Quantcast
Channel: Brezhoneg / Articles en Breton – Bretagne Info
Viewing all 199 articles
Browse latest View live

Kerzhadeg noz hep ar baotred

$
0
0

Kerzhadeg noz hep ar baotred d’ar merc’her 11/03 e Roazhon

Merc’hed, lezbianezed, etrereviad.ezed

 

Piv omp ni ?

Ni zo merc’hed, lezbian, , divreviadez, arallreviadez, queer, etrereviadez, du, bras, komunourez, liberterez, tev, gant ur c’harr-samm, gant ur gouel war hon fenn, gant liv war hon dremm, gant brozhioù, moan, bihan, blevek pe divlevet, yaouank, kozh, studierez, mekanikourez, klañvdiourez, labourerez ar reizh, ijinourez, mamm, c’hoar, divugel, merc’hed gant bugale, dibaper, gallez, breizhadez, enbroadez, merc’h da dud enbroet, anreviad, dirollet. Ni zo an holl draoù-se ha lorc’h ennomp.

Ur gerzhadeg ? D’ober petra ?

Evit adperc’hennañ an egor foran ha mont e-maez an dachenn brevez e lec’h omp sañset bezañ dalc’het diwar c’hoant ar gevredigezh patriarkel.

Evit krediñ kemer ar gaoz ha bezañ gwelet hep mezh nag aon.

Evit embann hor gwir da vezañ er straed n’eus forzh pegoulz ha gwisket evel ma fell deomp, gant ur gouel, ur vrozh, pe botoù gant seulioù uhel, ur re vragoù berr, ur pijama pe dilhad sport…

Perak ‘ta e-pad an noz ?

 Peogwir e fell deomp adperc’hennañ an noz ha peogwir e plij an noz deomp.

Evit al lodenn vrasañ ac’hanomp hon eus aon pa vezomp hon unan en noz, aon da vezañ barnet , galvet, heuliet, taget, gwallet, harzet…

Peogwir omp lakaet izel ha goanet gant ar gevredigezh hag he frezegenn a embann «  he deus paket ar pezh a glaske » .

Abalamour da betra kerzhet en un doare nann gemmesk ?

 -Evit adperc’hennañ hon dizalc’hiezh

-Peogwir n’hon eus ket ezhomm eus gwaz ebet evit bezañ en hor bleud e-pad an noz.

-Peogwir «  Arabat eo dit dieubiñ ac’hanon, gouest on d’en ober ma unan ! »

-Evit ar c’henc’hoarezh, evit talvoudekat ar c’hengred etrezomp, er straed, er stourmoù, er vuhez…

-Peogwir e vez eus emzalc’hioù disprizius evit ar merc’hed pe an heñvelreizhidi e pep lec’h : er manifoù, en davarn, e metoù ar stourmerien, er gêr, en tren-buzhug , e straed ar sec’hed , er skol-veur, er preti, war al lec’h labour….

 

Kredomp adkemer ar straed ! Gwregelourezed e vefomp keit ma vo ezhomm !

 

Emgav d’ar merc’her 11 a viz Meurzh , 7e30 noz plasenn Hoche Roazhon.

Kenaozet gant : Strollad enep faskour Roazhon, CNT-KBL, RUSF-RSMHH, Studierezed ar Sindikad Solidaire-Kengred ,izilizo eus an UNEF-UBSF

 

Goude an 8 a viz Meurzh n'eo ket echu ar stourm.

Goude an 8 a viz Meurzh n’eo ket echu ar stourm.


Ivana Hoffman, 19 vloaz, marv evit frankiz ar gurded

$
0
0

Gouvezet e oa bet d’an 8 a viz Meurzh, un devezh arouezius evit ar gwregelourezed a stourm evit o frankiz er bed a-bezh, e oa aet Ivana Hoffmann da anaon. C’hoarvezet e oa un nebeud deizioù a-raok e doug un emgann taer war an talbenn e Tel Tamr, ur gumun assirian ha kristen e Kurdistan ( stad Syria ) nebell eus ar Rojava.

Marvet eo ar plac’h yaouank se d’an oad a 19 vloaz, ezel e oa eus ar MLKP ( Strollad Komunour Marksour Leninour ). Skoaz ouzh skoaz gant stourmerien Kurd ar PKK ( Strollad Labourerien Kurdistan) emañ izili an MLKP tro dro da gKobane ( el lodenn eus Kurdistan dindan beli Syria)   evit taliñ ouzh muntrerien ar Stad Islamek en Irak hag er Sav-heol (DAESH) a glask lakaat o c’hrabanoù war Tel Tamr ha parrezioù all.

Evel o c’henseurted eus an TKP/ML* hag o skourr armet TIKKO** (komunourien all eus Turkia ) e kav dezho o deus ar gurded ar gwir d’en em dermeniñ ha da gaout ur stad dizalc’h.

A-gevred e stourmont abaoe bloavezhioù e mennezioù Anatolia hag e toulloù-bac’h Turkia ha bremañ neuze en tu all d’an harzoù gant Syria.

Ivana Hoffman a oa a orin eus an Alamagn , deuet e oa da Gurdistan da heul galv an MLKP da grouiñ brigadennoù etrebroadel diwar skouer reoù republik pobloù ha labourerien ar stad spagn e 1936.

Ma vez kaoz alies er mediaoù bras eus tud yaouank a orin eus banlevioù kerioù bras ar c’hornog aet da vrezeliñ gant DAESH, ne reer ket kalz anv eus an « estranjourien » deuet da harpañ ar stourmerien Kurd.

Daou all a oa marvet war an talbenn er sizhunvezhioù tremenet , unan eus Aostralia hag egile eus bro-Saoz.

En un diskleriadenn enrollet a-raok ha marv e embanne Ivana e felle dezhi kenderc’hel gant ar gurded da zieubiñ lodenn o bro a zo dindan gwask Ankara ur wezh adroet he frankiz d’al lodenn ac’hubet gant Syria. Siwazh ne welo biken an devezh se.

 

Keleier Breizh Dieub ha Sokialour.

 

*TKP/ML : Strollad Komunour Turk/Marksour-Leninour

**TIKKO : Arme ar vicherourien hag ar beizanted evit dieubidigezh Turkia

ur stourmer eus an MLKP war an talbenn e Kobane

ur stourmer eus an MLKP war an talbenn e Kobane

Lun fask 2015

$
0
0

Evel bep bloaz ez eo bet lidet e-pad dibenn sizhun pask emsavadeg Ebrel 1916 gant holl republikaned Iwerzhon.

Da heul un emsavadeg armet kenaozet etre Arme Keodeded Iwerzhon ha Kenvreuriezh Republikan Iwerzhon e oa bet diskleriet gant pennoù an disujidi republik kentañ Iwerzhon. An daou arme az eas unvan goude evit dont da vezañ Arme Republikan Iwerzhon ( IRA ).

Ma oant bet koll war an dachenn vilourel, ha fuzuilhet ar re a oa en o fenn e vez sellet ouzh an darvoud mañ evel hini ganedigezh ar vroadelouriezh arnevez en Iwerzhon. Ul levezon padus zo c’hoazh gant an darvoud hiziv an deiz evel m’en doa maget ha ma dalc’h da vagañ awen broadelourien ar pobloù hep stad er bed a-bezh.

D’an devezh se e vez kerzhet peurliesañ betek beredoù pe lec’hioù istorel evit rentañ enor da emsavidi 1916 a glaskas difenn gant an armoù ar gwir evit pobl Iwerzhon da gaout ur republik dizalc’h war en enezenn c’hlas. An holl strolladoù republikan a gemer digarez an devezh se evit prezegenniñ diwar-benn ar stourm a vremañ evit echuiñ gant an hent boulc’het e 1916, enoret e vez ivez an holl dud marvet abaoe 1916 evit ma vo dieub da vat ar vro.

640px-Easter_Proclamation_of_1916

Lidoù a bep seurt.

A-benn bloaz e vo lidet ar 100vet deiz-ha-bloaz eus an emsavadeg brudet se. Ar bloaz mañ ez eo an holl o deus bet c’hoant diskouez e oant mui pe vui gwir dougerien herezh politikel harozed 1916.

Lidoù ofisiel zo bet er republik aozet gant ar stad met ivez gant a bep seurt kevredigezhioù, bodadegoù keodedel ha strolladoù ar pezh a ziskouez e chom bev mat eñvorenn stourmerien pask e kalon ar bobl.

Deus tu ar strolladoù republikan ez eo gant Sinn Fein Gerry Adams ha Martin Mc Guiness eo bet aozet ar c’herzhadegoù ledanañ e Belfast, Dublin pe Derry dirak miliadoù a dud. E Belfast Gerry Kelly , unan eus pennoù bras ar strollad, en doa taget en e brezegenn ar strolladoù a nac’h an emglev a beoc’h brudet dindan anv «  emglev ar gwener mat » sinet gant e strollad e ebrel 1998. Difennet en deus d’ar stourmerien ar strolladoù a dalc’h gant ar feulster armet da implij anv an IRA pa boueze MaryLou Macdonald e Dulenn ( bet kannadez Sinn Fein e Parlamant Europa ) war ar c’hoant a justis sokial a vez c’hoazh hiziv an deiz e kalon oberennoù stourmerien ha stourmerezed he strollad . Videoioù a gaver dre aze.

