unan eus an oberoù hon eus da sevel eo bremañ. Pouezus-tre eo ma fell deomp mont war-raog en hor stourm » (19). E miz Mae 1976, e-kerzh an Dael (emvod-meur), e tiviz ar stourmerien « lakaat sevel skolioù brezhoneg da bal pennañ SAE » ha « klask, war verr dermen, sevel skolioù evit ar re vihan, ha war hir dermen, o stankaat hag o diorren ». Talvoudus eo gwelet penaos ez a war-raok ar raktres. Da gentañ e faot d’ar stourmerien aozañ ur staj evit gouzout diwar betore pennaennoù sevel ar skolioù-se. Broudañ a reont an dud da zegas d’ar staj « diverradurioù diwar levrioù Freinet, kelaouennoù o tiskouez skolioù ar broioù sokialour, levr « Bugale dieub Summerhill » hag all… » (20).

Nebeut amzer goude ez eus kaset div stourmerez da Euskadi evit studiañ mont en-dro ar skolioù euskarek : « Daou ezel eus S.A.E. a yay d’ober ur veaj studi da Vro Euskadi evid studiañ penaos e ya en dro ar « Skolioù a re vihan » du-hont. Divizet eo bet gant ar Poellgor Seveniñ e yafe A.ar Beg hag A.V. Chapalain. Pemp devezh a bado an droiadenn (7.12 a viz C’hwevrer) » (21). Pemzektez warlerc’h ez eo ganet Diwan : « E penn kentañ miz meurzh eo ganet « Diwan » ur gevredigezh he fal ober war dro bugale vihan e brezhoneg. Anvet eo bet Gweltaz ar Fur da brezidant. » (22). Dindan un nebeut mizioù e teu Diwan da vezañ unan eus stourmoù izili Skol an Emsav. D’ar Yaou 24 a viz Du 1977 ez eus aozet ur fest-noz skoazell e Roazhon a vod un 800 den bennak. E miz Genver 1978 e tigor skol Diwan Roazhon.

Gouel ar brezhoneg

« Gouel ar brezhoneg » zo unan eus an traoù pennañ a oa bet graet gant Skol an Emsav ivez. Er bloaz 1974 e oa bet savet gant aozadurioù sevenadurel breizhek all (Ar Falz, Brezhoneg Yezh Vew) ha kinniget evel-mañ : « Ur gouel eo, hollvrezhonek. Arouez eus youl labourerien Vreizh da vevañ en o bro, arouez o youl ivez da lârout o soñj evel ma karont, hag er yezh a zo o hini » (23). E Gwengamp e oa bet dalc’het ar bloaz kentañ, e Kastell-Paol e 1975, e Pont ‘n Abad e 1976, e Karaez e 1977, e Zinzag Lokrist e 1978, er Roc’h Derrien e 1979, e Plabenneg e 1980 hag e Douarnenez er bloaz 1981.

p-002248

 ***

Un guchenn  vat a dud o deus hirie ur pouez bras pe vrasoc’h er bed sevenadurel pe bolitikel « breizhek » a zo bet o stourm e-barzh Skol an Emsav. N’eo ket un degouezh moarvat m’emañ an dud-se el lec’h m’emaint. Ur gwir levezon a zo bet gant Skol an Emsav e-barzh an Emsav e-pad un toullad bloavezhioù. Forzh tud a zo bet « stummet » dre ar stourm o deus bet kaset e-barzh ar gevredigezh hag ar c’hargoù o deus sammet enni. Ur bern tud bet o kas o zammig stourm e Skol an Emsav, en ur vont a-wezhoù e-maez al lezenn, a zo bremañ o labourat evit ar brezhoneg e-barzh ur stern ensavadurel hag ofisiel.

Setu ho peus bet un tañva eus pezh a oa Skol an Emsav er bloavezhioù 1970. Met kalz a draoù a vefe da lâret ouzhpenn, sur-tre !

Tomaz L.J., studier war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon 2.

***

(1) Skol an Emsav n°1, C’hwevrer 1973.

(2) Ar Fulenn (kelaouenn diabarzh) n°20, 5 a viz C’hwevrer 1977.

(3) Emsav n°1, Genver 1967.

(4) Emsav n°30, Mezheven 1969.

(5) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981 (dielloù SAE).

(6) Ar Fulenn n°3, 6 a viz Du 1975.

(7) Ar Fulenn n°2, 23 Here 1975.

(8) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(9) Tudi Kernalegenn, Drapeaux rouges et gwenn-ha-du, p.126, Editions Apogée, 2005.

(10) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(11) Ar Fulenn n°17, 1añ a viz Kerzu 1976.

(12) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(13) Ar Fulenn n°38, 6 a viz Ebrel 1978.

(14) Levrig disentezioù Skol an Emsav, miz Ebrel 1981.

(15) ibid.

(16) Yves Gegou, « Skol an Emsav. L’école de la résistance », Autrement « Bretagne », Mezheven 1979.

(17) Ar Fulenn n°10, 29-30 a viz Mae 1976.

(18) Ar Fulenn n°12, 20 a viz Gouere 1976.

(19) Ar Fulenn n°5, 10 a viz Genver 1976.

(20) Ar Fulenn n°18, 15 a viz Kerzu 1976.

(21) Ar Fulenn n°20, 5 a viz C’hwevrer 1977.

(22) Ar Fulenn n°23, 12 a viz Ebrel 1977.

(23) Bremañ n°0, Meurzh-Ebrel 1980.

Valls e Breizh : kemenadenn SLB Skol-Veur Roazhon.

$
0
0

Degemeret hon eus ur gemenadenn a-berzh kevrenn Roazhon 2 SLB SKol-Veur.Da lenn amañ dindan.

D’an 18 ha d’an 19 a viz Kerzu a zeu e teuio en-dro da Vreizh Manuel Valls, ministr kentañ ar Stad c’hall, goude bezañ bet gwelet e Naoned e penn-kentañ ar miz. Dont a raio da vBrest ha da Roazhon lerc’h-ouzh-lerc’h.
O tont da Vreizh e-giz-se e kred da Valls e c’hello lorc’hajiñ en ul lec’h kreñv evit ar PS hag an demokratelezh sokial. Ne oar ket marteze ez eo aet poazh an dud e Breizh gant an treitourajoù ar strollad « sokialour » ouzh ar bobl hag ouzh al labourerien-ezed. Ne oar ket ivez pegen fuloret eo ar vretoned pa ne vez ket doujet c’hoazh o gwirioù evel pobl : brezhoneg ofisiel, adunvaniñ Breizh, dibab planedenn ar vro. Ar gwirioù-mañ en deus graet ar PS e vad diwarno meur a wech, en ur ober promesaoù toull.

Koulskoude e vefe ret dezhañ bezañ dall evit chom hep gwelet ez eus muioc’h-mui a dud o vont kontroll d’ar politikerezh enepsokial ha suj d’ar batroned vras kaset gant e c’houarnamant. Rak an distaol-mañ a zegas manifestadegoù bras, poblek hag argadus, gant ar pal lakaat ar c’halloudezhoù ekonomikel hag ar galloud e plas a servij anezho da blegañ. Ar stourm hardi a-enep aerborzh Kernitron al Lann hag adperc’hennañ an tachennoù labour douar gant ar re a vev er ZAD, distruj ar porchedoù evit miret an ekotaos a vezañ lakaet e pleustr, ar manifestadegoù niverus e Breizh a-enep feulster ar polis war lerc’h drouklazh Remi Fraisse, pe c’hoazh ar votadegoù keodedel a zle reiñ ar tu da Vreizh da zibab he flanedennl (evel e Bro Skos pe e Katalunya) lañset gant ar gensavenn « Dibab », a zo kement-all a skouerioù a ziskouez ez eus muioc’h-mui a vretoned  o kompren n’eus netra da c’hortoz deus ar gouarnamant Hollande-Valls, hag eus ar bed a zilfennont.

Gervel a reomp an dud da gemer perzh er vanifestadeg a vo e Roazhon d’ar yaou 18 a viz Kerzu da 6e30.

Chom e Pariz lorgnez ! N’out ket deuet mat e Breizh !!!

« Kaol a zo mat, Kaoltar a zo gwell’ ! »

$
0
0

Setu evit komañs ar bloaz nevez ur pennad all diwar-benn SAB ! Bloavezh mat deoc’h tout !

Diwar un disrann e diabarzh Skol an Emsav e oa deut Stourm ar Brezhoneg war wel. Lod a faote dezhe mont pelloc’h gant stourm ar panelloù brezhonek ha ne oa ket aezet hen ober e-barzh Skol an Emsav ken. A-drugarez d’ar yalc’hadoù roet dezhi e c’helle homañ suraat ha kreñvaat al labour pemdeziek a gase da benn, hini ar c’hentelioù-noz hag hini an embann dreist-holl (ar gelaouenn Bremañ adalek 1980). Diaes e vije bet kas war ar memes tro, a-wel d’an holl, ur stourm er-maez lezenn evel a rafe Stourm ar Brezhoneg.

Moarvat eo bet krouidigezh SAB ur mod evit Skol an Emsav da zerc’hel gant he hent hep lakaat he obererezh en arvar. Evit ar re a felle dezhe mont gant un hent all e oa un doare d’en em reiñ d’ur stourm kaletoc’h ha ledanoc’h, e-korf ur strollad all, kalz laoskoc’h e vont-en-dro.

Ul lañs nevez a zo roet d’ar stourm evit ar panelloù-hent brezhonek adalek 1984 neuze. Emañ SAB o vont da gas un tamm mat pelloc’h an erv boulc’het gant Skol an Emsav. N’eo ket dre gaer e vo gounezet ar stourm ha n’eo ket diwar goulennoù seven : « gounit kalz ha buan » a fell da dud SAB, en ur vont a-enep al lezenn, « n’eo ket dre ret met diouzh ret. » (1)

P1030760

« Nozvezhioù du » Stourm ar Brezhoneg

Nozvezh ar 16 a viz Meurzh 1984, « nozvezh du » kentañ evit SAB. Kantadoù a banelloù-hent zo duet e meur a lec’h e Breizh (tro-dro da Roazhon, Gwengamp, Kemper, An Oriant, Gwened) evit goulenn, groñs ar wech-mañ, e vije lakaet panelloù brezhonek war vord hentoù ar vro.

« Le bilan de cette « nuit noire » est impréssionnant » eme kazetenner Ouest-France (2). Kalz « nozvezhioù du » all a zeuio da-heul honnezh ma vo mastaret panelloù en noz e meur a lec’h e Breizh, ar panelloù e dalc’h ar Stad hag an departamantoù dreist-holl. Alies a-walc’h e vo graet an nozvezhiadoù labour gant un dornad tud, en o c’horn-bro. E penn kentañ miz Even 1984, da skouer, ez eo bro Konk-Leon, Plonger ha Lokournan an hini a zo livet gant ar stourmerien. Pe dorfed euzhus n’o deus ket graet aze ! Livañ un « itinéraire fréquenté par les touristes » evel a lavar Ouest-France, evelkent ! (3)

E-kerzh nozvezh ar 6/7 a viz Ebrel e oa bet louzet c’hoazh panelloù war an hent-tizh kostez Kastell Nevez ar Faou (ha berniet ha devet panelloù dirak ti ar c’huzulier-departamant). Evit ar 14/15 eus an hevelep miz e oa bet tro Kemper da c’houzañv (c’hwezhet tan en ur 35 panell bennaket dirak keoded ar mererezh*), ha d’an 9/10 a viz Mae e oa bet tro an Oriant.

Etre ar 25 hag an 29 a viz Gouere ez eo e Skaer, Kemperle, Gwengamp ha Bro Wened e c’hoarvez nozvezhioù du (4). Memes mod d’an 18 a viz Gwengolo kostez Kemper, Konkerne, Douarnenez ha Pont ‘n Abad (5). 150 panell zo bastrouilhet nepell diouzh Roazhon e-kerzh nozvezh an 30 a viz Du 1984 (6). Kemend-all a labour a vo graet bloaz war-lerc’h. N’ez a ket ar stourmerien war skuishaat. 200 panell livet e bro Konkerne, Douarnenez, ar C’hab ha Kemper e miz Ebrel 1985 da skouer. E miz Gouere ez eus livet panelloù er C’hloar-Karnoed hag e Kervidanou e Kemperle (7).