Ar strolladoù republikan all , hag a zo kalz bihanoc’h o levezon eget Sinn Fein o doa int ivez e pad an dibenn sizhun aozet darvoudoù liesseurt, diaes eo renabliñ an holl. Sed aze un nebeud, e touez ar re bouezusañ moarvat.

Ar strollad Republican Network for Unity (Rouedad Republikan evit an Unvaniezh ) krouet un nebeud bloavezhioù evit enebiñ ouzh emzalc’h nevez Sinn Fien gant un dornad tud a oa bet en toull-bac’h evit an IRA en doa dibunet e Dundalk. Un nebeud kantadoù a vignoned ha izili eus RNU gant strolladoù sonerien fleut republikan a oa deuet eus Iwerzhon ha Skos da seniñ ha da zibuniñ aze a-raok meur a brezegenn daer a enep da bolitikerezh sokial republik Iwerzhon ha disparti an enezenn. Ur gemmenadenn a berzh prizonidi politikel tost da RNU ha bac’het er su hag en hanternoz zo bet lennet evel diskleriadur republik 1916.

E bered Lurgan

E bered Lurgan

Ar strollad Republican Sinn Fein ( un disrann eus ar Sinn Fein all ) en doa aozet un tamm mat a emgavioù e pep korn ar vro koulz hag e bro Skos hag er stadoù unanet ( e metoù Iwerzhoniz divroet ). E unan anezho e Lurgan ( hanternoz ) e oa deuet a benn d’en em silhañ en engroez bodet e bered ar gumun ur stourmer eus ar c’hContinuity IRA. Goude bezañ diskoachet ur bistolenn e oa bet klevet tennadennoù war zu an oabl e koun ar stourmerien marvet. Continuity IRA zo unan eus ar strolladoù a nac’h an emglev a beoc’h hiziv an deiz , meur a brizoniad bolitikel zo bac’het evit bezañ bet ezel eus ar strollad armet a vefe tost tre eus RSF.

Izili CSM 32 zo bet oc’h aozañ lidoù liesseurt e Dulenn, Belfast, Cork ha Derry, Kerry. Ar CSM 32 ( Komite evit souvereniezh an daou gontelezh ha tregont ) zo kinniget evit bezañ tost eus ar strollad armet anvet an IRA Nevez. Evel o c’henseurted eus an IRA menneget a-raok oe vezont stank e prizonioù an norzh hag ar republik.

Ar strollad marksour leninour IRSP ( Irish Republican Socialist Party/ Strollad Republikan Sokialour Iwerzhon ) en doa bodet kantadoù a dud en Derry ha Belfast e lec’h m’eo bet kreñvig a viskoazh. Ar banniel ruz zo bet lakaet da strakal gante e-doug diskleriadennoù rust evit an emglev a beoc’h, an arme saoz, Sinn Fein ha politikerezh sokial ar republik.

O breudeur vihan eus ar strollad Eirigi ( war-sav ! e gouezeleg ) o doa graet kement all e Dulenn, Belfast,Wexford hag un toullad lec’hioù all.

Dibunadeg an IRSP

Dibunadeg an IRSP

Oberiant tre e oa e mizioù tremenet izili an holl strolladoù republikan, dreist holl er stourmadegoù evit ma chomo digoust an dour er republik. Un nebeud emvodoù publik ha manifestadegoù zo bet aozet en doare unvan a-walc’h etre ar strolladoù a rebech da « emglev ar gwener mat » bezañ diefed war o falioù pennañ : unvaniezh an enezenn ha distro ar soudarded saoz en o bro koulz ha statud ar brizonidi.

War dachenn ar stourm armet e chom kalz izeloc’h ar feulster evit ma oa a-raok an emglev a beoc’h, met alies e vez embannet gant ar servijoù polis e labour muioc’h mui ar strolladoù armet kenetrezo daoust ma chom dizalc’h An IRA Nevez eus ar c’hContinuity IRA ha deus ur strollad all ( hag a vije hep skourr politikel publik ) a ra gant anv gouezeleg Arme Republikan Iwerzhon , da lâret eo : Oglaigh Na hEireann .

Derc’hel a ray a-benn bloaz an holl strolladoù republikan da glask lakaat war wel pegen kreñv e chomont an eil da geñver egile ha da embann e chomo 100 vloaz goude mennozhioù James Connoly ha Padrig Pearse mennozhioù a vremañ a ranker derc’hel da glask tizhout ne vern an doare ma vez gant pep hini d’o zifenn.

Keleier Breizh Dieub Ha Sokialour.

Ur sonadeg Rap aozet evit ur Skol Diwan.

$
0
0

Boaz e vez ar skolioù Diwan da aozañ a bep seurt darvoudoù evit rastelaat gweneien da arc’hantaouiñ mont en dro ar rouedad skolioù dre soubidigezh.

Gant lod e vez aozet predoù, foarioù da werzhañ traoù kozh, festoù deiz ha festoù noz evel-just, kerzhadegoù evel tro Menez Are….

Pep tra zo mat da zastum un tamm moneiz evit paieañ ar gelennerien n’int kemeret e karg gant ar stad, an implijidi nann gelennerien a vez gopret gant hogos pep skol. Ret eo soñjal ivez e frejoù ar savadurioù ma vefent prevez pe feurmet gant un ti-kêr…An holl draoù se zo d’ober ouzhpenn da werzhañ tikidi tombola pe deiziadurioù….

25 avril à plougonver

Lod deus ar skolioù Diwan a glask kinnig darvoudoù divoutin, evel ma ra bep bloaz Skol Diwan Ar Meziaer/Magoer e-kichen Roazhon, gant hec’h emgav reoliek anvet Samhain e penn kentañ miz Du ma vez pedet ennañ strolladoù Metal, pe punk d’ober trouz forzh pegement !

Skol Diwan Plouvenevez Moedeg he deus dibabet un hent damheñvel en ur bediñ daou strollad Rap eus Brest ( Alerte Rouge ! ha La Plume ) da rannañ al leurenn gant Trouz an Noz , ur strollad punk gallo-brezhonek bet gwelet e Gouel Broadel ar brezhoneg da skouer.

An holl anezho a deuy evit ur priz dister daoust da lod kanañ e galleg, ar pezh a ziskouez ne chom ket diseblant rapourien karterioù Brest ouzh dazont hor yezh.

Deomp da c’houzout ez eo ar wezh kentañ d’ur skol Diwan kouviañ rapourien, ar re a vefe dedennet evit mont da selaou a rank notenniñ an deiziad : D’ar sadorn 25 a viz Ebrel hag al lec’h, anvet « Dibar » war gumun Plougonveur. ( e kreisteiz an hent bras etre Montroulez ha Gwengamp ).

Gouel Broadel ar Brezhoneg e Tremargad City

$
0
0

Deut en-dro GBB goude tri bloaz o kousket c’hwek. Ha ni laouen o welet ez eo Ai’ta an hini a vo o sammañ ar wech-mañ hêrezh brav ur gouel savet evit ar wech kentañ e 1987, diwar intrudu Stourm ar Brezhoneg (SAB, SAB, SAB !) hag Emgann (an tu kleiz dizalc’hour). Ur gouel evit ar brezhoneg ofisiel, ur gouel a embann ez eus gwirioù yezhel ha politikel gant ar Vretoned, ur gouel a lavar a-vouezh uhel : « les droits qu’on a, on les prendra ! »

10vet deiz-ha-bloaz Ai’ta, un digarez da riboulat met ivez da deurel ur sell kritik (emichañs) war dek vloaz a stourm. Petra zo bet gounezet ? Petra zo bet c’hwitet ? Peseurt strategiezh evit an dazont ? Peseurt kenlabour gant ar strolladoù/kevredigezhioù all hag a stourm evit cheñch ar gevredigezh ?

Kostez Kreiz-Breizh e vimp e fin miz Mae, n’eus ket da dortal. Dont a rimp evit kaozeal dichipot, reiñ hor soñj ha klask kas ar stourm evit ar brezhoneg war-raok.

Keno ‘benn fin miz Mae ‘ta !

11150571_10205449117283490_4510544420958524190_n

 

Gouel Broadel ar Brezhoneg (1987-1999)

$
0
0

A-benn miz rik e vo deus Gouel Broadel ar Brezhoneg ha 10vet deiz-ha-bloaz Ai’ta, e Tremargad (23-24 a viz Mae). Setu amañ un tamm testenn a gont peseurt mod e oa bet ganet GBB. Emichañs e talvezo d’an dud da anavezout gwelloc’h ul lodenn(ig) eus istor ar Stourmoù evit ar Brezhoneg. Lennadenn vat !

Gouel ar Brezhoneg (1974-1983)

E kêr Wengamp an hini eo, er bloaz 1974, e voe aozet evit ar wech kentañ « Gouel ar Brezhoneg », diwar youl teir c’hevredigezh : Skol an Emsav, Ar Falz ha Brezhoneg Yezh Vev. Bep bloaz, betek 1983, e vo deus ar gouel, a-drugarez da labour Skol an Emsav dreist-holl, sikouret gant tud deus ar vro : e Gwengamp (1974), Kastell-Paol (1975), Pont -‘n-Abad (1976), Karaez (1977), Zinzag Lokrist (1978), Ar Roc’h-Derrien (1979), Plabenneg (1980), Plogoñv, Pontekroaz ha Douarnenez (1981), Gwengamp (1982), ha Pondi (1983). Berzh-diverzh a raio ar gouel, hervez ar bloazioù, al lec’hioù hag an dud a raio war e dro. Pemp mil den a vo gwelet o tont da Wengamp e-doug ur sizhunvezh gouel e 1982 da skouer (« pevar fezh-c’hoari, tremen 50 c’hoarier, 2 film, ouzhpenn 80 kaner ha soner, gant, en o zouez, 13 strollad sonerezh. Da lâret eo an holl bezhioù-c’hoari e brezhoneg prest d’ar c’houlz-se ha kazi an holl ganerien vrezhoneg » (1). Met 1800 hepken a voe gwelet e Pondi er bloaz war-lerc’h (2).

Anat eo d’an aozerien ar ster politikel roet d’ar gouel, kinniget evel un « arouez eus youl labourerien Vreizh da vevañ en o bro, arouez o youl ivez da larout o soñj evel ma karont, hag er yezh a zo o hini » (3).

Image_scre75

http://www.dastum.bzh/

Ur gouel hollvrezhonek eo sañset Gouel ar Brezhoneg bezañ. Met chikan a sav un tamm diwar « reolenn an unyezhegezh » evel ma lenner gant Herve ar Beg goude Gouel 1982 : « Ranket hon eus herzel ouzh un ezel eus SAE da gomz galleg ha « sach-blev » zo bet gant Glenmor, memes, en abeg-se. Adalek ar penn kentañ, e 1974, ez eus bet divizet ober gant ur yezh hepken e-kerz ar gouel. Ma ne vezer ket start war se, gwelloc’h cheñch anv d’ar gouel » (4).

Kerse a gav ivez an toullad kembreiz deuet da ouel Pondi, gant an nebeud a vrezhoneg a glevont, hervez kont. Sed a lenner diwar bluenn Zonia Bowen e-barzh ar gelaouenn CARN en hañv 1983 : « Kudenn ar C’hembread en deus klasket deskiñ un tamm brezhoneg eo pegen ral e c’haller klevout unan bennak o komz ar yezh. Pa glevjomp e oa Gouel ar Brezhoneg da vezañ dalc’het e miz Mae e Pondi, ha ni e Breizh da geñver un dra all er sizhun a-raok, e rejomp hor soñj chom pelloc’h er vro da vont d’ar Gouel, da gaout, a gredemp, ur sizhunvezh a vrezhoneg nemetken. Met kerse a voe ganeomp, n’eo ket abalamour da live an abadennoù, rak kaer e oa kan, sonerezh ha filmoù, met en abeg d’an nebeud a zoujañs d’ar brezhoneg ». Ha Mark Kerrain da ouzhpennañ e desteni un tammmig pelloc’h er pennad, goude lakaat ar gaoz war diaesterioù arc’hant ar gouel :« ne ya ket pep tra mat gant Gouel ar Brezhoneg, pa ouezor ez eus bet ur c’holl a 3 million a lurioù kozh […] Goude-se, eveljust, pa vez klevet brezhonegerien evel Eric Marchand, eus ar strollad Gwerz, o c’hallegiñ war al leurenn evit e sellaouerien, eo anat ez eus un dra bennak a-dreuz. Ma ne gomz ket brezhoneg ar re a oar, piv a ray ? » (5)

Bezet a vezo, Gouel ar Brezhoneg bet lañset e 1974 a vo un darvoud kaer evit lakaat ar yezh war wel, hag un nebeud bloavezhioù goude, sur-mat e oa c’hoazh ar gouel-se en tu bennak war spered an dud ac’h aio da grouiñ « Gouel Broadel ar Brezhoneg. »

Image_scre

http://www.dastum.bzh/

Gouel Broadel ar Brezhoneg

D’an 21 ha d’an 22 a viz Meurzh 1987 e voe dalc’het e Karaez kentañ Gouel Broadel ar Brezhoneg. N’eo ken ar bloaz war-lerc’h e vo dibabet ober gant an anv-se e gwirionez. Er bloaz kentañ eo kinniget an darvoud e-giz ur gouel hag ur vanifestadeg o c’houlenn e vefe ar brezhoneg « yezh ofisiel e Breizh ». Diwar intrudu izili ar C’HONSEO e Breizh, Stourm ar Brezhoneg hag Emgann, e voe roet lañs d’an traoù, gant skoazell « Kenurzhierezh Sevenadurel Breizh » hag an driwec’h strollad breizhek liammet outañ, evel da skouer : Kuzul ar Brezhoneg, Unvaniezh ar Studierien Vrezhoneg, Dastum, Bretagne Gallèse, Association des Etudiants de Gallo, Association des Enseignants de Gallo, Skol an Emsav, Diwan, Ar Falz, Dalc’homp soñj, Association des professeurs de langue bretonne (Bro Bariz), Unvaniezh ar Gelennerien Vrezhoneg, Emgleo Breiz, Kendalc’h, Kevredigezh ar Studierien war ar Brezhoneg (Bro Bariz).

Splann eo al liv politikel roet d’ar gouel, kinniget evel « un devezh etrevroadel evit ar yezhoù gwasket pe nac’het », ur gouel « evit diskouez d’ar Stad C’hall ez eo bev ar brezhoneg. Evit diskouez da Europa a-bezh ez eo bev Pob Vreizh. Evit prouiñ d’ar bed ez eus ur yezh ganeomp-ni Bretoned, ur yezh birvidik ganeoc’h-c’hwi mignoned Països Catalans, ur vouezh o sevel a greiz an trouz e Bro Euskadi. Ya, aze emañ an dalc’h. Stourmomp holl a-gevret, digoromp hon genouioù hag hon daou lagadoù ha krouomp ar frammoù hon eus ezhomm evit difenn ha skignañ ar brezhoneg. Brezhoneg yezh Pobl Vreizh en deus da vezañ Brezhoneg yezh ofisiel e Breizh » eme Erwan ar C’hoadig, sekretour (evit Breizh) Kuzul Etrevroadel ar Broadoù hep Stad. 6

Brav e teu an taol gant an aozerien ha pemp mil den a zeu da Garaez er bloaz kentañ. Kemend-all a dud a vo gwelet e miz Meurzh 1988 ha muioc’h zoken e miz Ebrel 1989 hervez an aozerien (tro c’hwec’h mil den). Ouzhpenn pemp mil den a vo adarre e miz Even 1990 hag e miz Mae 1991.

Kement gouel zo un digarez da zegas da soñj d’an dud ar stourmoù diwezhañ kaset e-pad ar bloavezh. Ordin er bloavezhioù kentañ e teu Dominig Jolived da zistagañ ur brezegenn war al leurenn en anv Stourm ar Brezhoneg hag Emgann. E 1987 e lak ar gaoz war ar stourm evit ar brezhoneg er skingomz hag er skinwel, en deskadurezh, er vuhez ofisiel ha foran, menegiñ a ra trec’hioù Stourm ar Brezhoneg war dachenn ar panelloù, ha lâret ur wech ouzhpenn pegen ret eo lakaat ar brezhoneg da yezh ofisiel e Breizh :

« Ma ‘zomp ken niverus hiziv e Karaez eo dre ma santomp holl eo poent bras ober ur c’hammed war-raok er stourm evit hor yezh hag hon fobl, hag enebiñ kreñv ouzh politikerezh ar Stad C’hall a zalc’h da nac’h e blas d’ar brezhoneg e kement tachenn a zo.
– E hini ar skingomz hag ar skinwel, da gentañ : pelec’h emañ an abadennoù brezhoneg prometet deomp e Radio Breizh Izel pemp bloaz ‘zo ? Pet eurvezh a vrezhoneg a vez skignet gant Radio Arvorig bep sizhun ?
Piv ac’hanomp en deus goulennet diblasañ an abadenn « Chadenn ar Vro » en FR3, goude ma oa dija ken nebeut all a vrezhoneg ?
– Mouget ‘vez ar brezhoneg e tachenn an deskadurezh ivez : Dasout d’an testennoù ofisiel ez eo dibosupl evit an darn vrasañ eus bugale Vreizh da heuliañ kentelioù brezhoneg er skol. Piv ‘zo penn kaoz ma n’eo ket mevelien ar Stad C’hall, pe skolaerien, pe gelennerien, pe renerien skol, pe ensellerien, pe rektor a akademiezh e vefent ?
Pet skol divyezhek publik a vo digoret a benn da vloaz ? Pet skolaer a vo stummet war ar brezhoneg er skolioù-mistri ?
Pevare ‘vo savet un DEUG a benn krouiñ plasoù kelennerien war ar brezhoneg er skolajoù hag el liseoù ?
Hag ar skolioù Diwan ? Ha lezel a raimp hon enebourien da zistrujañ ar pezh omp deut a benn da sevel en ur ober dek vloaz ? Sur ne raimp ket !
– E-barzh ar vuhez ofisiel ha foran e vez nac’het ivez e blas d’ar brezhoneg : ur yezh hag ur yezh hepken a vez aotreet e-kerz an darempredoù etre ar vrezhonegerien hag ar servijoù publik : ar galleg.
Ha m’omp deut a benn da c’hounit traoù ‘zo war dachenn ar panelloù-hent eo goude bezañ kaset war-raok ur stourm hir ha kalet.
Ret eo anzav n’eus politikerezh hollek ebet en dachenn-se a-berzh pennoù bras ar stad hag an dilennidi. Bolontez vat un toullad maered hag ur C’huzul Jeneral ha netra ken.