E miz Eost 1985 ez a ur c’hazetenner da-heul ur skipailh nozikerien eus SAB o vont da libistrañ panelloù e Karnag, an Drinded, Lann-Bihoué, Plañvour ha Gwidel : « D’habitude nous mettons du néoprène dans le coltar. C’est plus difficile à enlever…mais j’ai pas eu le temps d’en chercher aujourd’hui. » eme unan eus ar saberien d’ar c’hazetenner ! (8)

D’an 19 a viz Mae 1985 e krog SAB d’en em ziskouez e Pariz. Un 50 lec’h bennaket zo livet gant luganoù divyezhek (« Brezhoneg, yezh ofisiel e Breizh ») (9).

P1030752

Pet panell duet gant Stourm ar Brezhoneg ?

Tro 20 000 panell a vije bet livet pe diskaret etre 1984 ha 1996 hervez Klaod an Duigou (10). N’eo ket aezet gouzout pegement a banelloù a oa bet mastaret gant tud SAB. Gwir a-walc’h e seblant sifroù Klaod an Duigou bezañ goude lenn pennadoù kazetennoù ar mare-se hag ivez rentaoù-kont emvodoù SAB (resis a-walc’h). Fiziañ enne a c’heller peogwir e oant dielloù o devoa da chom e-kerz ar stourmerien hepken. Stank e veze livet ar panelloù war vord an hentoù ha lusk a oa gant ar stourmerien da badout ganti : « war-dro 2000 panell gallek a zo bet livet ar bloaz-mañ : re nebeut eo », eme rentañ-kont emvod-meur SAB e Pondi d’an 11 a viz Here 1987.

En em gavet e oa tud SAB e Gwened evit un emvod-meur e miz Even 1985ivez : « Labouret zo bet kalz abaoe krouidigezh hon strollad hag hep diskrivañ dre ar munud e c’heller lavaret hag embann ez eus bet labourioù sevenet e pep korn eus ar vro : Leon, Treger, Kernev, Gwened, Roazon, bro an Harzoù. » (11) Ha d’ar memes koulz e lârent : « En desped deomp eo hon eus distrujet 2500 panell c’hallek e miz Here 1984 ha 5000 e miz Ebrel 1985 » ha graet e vo c’hoazh da c’houde « e-keit ma vo ret, da vont a-enep d’al lezenn. » (12)

Ret eo livañ ha livañ c’hoazh, hervez tud SAB, hep distag, ken na vo panelloù-heñchañ brezhonek e pep lec’h er vro ha « ken na vo anavezet ar brezhoneg evel yezh ofisiel e Breizh. » E Bro-Dreger, da skouer, e oa ur gevrenn oberiant a-walc’h. Tro 500 panell livet ganti etre miz Here 1987 ha miz Mae 1988 (13). Ret e oa « derc’hel an dachenn » evel a lavar ur stourm bet ezel eus kevrenn SAB Treger :

« Unan eus ar pennaennoù kentañ a oa derc’hel an dachenn : ur wech ma oa bet mastaret ar panelloù war un troc’had-hent e oa ret ober hon seizh gwellañ, pe kement ha ma c’halled bepred… evit derc’hel anezhañ. Da lâret eo, lakaomp oa bet mastaret panelloù war un hent, ma oa divanket hon labour gant paotred an Aveerezh e oa ret dimp respont a-dak dezhe : un nozvezh pe div, pe deir goude e oamp adtremenet. Meur a bal a oa da se : ret ‘oa digalonekaat anezhe ha diskouel ‘oa SAB mestr war an dachenn (an hentoù) ; ret ‘oa diskouel dezhe ne vije ket pleget. Ouzhpenn-se e oa ret achuiñ al labour ; ar banell koltaret ma ne oa ket bet distrujet gant kentañ taol naetaat paotred an Aveerezh a vije a-benn an eil pe an trede ! » (14)

N’eo ket aezet gouzout rik pegement a banelloù zo bet livet pe distrujet gant tud SAB. Met ker-ruz o deus koustet oberoù ar strollad d’ar c’huzulioù-departamant ha d’an DDE, evel a welimp diwezhatoc’h. Tud Stourm ar Brezhoneg n’o deus ket damantet d’o foan evit kas stourm ar panelloù war-raok. Hogen e-tal dezhe, n’he deus ket damantet ar Stad c’hall da voustrañ warne ivez. Barnet ha kondaonet e voe kalzig stourmerien ha stourmerezed eus SAB. Met an dra-se a vo gwelet er pennad a zeu…

Rentañ-kont emvod SAb

* cité administrative

(1) « Hag hor yezh ? Stourm ar Brezhoneg », Al Lanv, n°26, Ebrel 1984.

(2) Ouest-France, 21/03/1984.

(3) Ouest-France, 06/06/1984.

(4) Al Liamm, n°226, Gwengolo-Here 1984.

(5) Le Télégramme, 21/09/1984.

(6) Al Lanv, Kerzu 1984.

(7) Ouest-France, 08/07/1985 ; La Liberté du Morbihan, 17/07/1985.

(8) La Liberté du Morbihan, 03-04/08/1985.

(9) Ouest-France, 21/05/1985.

(10) Emgann/Combat breton, n°123, C’hwevrer-Meurzh 1996.

(11) Rentañ-kont emvod-meur Gwened, Even 1985 (dielloù JMD).

(12) Bremañ, n°45, Even 1985.

(13) Rentañ-kont emvod-Meur an 29 a viz Mae 1988 (dielloù JMD).

(14) Erwan Gedour, « Danevelladur bloavezhioù kentañ stourmoù SAB : skouer ar panellerezh hentañ e brezhoneg », Al Lanv, n°133, Kerzu 2014.

« Mard omp kaset dirak al lezioù-barn, ec’h efomp ! »

$
0
0

S.A.B. (1984-1990) : eus an eil prosez d’egile

Etre 1984 ha 1990 an hini e voe kaset en-dro stourm ar panelloù-hent brezhonek dreist-holl. D’ar c’houlz-se e c’hoarvez an darn vrasañ eus ar prosezioù eta. Er bloavezh 1990 ez eus bet gounezet kalzik a-walc’h a banelloù-hent a-benn neuze, en Aodoù-an-Hanternoz da gentañ penn. Komañs a ra ivez kuzul-departamant Penn-ar-Bed da sevel ur gwir banellerezh divyezhek war rouedad hentoù an departamant ha da vroudañ ar c’hêrioù da skeiñ war ar memes tu. Adalek an hañv 1990 en em ro S.A.B. d’ur c’houlzad-stourm nevez evit gounit ur ganol skinwel brezhonek penn da benn d’ar vro.

Buan-buan goude « nozvezh du » kentañ ar 16 a viz Meurzh 1984 ez eus harzet stourmerien. Nozikerien S.A.B. n’o deus ket aon rak ar prosezioù : « N’o deus ken klask ac’hanomp. Mar domp kaset gante dirak al lezioù-barn, ec’h efomp, ma ! » (1) A-live gant youl dibleg ar stourmerien e vo ar moustrerezh. Ar memes diskan a vo klevet bepred. Kement stourmer.ez harzet (pe-dost) a nac’ho mont e galleg ouzh al lez-varn hag e vo nac’het-krenn gant houmañ (peurliesañ) pourchas ur jubennour brezhonek. Evel-se e teuio ar prosezioù, ar prosezioù-galv hag ar manifestadegoù an eil re war lerc’h ar re all e-pad meur a vloaz.

 

Afer Barry-Guesdon

Herve Barry ha Dominique Guesdon eo ar re gentañ dastumet gant an archerien. Tamallet int da vezañ livet un 70 panell-hent gallek bennak tro-war-dro Roazhon e-kerzh « nozvezh du » kentañ Stourm ar Brezhoneg. Koust an dilouzadeg hervez an D.D.E. : 116 175, 50 lur ! Nac’het zo oute mont e brezhoneg da geñver ar prosez (11 a viz Ebrel 1984) ha nac’het kemend-all d’an unnek test deut da lâret o soñj (2). En em gavout a reont en-dro neuze dirak lez-varn Roazhon d’an 20 a viz Even ha nac’het zo oute komz brezhoneg adarre. Kondaonet int da bevar miz toull-bac’h gant goursez ha da baeañ 2000 lur pep hini (3). Bac’het eo da vat Herve Barry nebeut amzer goude-se en abeg d’un darvadenn* c’hwitet gant an ARB en Arzon, er Morbihan (5 a viz Eost 1984). Denez Riou, ezel eus S.A.B. ivez, zo bac’het evit ar memes afer.

Taeroc’h c’hoazh e vo barnet Herve Barry ha Dominique Guesdon da heul o frosez-galv (21 a viz Genver 1985) : 10 000 lur a dell-gastiz da baeañ, pevar miz toull-bac’h gant goursez evit Herve Barry ha pevar miz rust evit Dominique Guesdon (n’eo ket deut d’ar prosez). Emañ Herve Barry en toull c’hoazh forzh penaos ha dinac’h a ra dont dirak ar barner (4) : « Ur prosez mezhus evit ar Justis Gall a glask diskouez ar stourmerien sevenadurel evel tud e gwall, torfedourien ; a gav gwelloc’h nac’h hon yezh en he lezioù ; a gendalc’h dindan urzh ar Stad C’hall (he deus ankoaet he holl bromesaoù) da waskañ ar Vretoned a stourm a wel evit o yezh » eme kemennadenn S.A.B. (5)

E miz Mezheven 1985 ec’h aio maez Herve Barry eus ar prizon. Evit a-sell e varnadenn diwar anv S.A.B. e vo kaset an traoù gantañ betek al lez-varn-terriñ e Pariz (dre ma veze nac’het bep tro outañ ar gwir da gomz brezhoneg). Setu degouezhet an afer, bloavezhioù war-lerc’h, dirak lez-varn-engalv Caen (25 a viz Ebrel 1990). Disoc’h ar varnadenn : pevar miz gant goursez ha 2000 lur da baeañ (6).

 

Herve ar Beg gwasket gant lez-varn Gwengamp

Dizale ez eus tamallet un trede stourmer. D’an 3 a viz Mae 1984 ez eo lakaet Herve ar Beg « dindan evezh ar justis » diwar intrudu barner-enklasker Gwengamp a damall dezhañ bezañ duet panelloù en Bro-Dreger. Setu ar choaz roet dezhañ ; paeañ 20 000 lur kred a-raok an 3 a viz Even pe bezañ kaset d’an toull. Savet zo ur c’homite-skoazell. Skol an Emsav a c’houlenn groñs « e vefe paouezet da gemer stourmerien evit ar yezh evit forbanned » (7). Ur vodadeg zo raktreset d’an 30 a viz Mae dirak lez-varn Gwengamp. Met daou zevezh a-raok ar vanifestadeg ec’h embann ar barner-enklasker un ordrenañs a lâr n’en do ket Herve ar Beg da baeañ a-benn ar fin, en ur ansav e oa er-maez lezenn e ziviz kentañ : « Ne oa an diviz-se nemet ur spontailh politikel lakaet war hent stourmerien ar brezhoneg, eme strollad skoazell Herve ar Beg, hervez ar c’heleier diwezhañ e vefe an emsaverien o soñjal lakaat an arc’hant espernet da dalvezout da brenañ koltar…Kenderc’hel a ra ar stourm. » (8) Dre ma kendalc’h an tamall da redek en em vod un 40 stourmer bennak e Gwengamp memestra : « Neuze e voe gronnet ur panell-hent gant ar stourmerien ha livet anezhañ e du, kement ha diskouez en ur stumm aroueziek, e fell deomp stourm e-mesk hon c’henvroidi war greiz an deiz. » (9)

Ne vo ket barnet Herve ar Beg a-raok miz Even 1987. Sed ar pezh a lavar ar stourmerien da c’houde ar varnadenn : « Goude barnedigezh Gwengamp, embannet d’ar 5 a viz Even, e sav [S.A.B.], ur wech ouzhpenn, a-enep da zoareoù Justis ar Stad c’hall. Kondaonet eo bet Herve ar Beg da 5000 lur a dell-gastiz ha 34 000 lur a zigoll da reiñ da servijoù ar Stad c’hall. Tamallet zo dezhañ panelloù a oa bet duet tro-dro da Wengamp tri bloaz ‘zo, e-pad kentañ « nozvezh-du » Stourm ar Brezhoneg. » (10) Galv a vo graet gant Herve ar Beg. Tremen a raio dirak lez-varn galv Roazhon d’an 12 a viz Genver 1988 hag e vo digresket an digoll da baeañ gant ar prokulor (18 000 lur nebeutoc’h). A-benn ar fin e vo embannet ar varn ur sizhun goude ha didamallet ar paotr abalamour d’ur fazi prosezadur (11).

 

Daou saber paket o koltariñ

Joelle Barzhig hag Herve Kerrain zo paket war an tomm gant an archerien o livañ panelloù kostez an Uhelgoad d’an 20 a viz Mae 1984. Un 50 panell bennak zo bet mastaret gante kostez Kastell-Nevez-ar-Faou, Brasparzh hag an Uhelgoad (12). En em gavout a reont dirak breujoù Montroulez d’an 18 a viz Genver 1985 ha kondaonet int da baeañ bep a 2000 lur tell-gastiz. Joelle Barzhig zo lamet he aotre-bleinañ diganti e-pad miz. N’o deus ket gallet ar vastrouilherien bezañ klevet e brezhoneg e-pad ar prosez, padal o devoa gallet mont e brezhoneg ouzh an archerien pa oant bet goulennataet !

Ha daou all ouzhpenn

Herve ar Bihan hag Iwan Kadored, o-daou o chom e Gwened, zo paket war an taol o vastariñ panelloù e-kichen Roazhon d’an 8 a viz Mezheven 1984 (13). 48 eurvezh int miret dindan evezh ar polis ! An archerien vrezhonek deut da selaou ar gaoz etre an daou stourmer a gav kerse buan a-walc’h. E kembraeg emaint o toullañ-kaoz asambles ! Dre garr-nij eo degaset Herve ar Bihan betek Gwened evit ma vije furchet en e di… Betegoût e vefe kavet danvez-tarzh ? (Oberiant e oa an ARB er vro). Tremen a reont dirak lez-varn Roazhon d’an 20 a viz Meurzh 1985 ha kondaonet eo Iwan Kadored da baeañ 3000 lur a dell-gastiz mui 20 000 lur a zigoll d’an D.D.E. Egile all zo laosket da vont digastiz. A-benn ar fin e vint kondaonet da baeañ 7000 lur a dell-gastiz pep hini abalamour d’ar prokulor da vezañ savet galv (23 a viz Gwengolo 1985) (14).

 

Afer manif Montroulez

Ur barner-enklasker a zo dioutañ un den-e-karg hag a c’hell, diwar e gador en e vurev, e-giz ar gevnidenn e kreizenn he roued, roiñ aotre ha kemenn d’e boliserien da zont da c’houlenn diganeoc’h pet eur eo da greisteiz ha da eilpennañ ho ti, traoñ ha laez, war zigarez klask un « torfedour ». (Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, Al Liamm, 1977, p.77)

Ur vanifestadeg zo aozet gant tud S.A.B. e Montroulez d’an 29 a viz Kerzu 1984. Goude bezañ « baleet dre straedoù ar gêr gant bep a banell dindan o brec’h e oa en em gavet ar vanifesterien e tal an Ti Kêr. Eno e voe berniet ar panelloù ha plantet tan e-barzh. Kerkent e erruas an archerien hag int ha tapout krog en unan anezho : Yann Erwan ar Wern, labourer douar kostez Gwengamp ha kas anezhañ d’ar c’homiserdi. Eno e voe manifestet adarre da c’houlenn ma vije bet dieubet. Pezh ‘voe graet nebeut amzer goude war urzh an Ao Le Gouic, Prokulor ar Republik, bet o vanifestiñ asambles gant difennerien ar brezhoneg. » (15)

Diwezhatoc’h avat, d’an 13 a viz c’hwevrer 1985, e rank tri den eus Bro-Dreger digoriñ o dor da seizh eur beure da baotred Mari-Robin, bet roet urzh dezho da furchal gant barner-enklasker Gwengamp. Un devezh-pad e chomont dindan evezh en archerdi ha goulennataet int e brezhoneg kazi penn-da-benn. Mikael Korle, Yann-Jakez Henry hag Herve ar Beg zo tamallet dezhe bezañ graet « recel » daoust ma n’eus bet kavet panell ebet en o zi. Lakaet int raktal « dindan evezh ar justis » ha rediet da baeañ ur c’hred a 10 000 lur pep hini a-benn an 13 a viz Meurzh. « Ne baeint ket » eme rentañ-kont emvod S.A.B. an 13 a viz Even 1985 (dielloù JMD). Meur a wech e vo daleet ar prosez. Ha memes diskan dalc’hmat, nac’het zo oute brezhonegañ el lez-varn. Prosez a vo e Gwengamp d’ar 15 a viz Mae 1987 (gant Yann Erwan ar Wern ouzhpenn). Holl ez eus tamallet oute bezañ kemeret perzh e manifestadeg Montroulez pe bezañ livet panelloù e Bro-Dreger. Prosez adarre d’an 23 a viz Genver 1989. Nac’het oute komz brezhoneg c’hoazh hag adkaset an afer a-benn an 19 a viz Mezheven : « ar 5000 lur a dell gastiz gant goursez a c’houlenne ar prokulor a zo bet roet dezho gant ar barner nemet gant amnistiezh 1988 int bet divec’hiet » a lenner e-barzh Bremañ (16).

SAMSUNG DIGITAL CAMERA

Brezhoneg e lez-varn An Oriant

Gwenole Bihanig ha Padrig Herve a dremen dirak lez-varn felladennoù an Oriant d’ar 5 a viz Kerzu 1985 evit bezañ mastrouilhet panelloù-hent gallek e miz Gouere. Nac’h komz galleg a reont (evel-just) ha daleet eo ar prosez betek an 3 a viz C’hwevrer 1986. Hag an taol-mañ, souezhadenn vat ! Roet zo dezhe an droed da vont e brezhoneg : « Un trec’h eo ? Ya, sur vat. Lennit ar c’helaouennoù : Enno e vez kavet ez eo reizh goulenn panelloù-heñchañ e brezhoneg, ez eo reizh klask saveteiñ ar brezhoneg, ez eo reizh ar stourm renet gant SAB, daoust da zoareoù lous ‘vez ganti. Hag ar re o devoa bet ar chañs da selaou ar prokulor o devoa bet ivez peadra da vezañ souezhet : « Kompren a ran mat e vefe lorc’h ennoc’h o komz brezhoneg, ha reizh eo difenn ur yezh evel hoc’h hini… ur c’holl e vefe evit sevenadur Europa hag ar bed holl ma varvfe ar brezhoneg… » Pegen pell e oamp diouzh pezh veze klevet betek-hen : tud SAB ne oant nemet louserien banelloù, sponterien, tud diwar-lerc’h mat da vezañ kaset da di ar psikiatr ha danvez-muntrerien… » (17) N’eo ket evit keloù-se e vo gwennaet an daou stourmer avat. 5000 lur a dell-gastiz a vo roet da bep hini !

Barnadenn rust evit paotr Felger

Kristian Georgeault zo lakaet ur prosez war e chouk goude ma oa bet gwelet e garr e-kichen panelloù-hent livet e miz Mezheven 1985. D’ar 27 a viz Here 1986 e tremen dirak lez-varn Roazhon. 6 miz toull-bac’h rik ha 6 miz all gant goursez zo goulennet gant ar prokulor eneptañ. D’an 8 a viz Kerzu e tle ar varnadenn bezañ embannet (18). Taer eo : « Kondaonet eo bet Christian Georgeault, un den n’eo kablus nemet a vezañ a-du gant S.A.B. hag a vezañ prestet e garr-tan da liverien panelloù e miz Mezheven 1985, da 9 mizvezh toullbac’h gant goursez ha 48 000 lur da baeañ d’an D.D.E. Rankout a reomp lavaret eta e tibab ar Stad kenderc’hel gant he gwaskerezh kentoc’h eget reiñ d’hor yezh ar gwirioù a zo anavezet dezhi gant an testennoù etrevroadel. S.A.B. a ziskleir e kendalc’ho hag e kresko e oberiantiz, gant an harp brasoc’h-brasañ a gavomp e-touez an dud, betek ma vo diframmet digant ar Stad ar statud a yezh ofisiel a zo dleet d’ar brezhoneg. » (19)

Tri stourmer all barnet ha kondaonet

Daou stourmer, Fulup Launay ha Yann Rivière, zo barnet e Kemper d’ar 7 a viz Mae 1986 ha kondaonet da baeañ 2000 lur a dell-gastiz pep hini (20). Paket zo ur stourmer all e 1987 e-kichen Lesneven : « Gwelet eo bet [Bernez Phelep] gant an archerien pa oa oc’h ec’huiñ e labour noz e Bro Leon ha goulennataet gante an deiz war lerc’h (e-kreiz miz Mae). Anzavet en deus. Barnet vo e Brest d’ar gwener 15 a viz Genver [1988]. » (21) Ha sed a lenner e-barzh Bremañ goude ar prosez : « Ar paotr yaouank a Blouzeniel, evel ma lâr ar c’hazetennoù, a oa bet tapet o tuañ panelloù gant an archerien e miz Mae diwezhañ n’en deus bet nemet 1000 lur a dell-gastiz gant ar barner, goude m’en doa diskleriet ne oa ket a-du ken gant ar seurt labour-noz, ken ez eus bet tavet war e anv gant ar c’hazetennnoù » (22).

Afer Barzhig-Blanchard-Goglin

Un 20 panell bennak zo livet e-kerzh nozvezh ar 7 a viz Eost 1987 tro-war-dro Kastell-Vourc’h (Il-ha-Gwilen). Daou stourmer hag ur stourmerez, Herve Barzhig, Gwenola Blanchard ha Serj Goglin, zo paket gant an archerien. Barnet e vint e Roazhon. Heñvel-rik e vo an eil varnadenn (27 Mezheven 1988) ouzh an hini gentañ (18 a viz Du 1987) : 53 000 lur a zigoll da baeañ en holl, 5000 lur a dell-gastiz ha pevar miz toull-bac’h gant goursez evit pep hini. Serj Goglin zo war var da vezañ skarzhet eus e labour (en ti-post) e-pad 6 miz ! A-drugarez d’ar stourm ne vo ken lakaet 8 devezh gant goursez war e gein (23). 3000 lur a dell-gastiz ha 2 viz toull-bac’h gant goursez zo roet gant lez-varn Roazhon da Sylvain Botrel hag Alan Georgeault, daou studier bet tapet o livañ luganioù war ur voger evit skoazellañ Serj Goglin (24).

Un tamm klozadur

Setu, a gav din, an holl dud hag a zo bet tamallet traoù dezhe diwar stourm ar panelloù-hent, betek 1990 da vihanañ atav. Alies (kenañ) e veze kemeret ar stourmerien hag ar stourmerezed evel « torfedourien » gant ar varnerien. Alies a-walc’h e veze graet goap oute. Rust int bet barnet ha kondaonet abalamour ma kouste ker-ruz o « labour-noz ». Met hep ar stourm tenn-se ne soñj ket din e vefe hirie kement a vrezhoneg skrivet a-wel d’an holl dud e Breizh. N’em eus ket lakaet ar gaoz da vat er pennad-mañ war ar stourm evit ar gwir da gomz brezhoneg er lezioù-barn bet kaset gant S.A.B. Danvez ar pennad a zeu a-dra sur !

TLJ

*sabotaj

***

(1) Ouest-France, 21/03/1984 meneget e-barzh Al Lanv, n°133, Kerzu 2014, p.17.

(2) Ouest-France, 12/04/1984.

(3) Bremañ, n°32, Mae 1984.

(4) Le Télégramme, 21/01/1985.

(5) Stourm ar Brezhoneg, « Dastumadenn pennadoù » n°2, Gouere 1984-Genver 1985.

(6) Bremañ, n° 46/47, Gouere-Eost 1985.

SAB, « Dastumadenn pennadoù », 1990 (dielloù KAD).

(7) Olier ar Mogn, Penn Rann Diavaez SAE, « Kemennadenn », Bremañ, n°33, Even 1984.