En dachenn-mañ, kement hag en tachennoù all e rankomp gounit ur STATUD A YEZH OFISIEL evit ar brezhoneg e Breizh.
Dreist d’al lugan e talv kement-mañ e vo anavezet ha degemeret ar brezhoneg evit yezh vroadel hon fobl, da larout eo e vo roet e holl blas dezhañ e kement tachenn eus ar vuhez sokial, sevenadurel hag ekonomikel.
War verr-dermen e talvez evidomp e rankimp :
1- gounit ur chadenn skingomz hag ur chadenn skinwel e brezhoneg evit Breizh a-bezh,
2- kaout an tu d’ober gant ar brezhoneg e kement degouezh eus hon buhez prevez ha foran,
3- lakaat ar brezhoneg da zanvez ret en deskadurezh.
Ur statud a Yezh Ofisiel a vo talvoudus da stourm ouzh an dilabour hag an harlu evit labourerien Vreizh dre ma krouo milieroù a blasoù labour er skolioù, en embann, er selled-ha-kleved, en enklask, er c’hoariva ha sinema… »

Image_scre95

http://www.dastum.bzh/

E-giz ur melezour eus stourmoù ar mare e teu ar vodadeg da vezañ. Bep bloaz (er penn kentañ) e vez gouestlet ar gouel d’un tem bennaket : ar brezhoneg er mediaoù (1988), en deskadurezh (1989), ar brezhoneg hag ar yaouankizoù (1990). Diwar lenn ar prezegennoù e weler gant petra eo bet prederiet ar stourmerien e-pad ar bloaz. E 1990 da skouer emañ adarre Dominig Jolived dirak engroez ar gouel, berv ennañ, o tegas war spered an holl ez eus bet bac’het ur stourmer politikel e-pad mizvezhioù peogwir en devoa nac’het mont e galleg ouzh al lez-varn :

« Ar Brezhoneg er skol » a oa danvez ar gouel warlene. Bloaz war-lerc’h e rankomp gwelet ur wech ouzhpenn penaos n’eo ket aet an traoù war-raok. Derc’hel a ra ar Stad c’hall da nac’h DIWAN ha padal he deus sinet un emglev gant ar skolioù Euskareg, Katalaneg, Korseg hag Okitaneg. Ur post evit ar c’hapes Brezhoneg, seizh evit an hini Korseg. Penaos kompren an droukziforidigezh-se ? An dismegañs-se ? […] « Ar Brezhoneg hag ar re yaouank » eo danvez hon devezhioù stourm ha gouel hevlene […] Krog eo ar studierien hag al liseidi da c’houlenn ma vefe doujet ouzh gwirioù Breizh en hon skolioù. Krouet o deus ur gevredigezh, DAZONT. Ra ray berzh ! […] Stourm ar panelloù-hent n’eo ket gounezet c’hoazh, daoust ma santer ez a war-raok, a-drugarez da SAB. El lezioù-barn ez eo difennet atav ober gant ar brezhoneg. Gilbert Cabon en deus diskouezet, dre e emzalc’h, pilpouserezh ar Stad c’hall. Diouzh un tu e lid « gwirioù mab-den » en ur frotañ argant forzh pegement, « hon » argant ivez. Diouzh un tu all e talc’h un den en toull e-pad unnek miz war zigarez e venn eñ komz brezhoneg ! » (7)

Lies gwech en em gav ivez war al leurenn prezidant UGB (Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg) pe hini Diwan, e-giz Andre Lavanant e 1991, a gomz eus diaesterioù ha stourmoù ar brezhoneg er skolioù : « Piv ‘zo o tougen ar gelennadurezh vrezhonek ? N’eo ket an ensavadurioù bras, ar Stad pe an DDEC, nann, teir gevredigezh, o tic’hagniñ evit mont war-raok : Diwan, an APEEB, ha UGB […] Echu gant Diwan a-benn daou viz ? N’eo ket gant plijadur e vez distaget frazennouigoù a-seurt-se. Hiziv-an-deiz e c’hellfe c’hoarvezout » (8).

Hag e 1992, ur wech c’hoazh, enebiezh ar Stad ouzh ar skolioù brezhonek, diouzh sell aozerien ar gouel, hag afer an degemer graet da stourmerien Euskadi : « Diwan, ur wech ouzhpenn, zo en arvar. An « emglev » sinet gant ar Stad c’hall daou vloaz zo a ziskouez splann hiziv an deiz ar mankoù. Pemp den dambaeet gant ar Stad pa zo ouzhpenn kant implijiad e-barzh Diwan. Bourges, mevel Pariz e Breizh a c’houlenn gant Diwan kempouezañ e vudjed. Evel pa vefe pal ur skol gounit argant […] Bro c’hall, « bro ar frankiz », a laka en toull-bac’h Bretoned evit bezañ roet bod da Euskariz. Seizh anezho zo c’hoazh. Emeur o sevel Europa ar pobloù ? Nann, Europa ar bolis ! » (9)

Gouel Broadel ar Brezhoneg e Speied

Adalek Mezheven 1992 eo dilec’hiet ar gouel e Speied, ma vo oberiant-oberiant an ti-kêr hag ar goñversanted evit brezhonekaat ar barrez da geñver an darvoud. Goude 1992 e seblant SAB pellaat eus aozadur ar gouel (n’emañ ket e anv war ar skritelloù ken) evit leuskel ar plas da dud Emgann hag ar gevredigezh Kan an Douar (Landelo) a raio war-dro ar gouel betek ar fin. Hennezh a vo bloavezhioù-pad, evel ur skeudenn glok eus ar c’hrouiñ e brezhoneg war dachenn ar sonerezh hag an embann (bernioù standoù a oa). An holl ganerien ha sonerien, an holl strolladoù muzik breizhek o devo tro da vont war leurenn Gouel Broadel ar Brezhoneg : Youenn Gwernig, Gilles Servat, Glenmor, Alan Stivell, Bernez Tangi, Kristen Noguès, Jakeza al Lae, Jean-Yves ar Rouz, Ifig Troadeg, Mona Jaouen, Andrea ar Gouilh, E.V. Ha meur ha meur a hini all c’hoazh.

Bewech e vo kinniget d’an dud « ur sell war-zu ar sevenadurioù all » hag hervez an aozerien e tenn Gouel Broadel ar Brezhoneg tamm-pe-damm da « bodadoù bras Bro-Gembre pe Euskadi, an Eisteddfod hag an Erri-Eruatz » (10). Arzourien a-bep seurt broioù a vo pedet da zont, ha lod anezho brudet-mat : Meic Stevens (Kembre) e 1991, The Chieftains (Iwerzhon) hag I Muvrini (Korsika) e 1993, Idir (Kabili) e 1994, Elena Ledda (Sardigna) e 1995, The Wolfe Tones (Iwerzhon) e 1996, Ammouri M’bark (Maroko) e 1997, Carlos Nuñes (Galisia) e 1998, Granmoun Lele (ar Reunion), Tayfa (Kabili) ha Pat O’May e 1999.

Image_scre...

http://www.dastum.bzh/

War an ton bras eo kinniget gouel Speied e-barzh Combat Breton, kazetenn Emgann : « succès grandissant, ambiance exceptionnelle » eme titl ur pennad-stur, « Speied, capitale d’une Bretagne de rêve, de la Bretagne en fête, rebretonnisée, revendicative. Les milliers de personnes venues participer à ce grand rassemblement annuel auront palié, par un efficace bouche à oreille, le boycott de F3 et l’indigence de l’information écrite », memes ma ranker ansav n’eo ket deus an aesañ tout arc’hantañ ur seurt gouel : « les choix des organisateurs pour une grande diversité de spectacles à prix réduit, trouve ici ses limites. »

E Speied e vo savet ivez ur Bank Broadel ha moullet bilhedoù breizhek, warne penn an duk Yann IV, hini Anna Vreizh pe c’hoazh Roparz Hemon, Sebastian ar Balp ha Per Roy, diazezer Skoazell Vreizh (« Arc’hant Breizh, arc’hant reizh. Arc’hant gall, arc’hant fall ! » eme an aozerien !).

Berzh bras a raio ar gouel er bloavezhioù 1990. E miz Mae 1994 ez eo tro 10 000 a dud a zeu da dremen dibenn-sizhun ar pantekost e Speied (11).  Er bloaz war-lerc’h ez eus ouzhpenn 300 soner ha kaner, 230 den a-youl vat, hag en o zouez, 150 den eus Speied (12).

Image_scre94

http://www.dastum.bzh/

E Louargad e koun Glenmor (1997)

Tro 12 000 den a zeuio da gas anezhi e Gouel Broadel ar Brezhoneg 1997. Ha galvet an holl sonerien hag ur bern kanerien vrudet evit un abadenn e koun Glenmor : Gilles Servat, Patrick Ewen, Manu Lann Uhel, Bernez Tangi, Mona Jaouen, Kristen Nikolaz, Andrea ar Gouilh, Katell hag Yvon Etienne, asambles gant kensonerien gozh Glenmor. Ur pezh abadenn a enor evit an hini a oa deut meur a wech da zispakañ e ganaouennoù (Kan bale an ARB a skouer…)
Gouel Broadel ar Brezhoneg zo bet ur gouel sevenadurel ha politikel poblek en deus dedennet « en tu-hont d’ar pezh a vezer kustum da envel an « emsav » hervez Jañ-Mai Salomon, prezidant ar gouel, ha Yann Puillandre, ar sekretour (13).

Image_scre...97

http://www.dastum.bzh/

‘Benn ar bloaz 2001 ?

Goude gouel miz Mae 1999 e tibab an aozerien ober un tamm troc’h : « Divizet ez eus bet disterniañ evit ur bloaz, da brederiañ, da brientiñ war stummoù all d’ober, da zibab ul lec’h padus, da vont pelloc’h gant ar brezhoneg er gouel, ha da glask kenstrollañ kevredigezhioù all, dedennet gant ar brezhoneg » eme Yann Puillandre e penn kentañ ar bloaz 2000 (14). Ne vo ket gouel ebet e 2001 siwazh, moarvat abalamour ma rank luskad an tu-kleiz dizalc’hour gouzañv ar gwaskerezh deut da-heul afer Quévert, peurgetket. Dav e vo gortoz ar bloazioù 2010-2011 evit gwelet en-dro Gouel Broadel ar Brezhoneg o tont war wel.

Ur brezegenn ziwezhañ gant an aozerien, war dreuzoù ar c’hentañ kantved warn-ugent, ha war meur ha meur a dachenn, n’hallont ken gwelet n’eo ket aet an traoù war-raok d’an daoulamm… Hini ebet eus ar palioù meneget dindan n’eo bet tizhet hirie an deiz :

« Brezhoneg yezh ar vro

Trizek vloaz ‘zo emaomp o reiñ lañs d’ar gouel-mañ da zifenn ha da vrudañ ar Brezhoneg ha da gas war raok an emskiant vroadel e touez ar bobl.
Daoust m’az eo tommoc’h an dud ouzh hor yezh daoust ma kresk niver ar vugale er skolioù, a rugarez da ZIWAN, n’eus mann ebet nevez war ar skinwel nag ar skingomz publik – N’eo ket aotreet hon yezh er vuhez foran. N’he deus statud ofisiel ebet ha n’eo ket sinet gant ar Frañs karta ar yezhoù bihan.
Ni fell deomp :
1. E vefe kelennet ar Brezhoneg e pep skol ha stummet mistri diouzh an ezhommoù
2. Ur statud skol publik da ZIWAN
3. ur skinwel Brezhoneg hag ur skingomz ‘vit Breizh a-bezh
4. Ur statud ofisiel evit ar Brezhoneg
5. Lakaat war sav ur politikerezh evit ar Brezhoneg dezhañ da vezañ yezh ar vuhez pemdez
6. Reiñ lañs d’ur galloud politikel gwirion e Breizh
Disprizet ma’z omp bet e-pad keit-all, eo deomp da vezañ bremañ blenierien da reiñ buhez d’am emskiant evit ma ne soñjo ket ar Vretoned eo didalvez o yezh met evit ma vo evito o yezh vroadel dezho » (15).

T.L.J.

(Foto kentañ : Ti-Kêr Kawan ; Fotoioù all : DASTUM)

***

Notennoù :

(1) Bremañ n°12-13, Even-Gouere-Eost 1982, p.18.

(2) Yann-Ber Delisle, « Ur wech e oa e Pondi…Gouel ar Brezhoneg », Bremañ, n°21, Even 1983, p.5.

(3) « Gouel ar Brezhoneg 1980 e Plabenneg : 14-18 a viz Mae », Bremañ, n°0, Meurzh-Ebrel 1980, p.5.

(4) Herve ar Beg, « Gouel ar Brezhoneg, un taol deuet da vat », Bremañ n°12-13, Even-Gouere-Eost 1982, p.18.

(5) Bremañ, n°24, Gwengolo 1983, p.7.

(6) Erwan ar C’hoadig, « Karaez : Brezhoneg, yezh ofisiel », Bremañ, n°65, C’hwevrer 1987, p.6.

(7) Emgann, n°56, 15 Even-15 Gouere 1990.

(8) Emgann, n°67, p.8.

(9) Emgann, n°79, p.1.

(10) Emgann, n°115, Even-Gouere 1995, p.1.

(11) Emgann, n°103, Even-Gouere 1994, p.2.

(12) Emgann, n°115, p.10.

(13) Emgann, n°139, p.11.

(14) Emgann, n°170, Genver-C’hwevrer 2000.

(15) Emgann, n°162, Mae–Even 1999.

Harpomp Bagad Guirab !

$
0
0

Kalz a vretoned o deus dalc’het soñj eus Bagad Guirab , ur strollad sonerien Palestinian a zo e gwrizioù e kamp repuidi Burj Al Shamali e bro Liban. E 2007 o devoa dibunet e gouel etrekeltiek an Oriant hag an dud o devoa desket evel-se ez eus eus un hengoun seniñ binioù bras e Palestin. Hevez lod ez eo un hengoun a gozh adnevesaet da vare ma oa ac’hubet Siria ha Palestin gant arme « Breizh-veur » , ul lu hag a implij binioù bras ar skosiz.

Fellout a ra da sonerien ha sonerezed Guirab krouiñ ur studio enrollañ e Burj Al Shamali . Evit en ober o deus ezhomm arc’hant setu m’o deus roet lans d’ur choulzad arc’hantaouiñ dre ar genrouedad. Evit kreñvaat al liammoù etre pobl Palestin ha hini Breizh e ranker tremen dre aze.

Harpet int gant gant skourr lec’hel ar gevredigezh «  France Palestine » e departamant ar Morbihan.

AFPS Lorient / – Cité Allende – 12 rue Colbert / 56100 An Oriant

DIBAB : un diviz e brezhoneg e Tremargad

$
0
0

Komana, Ar C’hloastr-plourin, Plounevez-Moedeg, Rianteg, Nozieg , Ruzieg , Kavaneg, an Arwerneg-vihan sed aze roll ar c’humunioù a vo dalc’het ur votadeg emaozet enne e pemzekteiz kentañ miz Even diwar intrudu ar gensavenn DIBAB.

Evel ma oa bet e Sant Widel, Langoued ha Saoudan e c’hello annezidi ar c’humunioù respont d’an daou c’houlenn :

-Ha fellout a ra deoc’h e vije savet ur rannvro Breizh nevez a vije adstaget outi departamant al Liger-Atlantel a-gevred gant ar pevar departamant all.

-Mard eo pozitivel ho respont ha fellout a ra deoc’h e vije kendeuzet ar pemp departamant hag ar rannvro en ur vodadeg evit Breizh a-bezh ?

Evit klask kendrec’hiñ tud all d’ober kement all e mizioù da zont e kreiz ar vro pe e lec’h all o deus soñjet izili DIBAB kinnig buheziñ un emvod kelaouiñ e brezhoneg penn da benn da vare gouel Ai’ta deuet da vezañ Gouel Broadel ar Brezhoneg. Emgav zo roet d’an holl d’ar Sul 24 a viz mae de 3e goude merenn ( Ti Coriandre e bourk Tremargad ) . A-raok mont da glevet prezegennoù all pe mont da chopinata ha dañsal e c’hello neb a garo dont da eskemm diwar-benn dazont hor bro war an dachenn ensavadurel ha kement se e yezh ar vro !

Sed aze liamm an darvoud facebook a-benn kouviañ ho kamaraded.

Ur galv evit arc’hantaouiñ ar c’houlzadoù kabaliñ zo bet savet dre kiss kiss bank bank ha ma fell deoc’h bezañ kendrec’het da reiñ un nebeud arc’hant e c’hellit mont da lenn o arguzennoù e brezhoneg dre aze.


44 = BZH ! Ur stourmer dirak al lezvarn adarre.

$
0
0

Ur stourmer tost eus ar strollad 44=Breizh a vo barnet d’ar meurzh 7 a viz Gouere e Naoned evit bezañ skrivet war ur voger « 44=BZH » e-doug ur vanif bet dalc’het d’an 3 a viz Even 2014 er memes kumun.

Izili 44=Breizh a embann o c’hengred gantañ hag e kav dezho ez eo direizh e vefe barnet c’hoazh un den evit traoù ken dister (barnet e vo evit « dégradations légères ») pa vez nac’het d’ar vretoned reiñ o soñj diwar-benn unvaniezh hag emdroadur ensavadurel o bro dre ur referendom.

Degas a reont da soñj ez eo ouzhpenn d’ur 15 stourmer bennak a zo bet barnet evit abegoù damheñvel abaoe 2007.

Menneg a ranker ober eus harp Skoazell Vreizh a zo, ur wezh ouzhpenn, war an dachenn evit ma c’hello ar stourmer en em zifenn en un doare dereat dirak ar justis gall.

(Lennit ar pennad e galleg war o lec’hienn)

Aljeria dizalc’h !

$
0
0

Goude 132 bloaz a drevadenniñ gwadus e oa bet krouet stad Aljeria d’ar 5 a viz Gouere 1962. 152 863 moudjahidin a oa aet da anaon evit dieubiñ o bro eus krabannoù ar c’hallaoued. 4 614  a soudard gall o devoa kollet o buhez etre 1954 ha 1962, en o zouez kalz a vretoned.

Tennañ kentel eus ar brezel se e 2015 zo d’ober c’hoazh, ar bobl eo an haroz nemeti heñchet gant ur strollad a zieubidigezh vroadel zo gouest d’en em zizober eus chadennoù ar gwasker.

Ha kement chom gwir memes pa seblant bras divent menezioù  hag armoù ideologel ha politikel an enebour.

 

 

Naoned : ur stourmer evit unvaniezh Breizh kondaonet

$
0
0

Dec’h, d’an8 a viz Gouere, e oa bet barnet un den tost eus ar strollad 44= BZH e kêr Naoned. Rebechet e oa bet dezhañ bezañ bet o livañ ur voger eus ar c’huzul-meur e-pad un tolpadeg stourm bet dalc’het e miz Even 2014.