(8) ibid.

(9) Emgann, n°4, Ebrel-Mae-Mezheven 1984.

(10) « Stourm ar brezhoneg a gemenn », Emgann, n°30-31, Gouere-Eost 1987.

(11) Rentañ-kont emvod-meur S.A.B., 29/05/1988 (dielloù JMD).

Bremañ, Genver 1988.

(12) Le Télégramme, 21/05/1984.

(13) Ouest-France, 13/06/1984.

(14) Ouest-France, 01/10/1985.

(15) « Brezhoneg, yezh vroadel ! Brezhoneg, yezh ofisiel ! », Emgann, n°8, Meurzh 1985.

(16) Bremañ, n°92, Mae 1989.

(17) Bremañ, n°53, C’hwevrer 1986.

(18) Rentañ-kont emvod-meur S.A.B. e Pondi, Here 1986 (dielloù JMD).

(19) Emgann, n°24-25, Kerzu 1986-Genver 1987.

(20) Rentañ-kont emvod Karaez d’ar 24 a viz Mae 1986 (dielloù JMD).

(21) Rentañ-kont emvod an 11 a viz Gouere 1987 (dielloù JMD).

(22) Bremañ, Genver-C’hwevrer 1988.

(23) Emgann, n°43, Meurzh 1989.

(24) Bremañ, n°94, Gouere 1989.

Brezhoneg el lezioù-barn

$
0
0

Adalek ar prosezioù kentañ e klask stourmerien ha stourmerezed S.A.B. lakaat da dalvezout ar gwir d’ober gant ar brezhoneg el lezioù-barn.

Abaoe ordrenañs Villers-Cotterêt (1539) ez eo ar galleg yezh nemeti ar velestradurezh hag ar justis (1). N’eus ket ar gwir da gomz ur yezh all estreget ar galleg dirak ar varnerien nemet ne oufer ket trawalc’h deus outañ :

« Dans le cas où le prévenu, la partie civile ou le témoin ne parle pas suffisamment la langue française, ou s’il est nécessaire de traduire un document versé aux débats, le président désigne d’office un interprète, âgé de vingt et un ans au moins, et lui fait prêter serment d’apporter son concours à la justice en son honneur et en sa conscience » eme mellad 407 kod prosezadur ar c’hastizoù (2).

An holl stourmerien dastumet (pe-dost) a c’houlenn ar gwir da vont e brezhoneg, da gentañ ouzh an archerien, ha da c’houde ouzh al lez-varn. Meur a wech e vo roet an tu dezhe da vezañ goulennataet gant poliserien hag a oar ar yezh a-vihannik. Met peurliesañ e vo nac’het-krenn oute kaout ur jubennour brezhonek da geñver o frosez. Ar pezh a c’hoarvez da goulz prosez Herve Barry ha Dominique Guesdon e Roazhon e miz Even 1984 :

« Deut e oant e Palez Breujoù Breizh gant ar soñj nac’h gallegañ. Kemend-all a c’heller lavaret diwar an 11 test bennak, deut en anv kevredigezhioù liesseurt, a oa deut da skoazellañ an daou damallad. »

Nac’het zo ouzh an holl dud ar gwir da gomz brezhoneg :

« Pep hini d’e dro, ez eo bet galvet an testoù ha goulennet bep tro : « Ma asantit komz galleg e c’helloc’h lavaret ar pezh ho peus da lavaret ». Ar memes respont a zo deuet gant an holl destoù : « Ne gomzin ket galleg ». Pa oa tremenet an holl destoù e-giz-se dirak ar barner ez eus bet krouet un darvoudig gant lod, peadra d’ar barner goulenn skarzhañ ar sal. Skarzhet eo bet neuze. Ha lod da ganañ « Kan an ARB » (3).

Sevel a ra un tamm trouz diwar-se. Embannet zo ur gemennadenn sinet gant Skol an Emsav, Unvaniezh ar Gelennerien Vrezhoneg, Kelennerien war ar brezhoneg Bro-Bariz, Unvaniezh ar Studierien war ar Brezhoneg, Emgann, PCML, Stourm ar Brezhoneg, Kuzul ar Brezhoneg, Kendalc’h ha MIB :

« An emsavioù-mañ […] a sav a-enep ar fed n’o deus ket bet ar gwir o dileuridi da gomz e-kerzh prosez an 20 a viz Even 1984 e lez-varn Roazhon ; a soñj dezho ez eo aet al Lez-Varn enep da wirioù an damallidi hag an testoù hag a-enep da wirioù Mab-den […] Gwell eo da Justis Bro-C’hall moarvat chom hep gouzout ar rag hag ar perag eus an afer kentoc’h evit gouzañv ur ger brezhonek. Sevel a reomp a-enep d’an doare ma vez atav graet fae war hor yezh el lezioù-barn. » (4)

Bremañ, C'hwevrer 1986 (n°53)

Brezhoneg el lez-varn

Div wech da vihanañ e c’hello tud eus S.A.B. brezhonegiñ e-pad o frosez :

- D’an 2 a viz Meurzh 1984 ez eo galvet Herve ar Beg dirak lez-varn Gwengamp evit bezañ peget skritelloù hep sinadur ebet. Un aferig a netra met roet zo dezhañ ar gwir da vont e brezhoneg ha da gaout ur jubennourez (5). Lezet eo da vont didamall hep bezañ distaget ur ger gallek.

- D’an 3 a viz C’hwevrer 1986 e tremen en-dro Gwenole Bihanig ha Padrig Herve dirak lez-varn an Oriant evit bezañ mastaret panelloù-hent e miz Gouere 1985. Ar gwir da gomz brezhoneg zo roet dezhe gant ar prokulor : « Kompren a ran mat e vefe lorc’h ennoc’h o komz brezhoneg, ha reizh eo difenn ur yezh evel hoc’h hini… Ur c’holl e vefe evit sevenadur Europa hag ar bed holl ma varvfe ar brezhoneg… » emezañ war ar marc’had. Disoc’h ar prosez, 5000 lur a dell-gastiz pep hini… (6)

P1020646

« Libérez Cabon-Meudec »

Ouzhpenn tud S.A.B. o deus diskouezet o youl d’ober gant ar brezhoneg betek el lezioù-barn. E miz Even 1989 ez eo paket Gilbert Cabon ha Jean-Yves Meudec war dro ul lec’h a dalvez da goachañ dafar evit an ARB. A-benn neuze e nac’h Gilbert Cabon respont e galleg hag e giz-se e kendalc’h ar stourm bet lañset gant tud S.A.B. araokañ evit degas ar brezhoneg el lezioù-barn. Abalamour dezhañ da vezañ stourmer sevenadurel ha da nac’h komz galleg ez eo plantet en toull-bac’h e Pariz e-pad 11 miz a-raok ar varn ! Jean-Yves Meudec, tamallet dezhañ ar memes traoù, zo bet laosket da vont e miz Du 1989…

Ur vanifestadeg zo aozet gant S.A.B. e miz Kerzu 1989 en Alre evit kaout « panelloù brezhonek war vord an hentoù hag ar gwir da gomz brezhoneg dirak ar justis. » Goulenn a reont e vije kinniget ur jubennour da Gilbert Cabon : « met n’eo ket kaout ur jubennour eo hor pal, eme Iwan Kadored, ober gant hor yezh e kement degouezh zo er vuhez ne lavaran ket. » (7)

Dek test a zeu da zifenn Cabon ha Meudec er prosez ha pevar anezhe zo roet dezhe ar gwir da gomz brezhoneg (hep na vije tamm jubennour ebet avat). (8)

Eus Brusel da Villers-Cotterêts

D’ar 17 a viz C’hwevrer 1989 eo aloubet kannati ar Frañs e Brusel gant stourmerien S.A.B. Dastumet eo ar stourmerien gant ar polis goude bezañ graet un tamm mat a reuz e-barzh an ti. Nac’h komz ur yezh all estreget ar brezhoneg a reont-holl ha kas un nozvezh er c’homiserdi. Daoust dezhe bezañ « adlivet » moketenn ha marbr ar c’hannati gant koltar ne vo lakaet prosez ebet war o chouk ! Un digarez re vrav e vije bet da ziskouez ez eus ar gwir da gomz brezhoneg el lez-varn e Brusel pa n’eus ket urzh d’hen ober e « bro gwirioù mab-den » ? (9)

D’an 2 a viz Even 1989 (pevar devezh araok ma vefe paket Cabon ha Meudec) ez eus peget skritelloù gant tud S.A.B. e Villers-Cotterêts evit goulenn-groñs e vefe freuzet ordrenañs 1539.

« Je n’entends point votre baragouin »

Komz brezhoneg el lezioù-barn n’eo ket ur gwir met un nemedenn n’eo ken.

N’eus ket gwall bell ez eus bet c’hoazh stourmerien o nac’h komz galleg da geñver o frosez. Daou stourmer dizalc’hour zo tremenet dirak lez-varn Roazhon e miz Eost 2012 evit bezañ livet panelloù nepell diouzh ar gêr vras. En anv Stourm ar Brezhoneg o devoa graet an taol (10).

Hag adarre e miz Kerzu 2013 e tremen ur stourmer eus Ai’ta dirak lez-varn bolis an Oriant evit bezañ peget pegsunioù war banelloù gallek en Erdeven. Evel ouzh an daol all ez eus nac’het outañ mont e brezhoneg ouzh al lez-varn (11).

Met reuz zo bet dreist-holl tro-dro d’un afer all c’hoarvezet e miz Meurzh 2011 da goulz prosez-galv daou stourmer eus 44=Breizh, barnet e Roazhon evit bezañ koltaret ur banell Pays de la Loire nepell diouzh Nozieg (44). Setu deuet Gael Roblin, stourmer eus Breizhistañs, pedet da embann e soñj hag e desteni dirak ar barner. E brezhoneg e komañs da gaozeal hag eñ troc’het krenn-ha-krak gant komzoù dismegañsus Pierre Dillange, prezidant a gambr e lez-varn galv Roazhon : « votre déposition s’arrête là, je n’entends point votre baragouin. » Diwar-se zo bet ur sapre charre ha goulennet gant meur a gevredigezh e vefe kastizet ar barner. Hemañ en deus klevet e begement gant e hierarkiezh moarvat ! (12)

Soñj mat ‘m eus e oan o c’hoari biz-meud war-du Roazhon hag e oan bet sammet gant ur barner a laboure gantañ e lez-varn Roazhon. « Un hentenn evit deskiñ brezhoneg hon eus profet dezhañ evit farsal » en devoa lâret din en ur c’hoazhin ! Promesa !

pegsunt-shirt-baragouinEvit klozañ

N’eo ket deuet a-benn S.A.B. (na strollad all war e lerc’h) da c’hounit ar gwir da gomz brezhoneg el lezioù-barn, daoust d’un nemedenn bennaket, e 1984 e Gwengamp hag e 1986 en Oriant. Abaoe afer ar « baragouin » n’eus bet den o klask mont e brezhoneg ouzh lez-varn galv Roazhon…

Pegoulz e vo ar c’hentañ tro ‘ta ?

TLJ

***

(1) http://www.axl.cefan.ulaval.ca/europe/france-3politik_minorites.htm

(2) http://www.legifrance.gouv.fr

(3) Bremañ, n°32, Mae 1984.

(4) Bremañ, n°34-35, Gouere-Eost 1984.

(5) Bremañ, n°30, Meurzh 1984.

(6) Bremañ, n°53, C’hwevrer 1986.

(7) Bremañ, Genver 1990.

(8) Erwan Chartier, Alain Cabon, Le dossier F.L.B. Plongée chez les clandestins bretons, Coop Breizh, 2006, p.242-244.

Lionel Henry, Annick Lagadec, FLB-ARB. L’histoire 1966-2005, Yoran Embanner, 2006.

(9) Emgann-Combat breton, n°43, Meurzh 1989.

(10) http://7seizh.info/2012/08/16/proces-des-deux-independantistes-ambiance-et-verdict/

(11) http://www.ouest-france.fr/tribunal-de-lorient-le-militant-daita-refuse-de-parler-en-francais-1786856

(12) http://rezore.blogspirit.com/archive/2011/week15/index.html

http://rennes-info.org/La-justice-francaise-juge-de

http://www.bretagne-info.org/2011/03/30/dan-13-a-viz-ebrel-doujans-ouzh-hor-yezh/

http://www.bretagne-info.org/2011/03/16/pour-le-juge-pierre-dillange-le-breton-est-un-baragouin/

Niveridigezh ? Ne respontimp ket !

$
0
0

E-kreiz miz Genver e oa bet lañset niveridigezh nevez ar boblañs. Homañ a echuo a-benn un nebeud devezhioù ac’hann. Teir sizhun zo e oa bet galvet an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg da nac’h respont d’an niveridigezh-se gant ar strollad Ai’ta (1).

Boikotiñ niveridigezh ar boblañs n’eo ket ur mennozh nevez tamm ebet. E 1982 e oa bet aozet evit ar wech kentañ diwar intrudu Skol an Emsav hag e 1990 e oa bet graet adarre diwar hini Stourm ar Brezhoneg.

niveridigezh-2015-skeudenn-2

Niveridigezhioù ha yezhoù minorel

Bez’ zo geriennoù ha troiennoù evel « minorelezh vroadel » pe c’hoazh « yezh vinorel » a chom, er Stad-C’hall, e-maez ar c’heriaoueg ofisiel. Ar gouarnamant gall n’en deus interest ebet da c’houzout pegement a dud a gomz yezhoù minorel er vro ha peseurt implij a ra an dud-se eus ar yezhoù a ouiont. Nann, rak gouzout an dra-se a c’hellfe sikour da ziazezañ politikerezhioù yezh efedus da skouer.

N’eus nemet ur yezh ofisiel er Stad-C’hall, ar galleg. N’eus nemet gallegerien hag o deus gwirioù evel gallegerien. Ar stourm evit niveriñ en un doare resis an dud a gomz yezhoù minorel ha yezhoù broadel er Frañs a zo neuze ur stourm politikel a-bouez-ruz (2).

1982 : boikot kentañ

E miz Meurzh 1982 e oa bet aozet evit an dro gentañ boikot an niveridigezh-poblañs. Gant Skol an Emsav e oa bet lañset.

« Goulenn peseurt yezh a vez kaozet gant ar sitoian » hag « ober ar goulennoù gant follennoù divyezhek » evit « digoriñ an hent d’ar brezhoneg er velestradurezh, er vuhez foran… », setu ar pezh a c’houlenne ar gevredigezh digant an INSEE.

Mont a rae Skol an Emsav un tamm mat pelloc’h zoken hag e lakae ar gaoz war an darempred etre ar Stad hag « ar c’heodedour », un darempred evit mad ar Stad ha n’eo ket evit hini « ar c’heodedour » :

« Evel ouzh ur mekanik-produiñ e sell outañ ha n’eo ket evel ouzh un den. Ne servij an niveridigezh nemet da ziskoulmañ kudennoù arc’hant, ekonomiezh ha mererezh met ne zalc’h ket kont deus an den, deus e yezh, deus e sevenadur » (3).

Aozet war an diwezhad, ne zisoc’ho ar boikot diwar netra.

Niveridigezh 2

1990 : boikot nevez lañset gant SAB

Ar wech-mañ ne fell ket da stourmerien ar brezhoneg bezañ tapet berr. Adalek 1988 e vo lañset gante ar stourm tro-dro d’an niveridigezh. Tamm-ha-tamm ec’h aio an darn vrasañ eus ar c’hevredigezhioù ha strolladoù politikel breizhek d’o heul : Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg (UGB), Burev Europa ar yezhoù minorel, Unvaniezh kevredigezhioù breizhek Bro Roazon, Ar Falz, Dastum, Celtic League, UDB, Emgann, Diwan, h.a.

Bernioù lizheroù a voe kaset d’an dilennidi.

E miz Mezheven 1989 e skriv SAB d’ar c’hentañ ministr, Michel Rocard, evit goulenn gantañ e vije anavezet « evit ar wech kentañ, ar vrezhonegerien hag o yezh gant ar Stad en un doare ofisiel » hag evit goulenn « ma vo niveret ar vrezhonegerien ha ma vo roet tu dezho da respont war baperioù skrivet en o yezh, evit doujañ ouzh gwirioù yezhel pobl Vreizh hag an emglevioù etrevroadel sinet gant ar Stad-C’hall » (4).

Er memes miz e oa bet nac’het ar gwir da gomz brezhoneg el lez-varn (ur wech ouzhpenn) ouzh Herve ar Beg, Mikael Korle ha Jean-Yves Gwern, stourmerien eus SAB. Hag e fin ar bloaz e ranke Gilbert Kabon chom en toull-bac’h abalamour ma nac’he mont e galleg ouzh e varnerien.

Degasomp da soñj ivez e oa ar bloavezh 1989 hini daouc’hantvet deiz-ha-bloaz an dispac’h gall. Un avel a vroadelouriezh c’hall a c’hwezhe kreñv war ar Frañs da neuze.

E miz Meurzh 1990 e vo promesa da sevel un « enklask » diwar-benn ar brezhoneg e 1991 digant ministr an ekonomiezh, Pierre Bérégovoy.

N’eo ket evit keloù-se e vo touellet tud Stourm ar Brezhoneg. Aloubiñ a reont ti an INSEE e Roazhon d’an 13 a viz Ebrel ha derc’hel ar rener, Loeiz Laurent, en e vurev e-pad teir eurvezh, amzer displegañ dezhañ dre ar munud ar pezh a fell dezhe… Tro dek eur noz e vo laosket da vont.

Daoust da se, war-bouez un enklask bennaket, ne zeuio ket kalz a dra diwar boikot 1990.

niveridigezh 5

Niveridigezh 1999

E 1999 n’eus aozet boikot ebet gant ar strolladoù sevenadurel ha politkel. Da geñver an niveridigezh e vo graet un tamm enklask gant an INSEE diwar-benn treuzkas ar yezhoù er familhoù ha savet goulennoù e-giz : « quelle(s) langue(s), dialecte(s) ou patois vous parlaient, quand vous aviez cinq ans, votre père et votre mère ? ». Splann e vo diwar an enklask pegen gwazh eo ar c’holl evit ar yezhoù minorel, met n’eo ket se a raio d’ar Stad ober un dra bennak ! (5)

War a seblant e vije bet savet paperennoù brezhonek evit an niveridigezh-se : « A noter qu’un formulaire de recensement a été rédigé en breton, suite au refus de certains bretonnants de répondre en français lors du recensement de 1990, intitulé « Niveridigezh ar boblans », qui constitue sans doute une exception culturelle par rapport au reste de la population nationale » a lenner e-barzh Le Télégramme d’an 10 a viz C’hwevrer 1999 (6).

Ofis ar Brezhoneg er penn a-raok

Un dra dedennus am eus diskoachet diwar ar genrouedad, un diell embannet e 2003 gant Ofis ar brezhoneg, anvet Plan général de développement du breton « Brezhoneg 2015. » (7)

3 fal bras a oa d’ar steuñv-se ha 52 ober da gas da benn ac’hann da 2015, hag an hini kentañ a oa : « Utiliser le nouveau mode de recensement de la population pour mesurer le nombre de brittophones. »

Setu ar pezh a embannent d’ar c’houlz-se :

« Depuis janvier 2004 une nouvelle méthode de recensement a été mise en œuvre. Le recensement n’est plus exhaustif et organisé tous les 9 ans mais se fait sous la forme d’enquêtes annuelles sur un échantillon de la population. Les communes de moins de 10 000 habitants seront toujours recensées tous les 5 ans de façon exhaustive. Les communes de 10 000 habitants et plus réaliseront tous les ans une enquête par sondage auprès d’un échantillon de 8 % de la population. L’I.N.S.E.E. organise et contrôle la collecte des informations tandis que la commune prépare et réalise l’enquête.

L’occasion est donnée d’introduire une question sur la connaissance et une question sur la pratique de la langue bretonne. Il est primordial de la saisir car la connaissance de ces données constitue la base même de toute politique linguistique. »

Bremañ p’emaomp e 2015 ec’h eo sklaer n’eo ket bet tizhet an holl balioù ac’h a d’ober steuñv an Ofis (pell-pell ac’hann!) met da vihanañ atav ec’h adkas da soñj an diell-se deomp pegen pouezus eo an niveridigezhioù evit diazezañ ar politikerezhioù yezh.

Tamm-ha-tamm ec’h a an traoù war-raok memes tra. E 2012 e oa bet kaset da benn un enklask diwar-benn an anaoudegezh hag an implij eus ar brezhoneg e-ser an niveridigezh e kêr Garaez (8).

Setu dre vras ar pezh a c’heller lâret diwar-benn istor ar stourm evit an niveridigezh.

Niveridigezh 4

« Boycotter de manière pacifique mais résolue le présent recensement »

Bremañ pa ‘m eus graet ur sell a-drek war an istor e c’hellan reiñ ma soñj diwar-benn ober nevez Ai’ta.

Me ‘gav din eo skort a-walc’h ar pezh a ginnig Ai’ta deomp.

Tud SAB a oa gante d’o heul ul lodenn vat eus an emsav sevenadurel ha politikel, prientet o devoa ar boikot gant daou vloavezh lañs ha klozet rener INSEE Breizh en e vurev e-pad teir eurvezh. Koulskoude ne oant ket deuet a-benn da c’hounit ar pezh a c’houlennent. Me ‘gred n’eo ket mont re bell ganti goulenn digant tud Ai’ta penaos emaint en soñj da c’hounit ar stourm-se « en un doare difeuls met sklaer » evel ma lavaront war o lec’hienn.

Un dra ouzhpenn. Ne gav ket din eo ur mennozh fall tamm ebet adlañsañ stourm an niveridigezh nemet e kav din eo treut a-walc’h an arguzennerezh kinniget deomp gant Ai’ta.

SAB a ginnige ur sell politikel hollekoc’h ha lemmoc’h : « Boikotiñ a raimp an niveridigezh-se peogwir ne ra nemet war-dro ar c’heodedour-skwer, galleger ha bevezer, hervez ar patrom nemetañ, unstumm, unseurt hag unyezhek, eus Brest da Ouvea. » (9)

Liammañ a raent e giz-se ar stourm evit ar brezhoneg gant ar stourm enep an heñvelaat ha lakaat ar gaoz, en ur mod distroet un tamm, war stourm an dizalc’hourien e Kanaky (afer mougev Ouvea a oa c’hoarvezet e miz Mae 1988).

Me ‘gav din n’eo ket didalvez lenn arguzennoù stourmerien SAB. Perak ? Ober a raent un dra a zlefe stourmerien ar brezhoneg ober hirie-an-deiz ivez d’am soñj. Sevel ur goulenn oute o-unan :

Stourm evit ar brezhoneg, ya, met e-barzh peseurt kevredigezh da zont ?

niveridigezh 7

Tomaz L.J.

***

EBSSA (Ensavadur broadel ar stadegoù hag ar studioù armerzhel) = INSEE e galleg

(1) Atersadenn Dewi Siberil gant Tudual Karluer (RKB).

(2) http://www.axl.cefan.ulaval.ca/europe/france-1demo.htm

http://www.axl.cefan.ulaval.ca/Langues/1div_recens.htm

(3) Bremañ, n°10, C’hwevrer-Meurzh 1982 (p.3).

(4) Emgann-Combat breton, n°53, C’hwevrer-Meurzh 1990.

(5) http://www.insee.fr/fr/ffc/docs_ffc/IP830.pdf

(6) https://lejournaldesentreprises.com/ar/viewarticle1024.php aaaammjj=19990210&article=19990210-5142032&type=ar

(7) http://www.diwanbreizh.org/article.php4?sid=849

(8) http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/zoom/index.php?actualite_id=400

(9) Emgann-Combat breton, n°53, C’hwevrer-Meurzh 1990.

(10) http://www.mediapart.fr/journal/culture-idees/180808/ouvea-michel-rocard-vend-la-meche-sur-france-culture

Manifestadeg veur o tifenn ar galizeg

$
0
0

 

Robert Neal Baxter

D’ar Sul 8 a viz C’hwevrer 2015 ec’h en em gavas ouzhpenn 25,000 a dud (‘kantadoù’ hervez skingomz Galiza !) er vanifestadeg veur e kêrbenn Galiza gant al lugan “Polas fillas dos nosos fillos” (Evit bugale hon bugale).