Roet e ao bet disoc’h ar varnadenn diouzhtu da heul : un toullad eurvezhioù labour a laz hollek en do d’ober ( 70 eurvezh etre tout).

Ma n’eo ket kriz ar c’hastiz e ranker chom hep ankouaat ez eo ur 15 ezel bennak eus 44 = BZH hag a zo bet kondaonet betek bremañ evit fedoù damheñvel. Lod anezho a vez c’hoazh o paieañ bep miz ur sammad arc’hant evit rezteurel d’ar stad an tell-kastiz a-bezh.

Degas a reomp d’ho soñj eo deuet a-benn ar stourmer bet barnet dec’h d’en em zifenn  gant e vreutaer a-drugarez da harp Skoazell Vreizh.

 

Kurdistan : daou gomunour tapet e Madrid

$
0
0

D’al lun 6 a viz Gouere ez eus tapet tud a orin eus stad-Spagn gant ar boliserien diwar urzhioù lezvarn enep spontour Madrid evit bezañ bet o vrezeliñ a gevret gant stourmerien Kurd ar YPG er Rojava (Kornog Kurdistan).

An daou zen yaouank tapet zo perzh deus ur strollad komunour er stad Spagn . Kemeret o defe perzh er vrigadenn etrevroadel aozet diwar intrudu komunisted Turkia an MLKP (Strollad Komunour Marksour Leninour) a soñj dezhe eo reizh harpañ ar gurded da gaout ur stad dizalc’h ha da daliñ ouzh islamourien DAESH e Syria pe en Irak.

Goude bezañ bet tamallet dezho bezañ kemeret perzh en un emgann diavaez a vije kontrol da interestoù stad-Spagn int bet laosket da vont hep kaout an aotre da guitaat  ar stad.

Meur a dolpadeg hag a gemmenadennoù zo bet evit goulenn ma vijent laosket da vont didamall.

An daou zen yaouank a vije bet filmet ha poltreded er Rojava o tibuniñ gant ar banniel ruz ha hini republik Spagn.

Ur stourmerez ha komunourez all anvet Ivana Hoffman , deuet eus Alamagn, oa marvet war an hevelep talbenn un nebeud mizioù zo.

Kimiad Peggy O’Hara

$
0
0

Peggy O’Hara zo aet da anaon d’ar yaou 16 a viz Gouere e Derry,  e norzh Iwerzhon, d’an oad a 84 bloaz.

Brudet e oa dreist-holl evit bezañ roet buhez da bPatsy O’Hara. He mab a oa bet an eil eus an 10 merzher republikan a varvas diwar harz-debriñ. Yuniñ a reas e-pad 61 devezhiad da gaout ur statud a brizoniad politikel.

Tra-mor n’eo ket ken brudet eget Bobby Sands dreist-holl peogwir e oa ezel Patsy eus an INLA (Irish National Liberation Army), komunourien ha sokialourien radikal ar republikaned.

patsy_poster

E vamm avat, Peggy, a oa chomet feal a-hed he buhez goude marv he mab d’ar mennozhioù sokialour ha dizalc’hour a oa re an INLA hag e strollad foran : an IRSP (Strollad Republikan ha Sokialour Iwerzhon).

Brudet e oa evit bezañ aliet d’ar mammoù all a oa o mibien o yuniñ da chom hep klask kendrec’hiñ anezho da chom a-sav gant an harz-debriñ.

Derc’hel a reas Peggy O’Hara a-hed ar bloavezhioù betek n’eus ket pell zo gant ar mennozhioù dispac’hel a oa bet re he mab hag e genseurted hag a embanne bezañ hered stourm James Connoly.

E 2007 ec’h en em ginnigas evel republikanez « dizalc’h » hep kuzhaat ar pezh a soñje diwar-benn emglev  peoc’h ar gwener mat, disrann padus an enezenn , ar polis nevez. Ne oa ket bet  dilennet. D’ar c’houlz se ez eo tost da 300 den bet toull-bac’het d’ur mare pe d’un all, evit strollad-mañ strollad o devoa galvet a zevri da vouezhiañ eviti.

Hec’h interamant bet dalc’het d’ar sadorn 18 a viz Gouere zo bet arouezhius eus he buhez stourm ha poan. A-raok ma kuitaje an arched he zi e Buncrana Road e Derry e oa deuet ouzhpenn d’ar c’hantadoù a annezidi ur bagadig soudarded kuzhet o fas da dennañ taolioù fuzuilh war-zu an oabl, a-benn rentañ enor dezhi e-giz ma rae ar republikaned er bloavezhioù emgann.

Peggy Ohara

Tost da hanter-kant den, gwazed ha merc’hed, ur skerb du war o fas, o doa graet an hent betek ar vered evit diskouezh n’eo ket bet ankouaet gant an INLA pegen skouerius e oa bet Peggy O’Hara a-hed he buhez a stourmerez, moarvat ivez da zegas da soñj d’an holl e chom da dizhout pal politikel merzherien Long Kesh.

Trouz zo bet er c’hazetennoù, gant al lealourien hag ar polis gant kement a skeudennoù a ziskouezh splann n’eo ket e peoc’h c’hoazh an enezenn c’hlas, dreist-holl p ‘emañ an INLA o kemer perzh en harz-brezel hervez-kont !

An holl republikaned radikal (IRSP, CSM 32, Republican Sinn Fein…) a oa deuet d’an obidoù evit kimiadiñ diouzh Peggy O’Hara int ivez daoust d’an disemglevioù politikel a zo kenetreze, kement-se zo gwir ivez evit ar Sinn Fein « bras » (hini Gerry Adams) koulz hag an SDLP o deus rentet enor dezhi ha lâret kenavo da viken d’ar vaouez, d’ar stourmerez ha d’ar vamm he doa servijet en un doare kalonek ha ken feal, hep plegañ, stourm ar brizonidi politikel hag hini Iwerzhon, dieub, unvan ha sokialour.

savederry

Devezh Broadel Galiza 2015

$
0
0

Robert Neal Baxter

(Ezel eus strollad labour etrebroadel BNG)

Da greisteiz d’ar 25 a viz Gouere, Devezh Broadel Galiza, en em gavas en tu all da 25.000 den bodet en unan eus plasennoù pennañ Sant-Jakez, kêrbenn ar vro, o kanañ a-gevret kan broadel Galiza goude ma oa bet lennet ar manifesto unvan gant tud brudet pe vrudetañ ar bed ar sevenadur hag ar c’hevredigezhioù. Ar bazenn gentañ e vo evit kregiñ da sevel ul listenn c’halizeg unvan distag diouzh an holl strolladoù spagnolat da geñver an dilennadegoù stad ar bloaz-mañ.

Evel bep bloaz e kemeras perzh er vanifestadeg Bloc’had Broadelour Galiza (BNG), aozadur brogarour pennañ ar vro. Un darvoud istorel e oa ar bloaz-mañ, avat, rak evit ar wezh kentañ e oa bet galvet d’ur vanifestadeg unvan gant ur gensavenn geodedel ledan, Evit an Unvaniezh, dezhi da lugan A Nación Galega (‘Broad Galiza’).

Mont a reas meur a aozadur da heul ar galv, en o zouez ar sindikad broadelour Kengevread Etresindikadel Galiza (CIG), ar sindikad spagnolat Bodadoù ar Vicherourion (CCOO), ar c’hevread Sevenadur Galiza, hag ar gevredigezh Distreiñ d’ar Vro, a zifenn gwrioù galiziz rediet muioc’h-mui da vont kuit o klask labour en estrenvro, ouzhpenn meur a strollad hag aozadur politikel all: Strollad Komunour Pobl Galiza (PCPG), Cerna (strollad disrannet diouzh Anova), ar Bloc’had Dizalc’hour, Bremañ Galiza (nevez savet gant ez-izili Nós-UP, emzivodet e miz Mezheven), Kengevreadur Galiza (CG), Engouestl evit Galiza (CxG) ha zoken an aozadur spagnolat Tu-kleiz Unvan (IU, liammet ouzh Strollad Komunour Spagn).

Diouzh e du, avat e kavas gwell Anova (strollad savet gant tud aet kuit diouzh BNG deuet da vezañ abaoe kevelerion IU e Parlamant Galiza) aozañ ul lid evite o-unan penn ha daoust ha ne oa ket bet galvet gante d’ar vanifestadeg unvan e voe zisklêriet gante memestra e c’hellfe izili ar strollad kemer perzh er vanifestadeg mar felle dezhe…

E meur a lec’h dre ar vro e oa bet prientet an devezh bras gant predoù hag oberezhioù dudi hag arc’hadur all er sizhunioù kent, met loc’han a reas an traoù da vat en derc’hent, da greisteiz d’ar 24, ma oa bet sinet un emglev anvet Disklêriadur Bonaval etre BNG, EH-Bildu (Euskadi) ha CUP (Katalonia).

Nebeut war-lerc’h e oa bet aozet gant Galiza Nova (yaouankizoù BNG) al lid hengounel gant prezegennoù hag arvestoù sonerezh evit dougen bri da gCastelao, tad ar vroadelouriezh galizeg a-vremañ, ha Rosalía de Castro, ar varzhez vroadel.

Da 8 eur noz e loc’has ar manifestadeg unvan ar yaouankizoù, dezhi da lugan Venceremos nós! (‘Trec’h e vimp!’), galvet a-gevret gant Agir, Briga, Comités, Galiza Nova, Isca!, Liga Estudantil Galega, Terra ha Xeira, ha da c’houde an holl da bakañ ur banne er Festigal, ar gouel broadelour bras aozet gant Galiza Nova hag an diazezadur Galiza Sempre a bad betek serr an noz d’ar 25 gant arvestoù sonerezh evit mann, kendivizoù, levrioù da werzhañ ha kevredigezhioù a bep seurt.

Poltred @galizacontre info https://twitter.com/gzcontrainfo?lang=fr

Poltred @galizacontre info https://twitter.com/gzcontrainfo?lang=fr

SKRITELLOÙ A ZO GANEOC’H ?

$
0
0

Mediaoueg KDSK a zastum hag a laka war-wel skritelloù liammet gant istor Breizh a-vremañ.

Meur a dem a gaver en hon dielloù : adunvaniezh Breizh, brezhoneg & gallaoueg, prizonidi politikel, festoù-noz, strolladoù politikel Breizh, stourmoù ekologel, hag all…

Ma fell deoc’h kemer perzh ha pinvidikaat an dielloù en ur reiñ un nebeud skritelloù e c’hellit mont e darempred ganeomp :
kdsk.bro.naoned@gmail.com

Skritellou_Affiches_KDSK


Ouzhpenn 500 europat o vrezeliñ er c’hurdistan

$
0
0

Gouez d’ar strollad kurd PYD ( Strollad an Unvaniezh Demokratel ) e vije ouzhpenn 500 europat a orin eus kornog ar c’hevandir o vrezeliñ gant an YPG/YPJ a-enep da zDAESH ha  da c’halloud gwadek Damas.

En o zouez e vije muioc’h eget 300 svedad. Strollet e vezont holl en ur vrigadenn etrebroadel lesanvet    « Leoned ar Rojava » hag a strollfe neuze un hanter milliad a stourmerien, paotred pe merc’hed anezho.

Gouez da gomunourien ar Skoazell Ruz e vefe ret ouzhpennañ er jedadenn an dud aet d’ar Rojava diwar atiz ar strollad  turk MLKP ( Strollad Komunour Marksour Leninour) ha bodet int en ur vrigadenn all anvet  » Brigadenn Etrebroadel an Dieubidigezh « . Dindan urzhioù an YPG/YPJ e vezont int ivez.

mlkpantifa

Ma chom rouez ar pennadoù er c’helaouennoù gall diwar-benn stourmerien ar frankiz aet d’ar Rojava evel m’o doa graet lod all evit stourm a gevred gant Republikaned Spagn, Galiza,  Katalounia hag Euskal Herria e 1936 ez eus bet kaoz dionte e mediaoù Sved ur wezh gouezet an niver uhel a svediz aet d’en em gannañ er c’hurdistan.

Deus e du ar PYD a dalc’h da embann ne vrud ket an europiz yaouank o defe c’hoant da sikour ar gurded da vont da vrezeliñ evit taliñ ouzh islamourien DAESH hag ar stadoù a voug ar gurdiz,  met kentoc’h da gemer perzh e chanteroù a benn adsevel ar vro dismantret.

Repuidi deuet mat !

$
0
0

Da heul galv Ada Colau (Maerez Barcelona) he doa kinniget e vije lakaet kêrbenn Katalounia da lec’h bod evit ar repuidi a zegouezh ez niverus e Kornog Europa, en deus Joseba Asiron (Maer Irunea/Pamplona e Bro-Euskal ha dizalc’hour anezhañ) roet da c’houzout e oa laouen d’ober kement all e kêr brasañ Navarra.

An daou dilennad, evel maerez Madrid, a fell dezho strollañ nerzhioù o c’humun a gevred gant skiant prenet ar c’hevredigezhioù arbennik evit skoazell ar repuidi hag en em harpañ war brokusted o annezidi.

Er stad c’hall e krog un dornad dilennidi da studial un doare d’ober kement all, evit poent e Breizh e c’hortozer c’hoazh un intrudu damheñvel. Marteze a-walc’h e kredje da skouer Nathalie Appéré (maerez Roazhon) en em zislavarout oc’h embann e vije tomm da lakaat Roazhon da gêr repu p’emañ hi o klask skarzhañ divroidi Somalia eus o c’hamp bet staliet gante e-pad an hañv e park ar « Gayeulles ».

Padal e vije aes a-walc’h da sevel ur rouedad kerioù kengred dasparzhet war Vreizh a-bezh evit degemer ar repuidi a glask pellaat diouzh ar brezelioù ha deus ar baourentezh. N’eus ket ezhomm evit en ober eus aotre ebet roet gant Pariz.

Dizalc’hourien an tu-kleiz o deus dibabet treiñ e brezhoneg ur skeudenn a weler kalz war ar genrouedad hag er sportvaoù evit adembann n’eo ket kontrol ar stourm evit frankiz hor bro, hor yezh gant ar c’hengred a dleomp d’ar repuidi a gaver stank war an hentoù.

Un doare simpl da reiñ da c’houzout ivez d’hon dilennidi eo poent bras heuliañ skouer Barcelona hag Irunea !

Frank a wirioù an hini eo ! Skignit ! Pegit ! Ha deuit e darempred ganeomp evit kaout ar stumm pegsun hag ar skritelloù a deuy maez dizale !

Repuidi_Deuet_Mat_Refugees_Welcome_Pegsun_Autocollant

Eldorado Gold/Hellas Gold : debrer menez

$
0
0

E kreizig kreiz ledenez Kalkidiki e Bro-Hellaz, e donderioù forest ar Skouries, kludet e penn ar menez Kakavos e kaver ur vengleuz aour perc’hennet gant an embregerezh Hellas gold. Honnezh zo bet prenet e 2011 gant an embregerezh kanadian Eldorado Gold a-benn ober ur vengleuz c’hreantel digor anezhi. Abaoe ar prantad-se eo en em savet ul lodenn eus ar boblañs a-enep al labouradeg.

skeudenn-1

« Drastus eo ar pezh a c’hoarvez. Ret eo ma paouezfe al labourioù. Distrujet e vo ar menez ma kendalc’hont. » Setu ar pezh a glever  a-boan eskemmet gerioù gant an dud a zo bodet er menez e penn-kentañ miz Eost. Amañ ez eus bet aozet ur c’hamp da stourm a-enep ar vengleuz en deus padet dek devezh. Met ar memes gerioù a vo klevet bemdez gant tud disheñvel, er menez pe e kêriadenn Megali Panaya e-pad ur fest ekologel bet aozet gant ar strollad lec’hel a labour a-enep ar vengleuz.
Elly, Tasos, Icaria, Stefanos, Maria, Yorgo, Stavro, Stelio,… an holl anezho a zo mantret o welet a zeiz da zeiz ar menez o vont da vruzunoù. Rak merkoù an distrujadeg a vez gwelet buan. Amañ eo sec’h ar stêr abaoe ma vez tennet dour gant an embregerezh. Pelloc’h, lec’h ma kaver dour en-dro, n’haller ket mont da gouronkañ ken p’eo saotret ar poulloù. Hag a-benn un nebeud mizioù, pa vo kroget gant an teknikoù greantel da zastum an danvez aour, e vo berniet lastez ar vengleuz war ar stêrioù ha leuniet an traoniennigoù toullet gant an dour o skuilhañ bemdez. War vord an hentoù krouet evit ar vengleuz e kaver kefioù e-leizh, hag, a-dreñv ar renkadoù koad troc’het da vrasaat ar chanter, e weler ar gwez goloet gant ar boultrenn savet gant ar c’hirri-samm o tremen ingal. Lod a lâr e varvo ar gwez-se a-benn un nebeud bloavezhioù, dre forzh bezañ mouget. Kement-mañ a zegas ur gudenn all : glav puilh a vez amañ, peadra da gas kuit an douar ma n’eus plant ebet da zerc’hel anezhañ. Ouzhpenn-se ouier e vo krouet 3000 tonenn poultrenn saotreet bep eurvezh gant al labouradeg. Ar poultrennoù-se, a nijo neuze er rannvro a-bezh hag en em ledo war an douaroù hag er mor. E-touez ar c’hudennoù savet neuze e c’heller soñjal e vo lazhet tokoù-touseg ar vro gant ma ouier e vo karget ar boultrenn gant kouevr, a zo implijet evel funguslazher.

skeudenn-2

Ar c’hoadoù hag ar menez a zo pouezus evit tud ar vro. Amañ e vez kavet kistin, kraoñ kelvez, origanell, tin, tokoù touseg e-leizh er menez. Pa ouzhpenner un nebeud gwez olivez d’ober eoul, gwini d’ober tsipouro hag un nebeud givri, ez eus amañ peadra da aotreañ tud ar vro da vevañ daoust d’ar baourentez. Setu ar pezh a vez lâret gant Ianni, a werzh er fest produoù ar vro bet graet pe dastumet gantañ. Hag eñ da genderc’hel : « Tout an traoù-se a zo bet dilezet gant ar vengleuzerien. Argant a faot dezho, met pa vez distrujet an endro gante, ne vo ket tu deomp ken kenderc’hel gant hon labour… Da lâret eo e vimp rediet, pe da guitaat ar vro, pe da labourat evit an Eldorado gold. »
E-pad ma vez o komz Ianni e krog ur sonadeg rebetiko : sonerezh ar bobl ganet e straedoù paour ar c’hêrioù e deroù an 19vet kantved. Ha pa chom a sav ar bouzouki e klever dason ur sonadeg all en dachenn mell-droad : sonerezh kenwerzhel a-vremañ. Amañ e weler mat an daou ved o kenvevañ hag ar boblañs lodennet e daou : ar re a-du gant ar vengleuz a zo war an dachenn mell-droad, ar re a sav a-enep a zo er porzh-skol. Ha n’en em veskont ket ken. An aour en deus savet ur voger kentrezo. Ha p’en em gavont tal-ouzh-tal er menez e-tarzh ar c’hunujennoù.