Galvet e oa bet gant Queremos galego, ur gensavenn ledan ganti da bal difenn ar galizeg, bodet enni kantadoù a gevredigezhioù lec’hel ha broadel hag ivez hiniennoù, ha kemer a reas perzh er vanifestadeg an holl strolladoù politikel, broadelour pe get, estreget ar Strollad Poblek (PP) hag a zo e penn gouarnamant ar vro.

Sañset eo ar galizeg unan eus div yezh kenofisiel Galiza hervez ar Statud a emrenerezh, ha koulskoude, abaoe ma’c’h eas ar maout gant PP en dilennadegoù diwezhañ ha tapet gante ar muianiver dreistel er Parlamant, ne baouez ket ar yezh da vont war gil. Hervez prezidant ar gouarnamant ec’h eo an dud ha kerent ar vugale o-unan ar re a zo kiriek da diskar ar yezh, met e gwirionez eo bet labouret start gant gouarnamant Galiza evit he skarzhañ da vat diouzh teodoù ar bobl. Rak goût mat a ouzont, evel ma skrivas Castelao: “Ma’c’h omp galiziz c’hoazh eo a-drugarez d’ar yezh.” Hepti e teufemp da vezañ spagnoliz evel ar re all. An afer bolitikel eo, daoust d’ar PP arguzenniñ e rankfer chom hep ‘politikaat’ ar yezh.

War dachenn an deskadurezh e vez gwelet ar sklaerañ. Gant ar gouarnamant kent, renet a-gevret gant ar Strollad Sokialour (PSdeG-PSOE) ha Bloc’had Broadelour Galiza BNG) e oa bet lakaet ar galizeg da vezañ kevatal d’ar spagnoleg evel yezh kelenn en deskadurezh ret. Kerkent ha ma oa bet dilennet, avat, e oa bet lakaet e pleustr en un doare untuek gant gouarnamant nevez ar PP un dekred nevez, hini al ‘liesyezhegezh’. Sañset e vez kelennet un drederenn eus an danvezioù e saozneg (e spagnoleg e vez kelennet peurliesañ e gwirionez avat) o tiskenn kenfeur ar galizeg eus un hanter betek un drederenn, ha difennet groñs bremañ kelenn matematikoù, skiantoù ha teknologiezh e galizeg.

Gwir eo, war baper e oar an holl kaozeal, lenn ha skrivañ e galizeg. Met implijet e vez nebeutoc’h-nebeutañ ar yezh, dreist-holl gant ar re yaouank abalamour d’an diouer a danvez dudi e galizeg. Hervez sifroù ofisiel Ensavadur stadegoù Galiza ez eus bremañ 12% nebeutoc’h a dud a ra gant ar galizeg en un doare boas e-keñver dek bloaz ’zo, hag hiziv e ne vez kaozeet galizeg dalc’hmat nemet gant 13% eus ar vugale etre 5 ha 14 bloaz, keit ha ma ra 47% anezhe gant ar spagnoleg atav.

 galiza galego

War a seblant emañ kalz gwelloc’h stad ar galizeg evit hini ar brezhoneg, met keit ha m’emañ ar brezhoneg o vont war-raok tammig-ha-tammig, emañ ar galizeg o vont war gil buanoc’h-buanañ abalamour, dreist-holl, da bolitikerezh ar strollad PP. Mar fell dimp kemm penn d’ar vazh ha lakaet ar galizeg da vezañ yezh vroadel ar vro en-dro e vefe ret degas ur c’hemm politikel don.


E Koad an noz gant Douar Didoull

$
0
0

Ouzhpenn 500 den ‘oa deuet d’ar Sul 15 a viz c’hwevrer da heul galv ar strollad “Douar Didoull” da bourmen e koad an noz e kumun Benac’h evit lâret nann d’ar raktres minoù zo er vro gant an embregerezh Variscan.

A-bep seurt tud a ao deuet gant o mignoned pe bugale, lod boaz da vanifestiñ evit an endro, met ivez dilennidi, baleerien pe chaseourien mesk ha mesk gant punked ar vro.

Dindan skeud ar c’hastell en doa gellet pep hini deskiñ hiroc’h diwar-benn raktresoù Variscan, rein un tamm monneiz d’ar stourmerien en ur zebriñ krampouezh pe en ur chopinata.

Heol, sonerezh ha plijadur ‘oa bet , ar pezh na vir ket ouzh stourmerien ar c’hoadoù da chom mennet da zerc’hel penn en Treger evel e lec’h all d’ar gevalaourien a faota dezhe preizhañ mamm-douar hag he finvidigezhioù hep kemer e kont ali ar bobl.

Kavout a rafed amañ dindan un tamm testenn e brezhoneg skignet gante hag ur roll darvoudoù da zont.

Keleier Breizh dieub ha sokialour.

Petra eo Douar Didoull ?

Ur strollad sitoianed zo bet savet tro-dro da Lok Envel, e anv Douar Didoull :  » strollad evit gwareziñ hon douar, hag enep ar raktres mengleuzioù ». E bal zo kelaouiñ ha sevel tud ar vro hag an dilennidi evit mont a-enep ar raktres-mañ.

Petra eo ?

Ur raktres bras da dennañ kailh eus an douar bet lañset gant VARISCAN Mines ; 336 km a c’hallfe bezañ taget war un dachenn anvet hini Lok-Envel.

Pelec’h emañ ?

E Breizh emañ ar raktres war 3 dachenn, kazi 90 000 devezh-arat an holl : Silfieg (22 – 56) , Merleag (22) ha Lok Envel (22).Met ouzhpenn eus Breizh emañ ar raktres ivez : tachennoù a zo er c’h-Creuse, er Sarthe hag el Loiret.

Pegoulz ?

Ur goulenn-aotre da glask mengleuzioù evit un embregerezh hepken a zo bet savet e miz Genver 2013. Roet eo bet an aotre evit tachennoù Merleag, er Sarthe hag er c’h-Creuse c’hoazh, hag a-benn nebeut e c’hallfe bezañ roet evit tachenn « Lok Envel ». Ret eo goût ez eus bet kaset labourioù enklask bloavezhioù zo er vro c’hoazh hag e vez gouiet mat-tre ‘pezh zo ‘ba’n douar : sklaer eo e vo roet an aotre da dennañ kailh neuze.

Penaos ?

- Evit klask : teknikoù toullañ don-tre.

- Evit tennañ : impljet ‘vez produioù kimiek dañjerus (sianur, arsenik hag all). An holl deknikoù-se a c’hallfe leuskel ivez danvezioù radioaktiv evel ar radon dont ‘maez eus an douar. Ha kement-mañ hep na vije goulennet mann ebet digant tud ar vro betek bremañ !

Ankenius evit an holl : !

 

Tud ar vro ha tro-dro : Hon yec’hed, hon lec’h ha mod da vevañ, hon endro, talvoudegezh hon tachennoù hag hon tier a zo en arvar. !

Labourerien douar : Riskloù da vezañ skarzhet eus tachennoù zo, ‘vefe distrujet douaroù-labour, saotret an douar hag an dour. !

Chaseourien, pesketourien ha tud a gar an endro : Direnket ‘vo al loened hag ar plant, nebeutaet an tachennoù chaseal, pesketa ha pourmen, disteraet braventez ar vro. !

Pep hani : Konsekañsoù bras a vo war an endro, hag a bado meur a degad war-lerc’h fin ar pennad

tennañ kailh, dre ma n’eur ket kat da naetaat al lec’hioù gant an teknikoù a zo dionte hudu an deiz :

-Distabilaet vo an douaroù, distrujet koadeier,

-Ret ‘vo toullañ ha kempenn muioc’h hentoù nevez gant hon tailhoù,

-Saotret vo an douaroù, an dour war-c’horre pe dindan an douar, ma vo mengleuzioù digor e vo soatret an aer ivez. Da c’hoût eo : ne vo labour ebet evit tud ar vro (re ispisializet eo al labourioù pe implijet ‘vez tud paeet fall-put) met sur vo lakaet en arvar labourioù war al labour-douar hag an tourism.

Darvoudoù da zont :

 

-Emvod publik e Kallag d’ar Yaou 19 a viz C’hwevrer e sal ar gouelioù da 8e noz

-Fest Noz skoazell e Bulad Pestivien d’ar Sadorn  21 a viz C’hwevrer

-Emvod publik e Plounevez d’ar Yaou 26 a viz C’hwevrer

 affiche_21_feu0301vrier2

167vet deiz-ha-bloaz manifesto ar strollad komunour !

$
0
0

D’ar 21 a viz C’hwevrer 1848 e oa bet embannet « Manifesto ar strollad komunour  » e Londrez er yezh Alemanek ( Manifest der Kommunistischen Partei ).

Buan a-walc’h e oa bet troet e meur a yezh : galleg, rusianeg, poloneg, saozneg, italianeg…Abaoe en deus graet al levrig tro ar bed.

Ar c’hentañ embannadur e brezhoneg a oa bet kaset a-benn gant an ti-embann Preder e 1978 ! Unan all divyezhek avat,   zo deuet maez n’eus ket ken pell zo e 2013 gant an ti-embann  Lignes D’ombres.

manifesto

Manifestadeg(où) enep feulster ar polis

$
0
0

Ouzhpenn 1000 den a oa deut disadorn da Naoned evit manifestiñ adarre enep feulster ar polis, ur bloaz goude manifestadeg vras an 22 a viz C’hwevrer 2014 enep ar raktres aerborzh e Kernitron-al-Lann. Tri den a oa bet krevet ul lagad dezhe d’ar c’houlz-se abalamour da dennadennoù flashballs hag un toullad tud all a oa bet gloazet.

500 a bolisierien, a CRSed hag a archerien, ur viñsaskell ha kanolioù-dour a oa e-tal d’ar vanifesterien dec’h.

E penn a-raok an dibunadeg e oa « Bodadeg an dud gloazet gant ar polis » hag a oa deut eus ar Frañs a-bezh.

Un 10 den bennaket a zo bet dastumet gant ar boliserien e-kerzh ar vanifestadeg ha 4 den a zo bet gloazet gante da vihanañ.

Sach-blev a zo bet etre ar polis hag ar vanifesterien betek fin an abardae.

10961694_10152584021350213_685129561_n-1

11020932_10152584020790213_593708505_n

Ur paotr yaouank skoet gant ar polis dec'h

Ur paotr yaouank skoet gant ar polis dec’h

NAONED

Eus ar 16 d’an 20 a viz Meurzh e tremeno dirak lez-varn Roazhon daou eus ar boliserien a oa o redek war-lerc’h Zyed Benna ha Bouna Traoré d’ar 27 a viz Here 2005 e Clichy-sous-Bois. Marvet e oa an daou zen yaouank e-barzh an treuzfurmer ma oant koachet evit klask en em zizober eus ar boliserien. Ur bern emsavioù a oa bet er c’harterioù da heul an afer-se. Hirie an deiz eo treut a-walc’h an tamall graet ouzh ar boliserien (« non assistance à personne en danger ») ha douetañs zo e teufe « gwirionez ha justis » diwar ar prosez-se.

Goude ar « sizhunvezh a rezistañs » diwezhañ e vo c’hoazh digarez da blediñ gant ar stourm enep feulster ar polis a-benn un nebeut sizhunioù.

Kantinenn ha bodadeg a vo bemdez da greisteiz dirak lez-varn Roazhon eus ar 16 d’an 20 a viz Meurzh.

Kaozeadennoù a vo e meur a lec’h e Roazhon war fin an deiz.

Manifestadeg a vo ivez d’ar merc’her 18 a viz Meurzh da 3e g.m. adalek Keoded ar Justis (Cité Judiciaire).

Titouroù ouzhpenn :

https://novembre2005.wordpress.com/

Bretagne-info.

Diwan e rektordi Roazhon

$
0
0

Diwar atizh DIWAN BREIZH ez eo an tu all da gant den a oa deuet betek rektordi Roazhon hiziv (04 a viz Meurzh )  evit goulenn ma vo dalc’het pevar fost kelenner-skol paeiet gant an deskadurezh-stad e Lannuon, Kemperle, An Oriant ha Lesneven hag evit ma vo krouet tri all e Kemper, Brest ha Roazhon.