skeudenn-3

Abaoe pevar bloaz e vez aozet ingal manifestadegoù er menez, er c’hêriadennoù tro-dro pe e kêrioù bras ar vro. Ken ingal e vezont taget gant an archerien, pe c’hoazh gant labourerien ar vengleuz. Evel e miz Meurzh 2012, pa oa bet distrujet gant al labourerien un ti implijet gant ar stourmerien da evezhiañ monedoneoù an embregerezh.
Met abaoe miz genver 2015 e ranke cheñch an traoù. Sy.riz.a, strollad politikel ar gouarnamant nevez, a oa engouestlet er stourm. Embannet en deus ingal abaoe ar goañv e vefe serret ar vengleuz dindan berr. Koulskoude e kendalc’h al labourioù hag e tibun ar vengleuzerien, evit « o buhez, o goproù, o bri » gwarezet gant ar re c’hlas hag harpet gant ar mediaoù prevez pa vez gwasket kement manifestadeg aozet gant ar re a sav a-enep ar vengleuz. Da skeudennaouiñ kement-mañ e c’heller komz eus devezh an 3 a viz Eost pa oa aet 50 den da stankañ unan eus an hentoù da vont d’al labouradeg. Evit pep stourmer e oa un archer, ar-re-mañ o vountañ ar stankerien war vord an hent da leuskel kirri-boutin ar vengleuz da dremen. Ha daoust ma ’z eo sañset strollad ar gouarnamant bezañ a-enep ar vengleuz ez eus bet arestet pevar den. Gwashoc’h c’hoazh, dilennidi Sy.riz.a e korn-bro Ierissos, o deus labouret par ma c’hellent e-pad mizioù da weñvaat ha da rannañ ar stourm evit na vefe ket chalet Tsipras hag e ministred…

skeudenn-4

A-benn ar fin e fin miz eost, daou zevezh war lerc’h ma voe kroget un eil kamp stourm, « Beyond Europ » a-enep ar vengleuz, e tisklêrias Panayotis Skourletis,  ministr an endro e vo serret al labouradeg rak ne vez ket doujet d’ar steuñv raktreset ha d’ar reolennoù ekologel. Met an deiz warlerc’h, e roas ar gouarnamant e zilez. Daoust da se e kendalc’h ar chanter er menez. Setu perak e soñj ar gamaladed e oa an disklêriadenn-se un doare da glask kaout brud vat araok an dilennadegoù o tont.
Tri deiz warlerc’h e zaio 2000 den da vanifestiñ er menez diwar galv « Beyond Europ » hag an aozadur enep-aotrouniek (Alfa-kapa). En o zouez tud eus yaouankizoù Sy.riz.a hag un dileuriadez lec’hel eus Sy.riz.a, Katerina Igglezi. Honnezh, plijet o komz dirak kamera ar chadenn bublik az eas diwar wel pa grogas gazoù daeraouiñ an archerien da gronnañ ar vanifesterien. An taol-mañ c’hoazh e vo dalc’het tud gant ar re c’hlas. Tro 80 anezho a vo kaset d’an archerdi e Poliyiros, kêrbenn an departamant, 4 anezho a arestet da vat ha 2 en o zouez a vo bac’het ur miz pad. Evel just ne vo ket gwelet Katerina Igglezi dirak an archerdi e Poliyiros gant an dud aet eno da c’houlenn e vefe dieubet ar re arestet.
Dek kilometr alese, war aodoù meurdezus Kalkidiki eo strobet an douristed evit deizioù diwezhañ o vakañsoù, dic’houiziek eus unan eus kudennoù sokial hag ekologel pennañ ar rannvro. Ma teu a-benn Eldorado Gold da zigeriñ ar vengleuz greantel er Skouries e vo digoret an nor d’e raktresoù all : brasadur mengleuzioù Olibiada ha Stratoni ha digoradur mengleuzioù e Kilkis, nepell diouzh an harz er gwalarn hag e Tras e biz Bro-Hellaz.

Ha pa glask gouarnamant Bro-Frañs digeriñ mengleuzioù e Breizh e vefe mat deomp sellet spis ouzh istor ar Skouries evit deskiñ diwar o skiant prennet.

Darn vrasañ ar gatalaniz prest da votiñ evit an dizalc’hourien

$
0
0

E korf tri sontadeg bet graet en deizioù e seblant voterien Katalonia bezañ prest da reiñ darnvrasañ o mouezhioù evit listennadoù dizalc’hour. Ur c’heloù a-bouezh pa vo eus devezh broadel Katalonia d’an 11 a viz Gwengolo.

D’ar 27 a viz Gwengolo e vo votet evit parlamant ar Generalitat, diwar 135 sez ez afe etre 67 ha 80 anezho d’an dizalc’hourien hervez ar sontadegoù diwezhañ.

Div listennad a embann o c’hoant da grouiñ ur stad katalan dizalc’h. An hini greñvañ a vije neuze « Junts pel Si » (A-gevred evit ar Ya), un talbenn a vod dizalc’hourien eus an tu-kleiz betek ar c’hreiz. Enni e kaver anv Arthur Mas, bet prezidant ar Generalitat betek bremañ, met ivez ar strollad Esquerra (ERC) da lavarout eo dizalc’hourien istorel an tu-kleiz hag un toullad hiniennoù ha strolladoù bihanoc’h. Ar strollad CUP (Candidatura d’Unitat Popular) zo bet gouest evit an eil gwezh da sevel ul listennad evit ar parlamant katalan, gouez d’ar sontadegoù e tremenfe eus 3 c’hannad da 9 ! Ur pezh lamm an hini eo evit ar c’hCUP a embann divezh bezañ evit ur republik katalan dizalc’h, gwregelour ha sokialour eus Perpinyà da Alacant.

Ne chomfe nemet 55 sez d’ar muiañ evit ar re a fell dezho e talc’hfe Katalonia da vezañ dindan galloud Madrid,  da lâret eo : sokialourien, ha mirourien ar PP…

Ne ouzer ket avat ar pezh a ray an talbenn anvet « Catalunya Sí Que Es Pot » a chom amsklaer he frezegenn diwar-benn an dizalc’hiezh, enni e kaver komunourien ar PC kozh, ar re c’hlas hag ar strollad Podemos. Etre 12 ha 15 sez az afe gante.

Mard eo sklaer bremañ ez eus chañsoù bras ez afe ar muiañ niver gant an div listennad dizalc’hour ez eo anat ivez ez eus daou hent disheñvel evit tizhout ar pal. « Junts pel Si » a ginnig marc’hata gant Madrid pa soñj pennoù ruz ar c’hCUP ez eo ret diskleriañ dizalc’hiezh ar vro da heul disoc’h ar votadeg hep marc’hata tra ebet.

Deus e du gouarnamant Madrid en doa roet da c’houzout e lakafe un termen da statud emrenerezh Katalounia evit mirout ouzh ar gouarnamant dizalc’hour da glask lakaat e pleustr e raktresoù.

Trec’h an dizalc’hourien e Katalonia !

$
0
0

Fellout a ra da zizalc’hourien an tu-kleiz e Breizh kas o salud d’an div listennad dizalc’hour a zo aet ar muiañ niver gante e dilennadegoù Katalonia.

Gourc’hemennoù d’hor c’hamaladed eus ar c’HUP a zo deuet a-benn da lieskementiñ dre dri o niver a gannaded er parlamant hep klouaraat o frezegenn a-enep d’ar c’hevala.

N’eus nemet dre ur stourm hollek ha ledan e c’hello pobl Katalonia tizhout e bal a zizalc’hiezh, nac’het dezhe betek bremañ gant Stad Spagn, Stad C’hall hag unvaniezh Europa.

Degouezh dizalc’hiezh Katalonia e metoù politikel Europa zo ur c’hemennad a spi evit an holl vraodaoù hep stad.

Muioc’h eget biskoazh e tleomp difenn en un doare digemplezh gwir pobl Breizh d’en em dermeniñ da vare dilennadegoù rannvro miz Kerzu.

Gael Roblin evit dizalc’hourien an tu-kleiz.

L’esquerra independentista bretona saluda la victòria de les llistes independentistes catalanas que ara són la majoria.

Felicitem calorosament als nostres companys de la CUP que triplica la seva presencia parlamentària sensa deixar el seu compromís anticapitalista.

És a través de la mobilització massiva del poble català que sera independentista, cosa qu’el l’Estat espanyol i L’Estat Francès i també la Unió Europea els neguen fins ara.

L’aparició de l’independència català en l’àmbit polític europeu és un missatge d’esperança per a totes les nacions sense estat. Ara, defensem el dret a la autodeterminació del poble Bretón de manera desinhibida en les eleccions regionals de desembre.

Per la Esquerra Independentista de Bretaña : Gael Roblin

Luc’hskeudenn/Fotografie : Oriol Clavera.

Viewing all 199 articles
Browse latest View live