E miz Kerzu pa oa deuet Manuel Valls e Raozhon e oa bet gouvezet e vije kevratet gant ar stad ar skolioù Diwan goude 18 miz da heul o digoradur pa oa ezhomm 5 bloaz betek bremañ.

Ur skol dindan kevrat a vez paeiet gopr he skolaerien gant an deskadurezh-stad.

An azgoulenn-se a oa bet douget gant kerent ha labourerien Diwan abaoe un nebeud bloavezhioù.

Da heul avat e oa bet klevet neuze e vije pevar fost skolaer nebeutoc’h e touesk ar re arc’hantaouet gant ar stad ha nac’het eta digeriñ an tri all evit distro skol 2015.

Diaes eo kompren e c’heller reiñ an doare da zDiwan da arboellañ arc’hant deus un tu en ur c’hevrata ar skolioù goude 18 miz ha lakaat ar rouedad da zispign nerzh ha gwenneien en ur dennañ postoù labour paeiet gant ar stad deus an tu all.

Evit sachañ evezh ar rektor hag e servijoù war an dislavar-mañ e oa deuet tud eus un toullad skolioù (Kemper, Lannuon, Roazhon , Naoned, Felger, Lesneven….) d’ober un tamm trouz war porzh ar rektordi gant un dornad krouadurioù.

Prezidant ha bez-prezidantez Diwan ( Serj Gueguo ha Stefanie Stoll ) a zo bet degemeret gant ar rektor a-gevret gant Anna-Vari Chapalain ( renerez ar rouedad) ha dileuridi SLB ha CFDT ar gelennerien.

Diskleriet o doa da heul o emgav o doa goulennet gant ar rektor reiñ da c’houzout da vaodiernezh an deskadurezh petore azgoulennoù a oa gant ar skolioù brezhonek dre soubidigezh evit mont didrabas en tu all d’ar c’hresk a 4% raktreset.

Ha ma oa deuet un dornadig dilennidi evel Lena Louarn gant ar vanifesterien e oa anat d’an holl n’eo ket sur tamm ebet e vo trawalc’h kement-se evit bezañ klevet gant pennoù bras Pariz….Marteze a-walc’h e vo ret da zDiwan mont pelloc’h war hent ar stourm er sizhunvezhioù da zont.

diwanroazhon

Ar stourm evit ar brezhoneg er radio hag en tele (1969-1985)

$
0
0

Abaoe an abadennoù brezhonek kentañ er skingomz (1935) hag er skinwel (1964) ez eus bet meur a warlene hag ingal, tud o c’houlenn muioc’h a abadennoù ha gwelloc’h abadennoù. E fin ar bloavezhioù 1960 an hini eo e voe lañset da vat ar stourm evit brasaat plas ar brezhoneg er c’hleweled publik. N’eo ket aet ar stourm-se diwar wel abaoe hag ar bloaz paseet c’hoazh e oa bet gwelet stourmerien hag stourmerezed o vanifestiñ dirak savadur France 3 Breizh e Roazhon (miz Kerzu 2014). Tost da 50 vloaz goude ma voe roet lañs d’an oberoù a-stroll kentañ evit gounit tachenn d’ar yezh er radio hag en tele, ne vo ket didalvez, me ‘gred, klask teurel ur bannac’h sklêrijenn war istor un hir a stourm hag a zo, moarvat, pell a vezañ echu.

Adalek 1985 betek fin ar bloavezhioù 1990 ec’h eo Stourm Ar Brezhoneg a gendalc’h gant an erv boulc’het gant stourmoù ar bloavezhioù 1970. Anavezet mat eo labour stourmerien ha stourmerezed SAB war-dro ar panelloù-hent. N’eo ket ken anavezet o stourm evit ar brezhoneg er mediaoù avat. Gwelet e vo perak. Met a-raok lakaat ar gaoz war perzh SAB er stourm-se e ranker distreiñ war-giz un tamm ha klask kompren petra zo bet a-raok 1985.

Parcours_0010_Region00603_00-00-17-20Kerzhadegoù GALV

E miz Meurzh 1969 an hini eo e krog ar stourm gant GALV (Comité d’Action pour la Langue Bretonne), savet diwar intrudu Ar Falz, Yaouankiz Studierien Vreizh (JEB) hag Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB). Kerkent ha miz Even 1969 e voe savet ul levrig gante, LEOR GWENN HA DU AR BREZONEG (1), ma tegasent da soñj, er pennad II (Le génocide culturel), pegen reuzeudik e oa plas ar brezhoneg e programmoù an ORTF (Office de radiodiffusion-télévision française) :

  • er radio : un eurvezh a abadenn bep Sul goude merenn skingaset adalek Roazhon, ha dek munutenn a geleier bemdez adalek skingaser Brest-Kimerc’h, na c’halle ket bezañ klevet penn da benn d’ar vro vrezhonek.
  • en tele : ur vunutenn hanter bep Gwener da noz.

Ha setu ar pezh a lavarent da glozañ o fennad (en galleg e oa bet savet al levrig) : « On peut donc dire que les émissions en breton sont à peine tolérées à la radio, et interdites à la télévision. »

Un tamm pelloc’h, er pennad IV (Nos exigences et notre lutte), e c’houlenne groñs tud GALV ma vije da vihanañ :

  • 3 eurvezh a abadennoù brezhonek bep sizhun en tele.
  • 1 eurvezh a vrezhoneg bemdez er radio.
  • abadennoù gallek er radio hag en tele diwar-benn Breizh (sevenadur, keleier).
Charlez ha Chanig ar Gall, en o zi, e lec'h ma veze enrollet an abadennoù kentañ

Charlez ha Chanig ar Gall, en o zi, e lec’h ma veze enrollet an abadennoù kentañ

Abaoe 1964, ouzhpenn an abadennoù brezhonek er radio, e c’halle ar vrezhonegerien klevet ur vunutenn hanter a geleier en tele bep sizhun. An abadenn vrezhonek berr-se, « amzer d’ar vi bezañ poazh-tanav » evel ma vo lâret diwezhatoc’h, a voe savet diwar goulenn Charlez ar Gall, animatour radio brezhonek. Diouzhtu e savo a-enep Alain Peyrefitte (ministr ar c’helaouiñ) met Louis Le Cunff (rener an ORTF e Roazhon) a zibabo tremen hep e aotre. Da gentañ e voe skignet an abadenn d’ar Gwener noz ha diwezhatoc’hik e vo lakaet unan all d’ar Meurzh. D’ar 5 a viz Genver 1971 e voe roet lañs d’un abadenn nevez, Breiz o Veva, ar magazin kentañ e brezhoneg, a vo skignet e-pad ur c’hard eur bep pemzektez.

Tammig-ha-tammig ec’h aio an amzer-se da greskiñ (betek tapout 26 munutenn e miz Here 1980).

Gant GALV e teu war wel doareoù nevez da stourm. Echu eo mare ar sinadegoù bras ha setu deut hini ar c’herzhadegoù, evel hini an 30 a viz Mae 1971 ma voe gwelet ur 700 den bennaket o vale etre Ploue hag an Oriant (2). Met daoust d’ar c’herzhadegoù, « e penn kentañ ar bloaz 1973 eo atav ken treut an amzer implijet gant an ORTF evit an abadennoù e brezhoneg : war ar skinwel, 21 munutenn evit div sizhunvezh ; war ar skingomz : 1 eurvezh, war Roazhon, ha 2 eurvezh ha 42 munutenn, war Vrest, bep sizhun. » (3) Hag e talc’h an Emsav sevenadurel da sevel kinnig evit kas ar stourm war-raok. Evel Emgleo Breiz, a ginnig e 1973 :

  • krouiñ ur « C’huzul ar skingas breizhek ».
  • kreskiñ niver an eurioù m’eo distag diouzh Pariz skinvaoù Roazhon, Brest ha Naoned (skinwel ha skingomz).
  • sevel abadennoù e brezhoneg : astenn o fadelezh, hag ober anezho liesseurt (en o zouez : abadennoù evit ar skolioù), gant reiñ dezho eurioù gwelloc’h (4).

OF74GRANDWar galetaat ec’h a ar jeu

D’ar 14 a viz C’hwevrer 1974 e voe diskaret skingaser an ORTF e Roc’h Tredudon er Menez Arre gant an FLB-ARB. Un tamm mat rustoc’h e teu ar stourm da vezañ gant ur gwalldaol ken bamus. Tri miz e chomo tud Breizh-Izel hep skinwel memes tra.

Diwezhatoc’h ivez e vo freuz ha reuze gant an arme kuzh, e 1977 ha 1978 : labo ar CCETT (Centre Commun d’Etudes de Télévision et de Télécommunication) e Saozon-Sevigneg (Cesson-Sévigné), adkaser TDF Pré-en-Pail e maez ar vro, burevioù an taos-skinwel ha studioioù ar skingomz e Roazhon.

« Accusé Youenn Gwernig, levez-vous ! »

E miz Gwengolo 1976 e voe savet Radio Tele Brezhoneg (RTB) e Gwengamp diwar atiz Youenn Gwernig. Goulenn a rae RTB ma vije muioc’h a vrezhoneg er c’hleweled publik hag e-giz stourm e kinnige d’an dud chom hep paeañ an taos skingomz ha skinwel pe, da vihanañ, 10 % eus outañ. E fin miz Gwengolo 1976 e kinnig ar Stad lakaat seziz war madoù Gwernig evel ma lenner e-barzh ur gemennadenn embannet da geñver ur vodadeg evit skoazellañ ar barzh ha kaner :

EN EM UNANOMP EVID AR BREZHONEG !

6332230123_1999fd28c0_zKant den bennag a nac’h paeañ o zaos radio ha tele – evel ma ra Youenn Gwernig, Alan Stivell, Glenmor, Gilles Servat, Gweltaz, René Vautier, h.a. – a zo en em vodet da di Youenn Gwernig d’ar 25 a viz Gwengolo 1976 evid degas dezhañ o skoazell da geñver ar werzh war e arrebeuri a zlee c’hoarvezout d’an deiz-se da 14 eur 30. Med n’eus ket bet a werzh. An ez-ORTF n’en deus ket miret an deiz bet lakaet da gentañ. Daoust ha ne dleer ket gwelout aze ur souzadenn dirag ar youl savet en dro da grouidigezh ar c’homite Radio-Tele-Brezhoneg ?

RTB a fell dezhañ bodañ nerzhioù war-raok e Breizh hag e-touez ar Vretoned divroet, en deus degemeret betek bremañ skoazell kevredigezhioù sevenadurel : Ar Falz, Bleun-Brug, Brezhoneg Yezh Vew, Evid ar Brezhoneg, hag un aozadur politikel, hini an Unvaniezh Demokratel Breizh.

Degasomp da soñj emañ RTB o vodañ tud a gav dezho ez eo plas ar brezhoneg ba ‘r radio hag an tele « dister ur vezh : 1 vunutenn a vrezhoneg evid 4 eur a c’halleg » ha n’o deus ket fiziañs en « emzalc’h ar vourc’hizelezh a fell dezhi e gwirionez lac’hañ ar brezhoneg » (5).

Un toullad tud brudet a nac’ho, evel Youenn Gwernig, paeañ o zaos ORTF : Andrea ar Gouilh, Alan Stivell, Per Denez, Gilles Servat, Fañch Morvannou, Glenmor, Kristen Noguès, René Vautier, Gweltaz ar Fur, Yann ha Kaou Puillandre, Jean-Pierre Le Dantec, Yann Goas (eus ar Sonerien Du), Claude Henri (krouer Evid ar Brezhoneg), Guy Caro, Haroun Tazieff. Hag ouzhpenn 2000 den a vo gwelet er « gala » RTB aozet d’ar 24 a viz Genver 1977 e Pondi.

Setu da heul ur gemennadenn all a zispleg petra a c’hoarveze pa veze nac’het paeañ an taos :

HEP BREZHONEG TAMM ARC’HANT EBET !

1 vunutenn a vrezhoneg war ar radio-tele

4 eur a c’halleg

Div yezh, daou bouez, div lodenn

Erru eo faez ganeomp bezañ gwall-dismegañset. Ober a reomp hon menoz da stourm, hag evid kregiñ ganti chom hep paeañ hon taos radio-tele da baotred ur veli a ra goap d’eus genouioù an dud hep derc’hel kont d’eus ezhommoù ar vrezhonegerien (micherourien, labourerien-douar, pesketerien, an darn vrasañ anezho). Mennet omp ivez da vont betek ar penn evel ma ra Youenn Gwernig hiziv.

Evid ar re a zo a-du ganeomp setu penaos e responto dezho an ez-ORTF

1 – Paper galv da baeañ 10% ouzhpenn

2 – Paper galv da baeañ 60% ouzhpenn

3 – Bizit un urcher ha kinnig da lakaat gwerzh war traoù zo

4 – Sezi er gêr (an arrebeuri a chomo en ho ti) evid lakaat gwerzh warno, pe er gêr pe er sal gwerzh.

ARABAT KAOUT AON DIRAZO

Evid kaout titouroù skrivañ d’ar c’homite, evid-se eo bet savet. Ar C’homite Radio-Tele-Brezhoneg (RTB) a gemer war e gont da :

- Reiñ keloù ha kenurzhiañ difenn an dud a nac’h paeañ arc’hant an ORTF,

- Skoulmañ emzivizoù gant ar pennadurezhioù kirrieg evid gwellaad da vat an traoù bremañ,

- Bodañ nerzhioù war-raok e Breizh hag e-mesk ar Vretoned divroet evid kas ar stourm asamblez,

- Gervel da evezh an dud dre ar c’helaouennoù, sindikajoù, ar c’hevredigezhioù sevenadurel, ar strolladoù politikel.

Ar c’homite a galv an dud da lemel 10% da vihanañ war o zaos ORTF (6).

Daoust d’ur guchenn vat a dud bezañ nac’het paeañ ne vo lakaet bec’h nemet war daou zen, Youenn Gwernig ha Gweltaz ar Fur, prezidant Diwan. E-pad meur a vloaz e vo bec’h war chouk Youenn Gwernig hag ouzhpenn ur prosez a vo, evel d’an 13 a viz Gouere 1977 e Montroulez da skouer. A-benn fin ar gont ec’h aio an afer betek al lez-varn terriñ ha Youenn Gwernig an hini eo ac’h aio ar maout gantañ. N’eo ket « war an danvez » e vo gounezet ar prosez avat, met « war ar stumm » hepken.

Estreget goulenn muioc’h a abadennoù ha gwelloc’h abadennoù e kinnige RTB stourm evit ar « frankiz war ar gomz ». Gwir eo ne oa ket pell prantad an ORTF (dismantret e 1974) : « mouezh ar gouarnamant, mouezh ar Frañs hag a ziskenne evel an Aviel e-barzh ti pep hini war ar skramm tele » evel a lavar Stefan Moal e-barzh diellfilm diwezhañ Ronan Hirrien (7).

Met roomp ‘ta ar gaoz da René Vautier (aet da anaon e penn kentañ ar bloaz) a ouie gwelloc’h evit den peseurt doare chadenn a oa eus an ORTF :

ReneVautier

Ami Youenn, avec toi de tout cœur. Tu a raison de dire que, à l’heure actuelle, la télévision est aux mains de nos ennemis, de gens dont le pouvoir se sert pour brider l’expression, l’expression en breton. Dangereux de vouloir parler breton lorsque Raymond Barre veut transformer tous les chômeurs en pigeons voyageurs. Allez cherchez du travail là où vous n’avez aucune attache mais où vos bras peuvent encore augmenter un peu le profit des capitalistes ; dangereux de parler des problèmes bretons. Si l’on mettait bout à bout toutes les raisons de mécontentement, où irions-nous… Alors laissons parler seulement Giscard, Barre ou Guermeur.

Sais-tu que notre maison de production bretonne est à l’heure actuelle la seule maison hexagonale dont tous les films ont été sélectionnés pour représenter le cinéma français dans les festivals internationaux, et que tous ces films sont interdits de télévision par les petits larbins que le pouvoir a placé aux postes de choix des diverses antennes […] Alors à fond avec toi jusqu’à ce que ça change ! 

(Brezhoneg ‘barzh an tele ! Film kensavet gant Pieds dans le Paf/Canal Ty Zef).

Karta Sevenadurel Breizh

Diwar an dekvloavezh a virvilh sevenadurel hag a stourm politikel-se e voe kensinet Karta Sevenadurel Breizh gant Valéry Giscard d’Estaing d’ar 4 a viz Here 1977, asambles gant Rannvro Breizh hag he femp departamant. Arabat disoñjal ivez e vo graet « bloavezhioù poultr » eus ar bloavezhioù 1976-1978, oberiant ma oa an FLB d’ar c’houlz-se. Moarvat ivez eo bet broudet VGE da lezel boued gant an Emsav sevenadurel pa oa an dilennadegoù parlamant da vezañ e miz Meurzh 1978.

« Unan eus disoc’hoù kentañ Karta Sevenadurel Breizh (lakaet ofisiel e 1978) a vo daougementiñ an niver a eurvezhioù e brezhoneg er skinwel, peurgetket a-drugarez d’un abadenn nevez anvet Triwec’h ha Tri-Ugent, skignet a bep eil gant Breiz o Veva » eme Mevena Guillouzic-Gouret en ur studiadenn embannet e-barzh ar gelaouenn Al Lanv e 2013 (8).

Selaouomp ivez ar pezh a lavare Yvonig Gicquel, a oa bet e penn kentañ raktres ar Garta, e miz Meurzh 1979 :

« Depuis la mise en application de la Charte, le temps d’antenne alloué aux émissions bretonnes est passé de 148 heures 20 à 251 heures 45 pour la radio et de 11 heures 26 à 22 heures 16 pour la télévision. Certes, en chiffre bruts, il y a progrès, mais n’oublions pas que la plupart des horaires de diffusion se situent pendant les heures de travail et qu’il ne serait guère de bon ton de pavoiser pour quelques 3 minutes de moyenne quotidienne en télévision. Et puis, n’oublions surtout pas que les Bretons de Loire-Atlantique, malgré l’engagement de la Charte, sont toujours privés des émissions télévisées culturelles et n’ont même pas le droit aux nouvelles sur l’actualité bretonne. »

Goude trec’h an tu kleiz

E 1982 e voe savet Radio Bretagne Ouest (RBO), skinva digreizennet eus Radio France, gant skoazell departamant Penn-ar-Bed. Ha sed ar pezh a embanne ar C’huzul Meur d’ar c’houlz-se : « la place de la langue et de la culture bretonne doit être privilégiée et passer de 5h30 par semaine à 5h30 par jour ». E-barzh kael ar programmoù e oa da vezañ 720 munutenn a abadennoù brezhonek bep sizhun ha 1260 munutenn a abadennoù divyezhek. Ar pezh a raje kement ha 33 eurvezh a vrezhoneg bep sizhun, da lâret eo 4e30 bemdez (9).

rbo-2oulskoude, kerkent ha lañset an traoù e vo tud o sevel a-enep. D’ar 24 a viz Even 1983 da skouer e voe aloubet studio RBO e Kemper, war greiz an deiz, gant stourmerien ur strollad politikel nevez savet, Emgann. Dont a reont a-benn da lakaat skignañ ur pennad-kaoz divyezhek war gwagennoù ar radio zoken : « Dre aloubiñ studio RBO e fell da EMGANN sevel a-enep d’an doare m’eo bet savet radio digreizennet « Radio-France » e Kemper. Degas a ra Emgann da soñj eo bet an emsav politikel nemetañ o sevel sklaer, adalek ar 27 a viz Gouere 1982, a-enep da RBO. » Kontrol eo ar stourmerien da ziviz renerien Pariz :

  • - « chom hep derc’hel stad eus ar radiooù bro ha lec’hel a zo dija […]
  • - mont a-enep kinnigoù darn vrasañ ar c’hevredigezhioù sevenadurel hag ar strolladoù politikel bodet e-barzh an Talbenn Sevenadurel Araokour (gant ar P.S. e-barzh!) hag a c’houlenn ma vefe savet ur servij radio-tele, lies-stumm demokratel war Vreizh a-bezh.
  • - chom hep seveniñ promesaoù Kuzul Jeneral Penn ar Bed da skignañ 5e30 a vrezhoneg bemdez.
  • - terriñ unvaniezh hor Bro muioc’h c’hoazh eget araok (e teir lodenn bremañ e lec’h 2).
  • - postañ kalz re nebeut a arc’hant da brenañ mekanikoù, kirri-tan, da baeañ tud, da stummañ anezho. » (10)

Etre 1982 ha 1985 e vo krennet tamm-ha-tamm an amzer skignañ e brezhoneg war RBO, abalamour ma ne oa ket plijet an dud gant an abadennoù divyezhek, gouez da René Abjean.

A-bouez eo lâret ivez ec’h a war-raok ar brezhoneg e-maez ar servij publik e-pad an amzer-se. Abaoe 1981 ec’h eo bet digoret ar gwagennoù d’ar « raidoioù libr » hag e giz-se e teu war wel e 1983 div radio gevredigezhel a ro un tamm brav a blas d’ar brezhoneg, Radio Kreiz Breizh (RKB) ha Radio Bro Gwened (RBG).

Evit a-sell ar skinwel e voe roet lañs er memes bloavezh d’un abadennig geleier savet gant skipailh FR3 Brest, An Taol Lagad, sizhuniek d’ar c’houlz-se. An abadenn Chadenn ar Vro a voe lañset e 1984 dindan renerezh Youenn Gwernig. Gant an abadenn nevez-se e tremened war FR3 e 1985 eus 40 munutenn a vrezhoneg bep sizhun da 1 eurvezh 30. Met « e-pad an unnek vloaz ma vo skignet Chadenn ar Vro e cheñcho alies-tre he fadelezh hag he eurioù skignañ. » (11)

Setu ur sell dre vras war istor ar stourm evit ar brezhoneg er skingomz hag er skinwel etre 1969 ha 1985. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1980 e krog tud SAB, war o fouez, da lakaat ar gaoz war ar stourm-se ivez. Met an dra-se a vo gwelet ar wech a zeu…

T.L.J.

***

(1) GALV. Livre blanc et noir de la langue bretonne, Ar Falz, n° 4, Mezheven 1969.

(2) Breiz o Veva, « An Oriant : kerzadenn GALV », 3 a viz Mezheven 1971.

(3) Amañ, Emgleo Breiz! Evid yez, sevenadur ha frankizou breiz, Emgleo Breiz, Here-Du 1973.

(4) ibid.

(5) Ar Fulenn, n°16, 07/11/1976.

(6) ibid.

(7) Ronan Hirrien, « 50 vloaz, istor ar skinwel e brezhoneg », France 3 Breizh, 2014.

(8) Mevena Guillouzic-Gouret, « Ar brezhoneg er skinwel abaoe 1964 », Al Lanv, n°130, Eost 2013.

(9) Sifroù gant Murielle ar Morvan, kounskrid IUT kazetennerezh Bourdel, « Keleier Breizh ou l’information en langue bretonne sur RBO », 1988 (meneget gant Stefan Moal).

(10) « R.B.O. Aloubet », Bremañ, n°22, Gouere-Eost 1983, p.2.

(11) Mevena Guillouzic-Gouret (2013).

Hag ivez diwar…

M. Nicolas, Histoire de la revendication bretonne des origines jusqu’aux années 1980. Speied, Coop Breizh, 2007.

C. Geslin, P. Gourlay, J.-J. Monnier, M. Denis, ha R. L. Coadic, Histoire d’un siècle : Bretagne 1901-2001 : L’émancipation d’un monde. Montroulez, Skol Vreizh, 2010.

« Radio-Tele-Brezhoneg. La bataille des 10% », Armor-magazine, n°86, Meurzh 1977, p.41.

« RTB. Un combat pour la liberté d’expression contre la médiocrité », Breizh, n°243, Meurzh 1979.

S.Moal, An abadennoù radio-tele e brezhoneg. Emdroadur abaoe ar bloazioù 1960 ha studi an abadenn keleier An Taol Lagad. Tezenn doktorelezh, diembann, Skol-Veur Roazhon 2, 2004.

Viewing all 199 articles
Browse latest View live